Ezekiel 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 10 1 Sellout a raen, ha setu en astennidigezh a oa dreist penn ar cherubined, en em ziskouezas un neuz heñvel ouzh un tron, evel ur maen safir a-us dezho. 2 Hag e komzas ouzh an den gwisket gant lin o lavarout: Kae etre ar rodoù dindan ar cherubined, leugn da zaouarn a c'hlaou-bev a gemeri etre ar cherubined, hag e skuilhi anezho war gêr. Hag ez eas dirak va daoulagad. 3 Ar cherubined en em zalc'he a-zehou d'an ti pa'z eas an den e-barzh, hag ar goabrenn a leunias leurenn an diabarzh. 4 Neuze gloar an AOTROU a savas dreist ar cherubined, etrezek treuzoù an ti; hag an ti a voe leuniet gant ar goabrenn, e-pad ma voe al leurenn leuniet gant sked gloar an AOTROU. 5 Hag e veze klevet trouz eskell ar cherubined betek leurenn an diavaez, heñvel ouzh mouezh an Doue holl-c'halloudek pa gomz. 6 Setu, p'en doe roet an urzh-mañ d'an den gwisket gant lin en ur lavarout: Kemer tan etre ar rodoù dindan ar cherubined, eñ a yeas d'en em zerc'hel e-kichen ar rodoù; 7 unan eus ar cherubined a astennas e zorn etre ar cherubined, war-zu an tan a oa etre ar cherubined; kemer a reas dioutañ hag en lakaas e daouarn an den gwisket gant lin. Hag hemañ en em dennas goude bezañ e zegemeret. 8 Hag e voe gwelet doare un dorn den dindan eskell ar cherubined. 9 Sellout a raen, ha setu ma oa peder rod e-kichen ar cherubined, ur rod e-kichen pep cherubin, ha neuz ar rodoù a oa evel liv ur maen krizolit. 10 O-feder holl o doa an hevelep neuz, pep rod a seblante treuziñ dre he c'hreiz ur rod all. 11 En ur vont ez aent war o fevar zu. Ne droent ket en ur vont, met e heulient an tu ma oa troet ar penn. Ne droent ket en ur vont. 12 Holl gorf ar cherubined, o c'hein, o daouarn, o eskell, evel ar rodoù, a oa goloet a lagadoù tro-dro, rodoù pep hini ar pevar. 13 Ar rodoù, a glevis a oa anvet: Troiata. 14 Pep hini en doa peder dremm: an dremm kentañ, dremm ur cherubin; an eil dremm, dremm un den; an deirvet, dremm ul leon; ar bedervet, dremm un erer. 15 Ar cherubined a savas; bez' e oant ar bevien am boa gwelet tost da stêr Kebar. 16 Pa'z ae ar cherubined, ar rodoù a yae en o c'hichen, pa zisplege ar cherubined o eskell evit sevel diwar an douar, ar rodoù ivez ne zistroent ket diouzh o c'hichen. 17 Pa arsavent, ec'h arsavent, pa savent, ec'h uhelaent, rak spered ar bevien a oa enno. 18 Ha gloar an AOTROU en em dennas diwar dreuzoù an ti, hag en em zalc'has war ar cherubined. 19 Ar cherubined a zisplegas o eskell hag a savas eus an douar dirak va daoulagad; pa'z ejont kuit, ar rodoù a oa en o c'hichen. Chom a rejont en o sav ouzh toull dor ti an AOTROU troet etrezek ar sav-heol, ha gloar Doue Israel a oa warno, en nec'h. 20 Bez' e oant ar bevien am boa gwelet dindan Doue Israel tost da stêr Kebar, hag em boa anavezet e oant cherubined. 21 Pep hini en doa peder dremm ha peder askell, ha dindan o eskell e oa doare daouarn un den. 22 Doare o dremmoù a oa hini an dremmoù am boa gwelet tost da stêr Kebar, an hevelep stumm o doa. Pep hini anezho a gerzhe war-eeun dezhañ. |