Ezekiel 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 1 1 D'an tregontvet bloaz, d'ar pevare miz, d'ar pempvet eus ar miz, pa en em gaven e-touez ar re zalc'het tost da stêr Kebar, e tigoras an neñvoù hag e welis gweledigezhioù a-berzh Doue. 2 D'ar pempvet eus ar miz, d'ar pempvet bloaz eus dalc'hidigezh ar roue Jojakin, 3 komz an AOTROU a voe disklêriet da Ezekiel an aberzhour, mab Buzi, e bro ar Galdeiz, tost da stêr Kebar. Eno e voe dorn an AOTROU warnañ. 4 Neuze e sellis, ha setu un avel gorvent a zeue eus an hanternoz, hag ur goabrenn teñval, hag un tan o nerzhañ e-unan, hag ur gouloù o skediñ a bep tu, hag en e greiz, evel liv arem lufret e-kreiz an tan. 5 Er c'hreiz c'hoazh e veze gwelet evel pevar bev, ha setu o neuz: bez' o doa un heñveledigezh den. 6 Pep hini anezho en doa peder dremm, ha pep hini en doa peder askell. 7 O zreid a oa treid eeun, ha sol o zreid a oa evel sol troad ul leue; hag e lugernent evel liv arem lufret. 8 Daouarn den a zeue a-zindan o eskell ouzh o fevar c'hostez, hag o fevar holl o doa o dremmoù hag o eskell. 9 O eskell a oa stag an eil ouzh eben. Pa gerzhent ne droent ket, met pep hini anezho a gerzhe war-eeun dezhañ. 10 Ha setu stumm o dremmoù: o fevar holl o doa dremm un den ha dremm ul leon a-zehou, o fevar dremm un ejen a-gleiz, hag o fevar dremm un erer. 11 O dremmoù hag o eskell a oa distag da grec'h, pep hini en doa div askell unanet an eil d'eben, ha div a c'holoe o c'horfoù. 12 Pep hini anezho a gerzhe war-eeun dezhañ; mont a raent e-lec'h ma vounte ar Spered anezho, ne droent ket pa gerzhent. 13 Ha setu stumm ar bevien: heñvel ouzh glaou tan gwrezus e oant, heñvel ouzh etivi-goulaouiñ, hag an tan a rede etre ar bevien gant ur splannder skedus, ha luc'hed a zeue dioutañ. 14 Ar bevien a yae hag a zeue gant neuz ar c'hurun. 15 E-pad ma sellen ouzh ar bevien, setu ma oa ur rod war an douar e-kichen ar bevien, dirak o feder dremm. 16 Neuz ar rodoù, o doare, a oa heñvel ouzh krizolit, d'o feder an hevelep stumm. O neuz hag o doare a oa evel ma vije bet ur rod e-kreiz ur rod all. 17 En ur gerzhout ez aent ouzh o fevar c'hostez, ha ne droent ket pa gerzhent. 18 Kammedoù ken uhel o doa, ken spontus. O c'hammedoù a oa leun a lagadoù tro-dro, o fevar. 19 Pa gerzhe ar bevien, ar rodoù a gerzhe en o c'hichen; pa save ar bevien diwar an douar, ar rodoù a save ganto. 20 Mont a raent e-lec'h ma vounte ar Spered anezho, d'al lec'h ma vounte ar Spered, hag ar rodoù a save ganto, rak spered ar bevien a oa er rodoù. 21 Pa'z aent, ez aent; pa baouezent, e paouezent; pa savent diwar an douar, e savent ar rodoù ganto, rak spered ar bevien a oa er rodoù. 22 Hag a-us da bennoù ar bevien e oa ur stumm evel un astennidigezh, heñvel ouzh liv strink lugernus oc'h en em astenn war-c'horre dreist o fennoù. 23 O eskell a oa eeun dindan an astennidigezh, an eil a-enep d'eben. Bez' e oa da bep hini div askell da c'holeiñ un tu, ha div da c'holeiñ an tu all eus e gorf. 24 Pa gerzhent e kleven mouezh o eskell evel ar mouezh eus kalz a zoureier, evel mouezh an Holl-C'halloudeg, evel trouz spontus un arme. Pa baouezent, e lezent o eskell da gouezhañ. 25 Pa baouezent, e veze ur vouezh o tont eus an astennidigezh a oa dreist o fennoù, pa lezent o eskell da gouezhañ. 26 A-us d'an astennidigezh a oa dreist o fennoù, e oa ur stumm evel un tron, heñvel ouzh ur maen safir, ha war stumm an tron e oa ur stumm evel doare un den, ouzh krec'h. 27 Hag e welis evel liv arem lufret, evel doare an tan tro-dro dezhañ. Adalek stumm e zivgroazell betek krec'h hag adalek stumm e zivgroazell betek traoñ, e welis evel doare an tan, hag e oa ur gouloù o skediñ a bep tu. 28 Doare ar gouloù a skede a bep tu a oa heñvel ouzh doare ar wareg a zo er goabrenn un devezh a c'hlav. Doare stumm gloar an AOTROU e oa. Pa welis, e kouezhis war va dremm, hag e klevis ur vouezh o komz. |