Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezdra 9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 9

1 Pa voe echuet an traoù-se, ar pennoù a dostaas ouzhin en ur lavarout: Pobl Israel, an aberzhourien hag al Levited n'int ket dispartiet diouzh pobloù ar broioù-mañ er pezh a sell ouzh o euzhusterioù, diouzh ar Gananeiz, an Hitited, ar Ferezianed, ar Jebuziz, an Ammoniz, ar Voabiz, an Ejipsianed hag an Amoreaned.

2 Rak kemeret o deus o merc'hed evito hag evit o mibien, hag ar ouenn santel a zo bet kemmesket gant pobloù ar broioù-mañ. Ha renerien ar bobl hag ar c'houarnourien a zo bet ar re gentañ oc'h ober ar pec'hed-se.

3 Pa em eus klevet kement-se, e rogis va dilhad ha va mantell, hag e troc'his va blev ha va barv diouzh va fenn, hag ec'h azezis gwall c'hlac'haret.

4 Hag an holl re a grene da gomzoù Doue Israel a zeuas d'en em vodañ etrezek ennon, en abeg da bec'hed mibien an harlu, ha me a azezas gwall c'hlac'haret betek donezonoù an abardaez.

5 Hag en amzer donezonoù an abardaez e savis eus va glac'har gant va dilhad ha va mantell roget, e stouis war va daoulin, e savis va daouarn war-zu an AOTROU va Doue,

6 hag e lavaris: Va Doue! Ruziañ a ran ha mezh am eus o sevel va dremm dirazout, o va Doue! Rak hon direizhder en deus kresket dreist hor pennoù, hag hon torfed en deus tizhet betek an neñvoù.

7 Abaoe deizioù hon tadoù betek hiziv ez omp gwall gablus, hag en abeg d'hon direizhder ez omp bet gwerzhet, ni, hor rouaned, hon aberzhourien, etre daouarn ar broioù-mañ, d'ar c'hleze, d'ar sklavelezh, d'ar preizherezh, ha d'ar vezh war hon dremm evel hiziv.

8 Ha bremañ, abaoe ur pennad, an AOTROU hon Doue en deus graet trugarez deomp, hag ez eus manet ur restad ac'hanomp oc'h achap; roet en deus deomp un degemer en e lec'h santel, evit ma sklêrijenno hon Doue hon daoulagad, ha ma roio deomp un tamm buhez en hor sklavelezh.

9 Rak ni a zo sklaved, ha koulskoude hon Doue n'en deus ket hol lezet er sklavelezh, met lakaet en deus ac'hanomp da gavout trugarez dirak rouaned Persia, o reiñ deomp buhez evit sevel ti hon Doue, adsevel e rivinoù, hag evit reiñ deomp ur voger e Juda hag e Jeruzalem.

10 Ha bremañ, o hon Doue, petra a lavarimp goude-se? Rak dilezet hon eus da c'hourc'hemennoù,

11 ac'h eus roet dre da servijerien ar brofeded, o lavarout: Ar vro ma'z it enni evit he ferc'hennañ, a zo ur vro saotret dre saotradur pobloù ar broioù-se, leuniet eo bet gant o euzhusterioù, adalek ur penn bete ar penn all, gant o hudurniezh.

12 Bremañ eta, na roit ket ho merc'hed d'o mibien, na gemerit ket o merc'hed evit ho mibien, na glaskit biken nag o feoc'h nag o berzh, evit ma viot kreñv ha ma tebrot madoù ar vro, hag evit m'he roiot en hêrezh d'ho mibien da viken.

13 Goude an holl draoù a zo c'hoarvezet ganeomp en abeg d'hon oberoù fall ha d'hon torfedoù bras, pa'z eo chomet da gastiz, o Doue, izeloc'h eget hor pec'hedoù, ha pa ec'h eus roet deomp un hevelep restad ac'hanomp oc'h achap,

14 daoust hag e tistrofemp da derriñ da c'hourc'hemennoù ha da ober emglev gant ar pobloù euzhus-mañ? Ha ne vefes ket kounnaret a-enep deomp, betek hor c'has da get, betek na vefe restad ebet na den manet salv?

15 AOTROU Doue Israel, te a zo reizh! Menel a reomp ur restad ac'hanomp oc'h achap, evel ma vez gwelet hiziv. Setu ni dirak da zremm gant hor pec'hed, ha ne c'hellfemp ket chom dirazout en abeg da-se.

Lean sinn:



Sanasan