Ezdra 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 8 1 Setu amañ ar pennoù tadoù, ha lignezouriezh ar re a bignas ganin eus Babilon, e-pad ren ar roue Artakserksez. 2 Eus mibien Fineaz: Gershom; eus mibien Itamar: Daniel; eus mibien David: Hattush; 3 eus mibien Shekania, eus mibien Parosh: Zakaria, ha gantañ ul lignez a gant hanter-kant den; 4 eus mibien Pakad-Moab: Eljoenai mab Zerakja, ha gantañ daou c'hant den; 5 eus mibien Shekania: mab Jakaziel, ha gantañ tri c'hant den; 6 eus mibien Adin: Ebed mab Jonatan, ha gantañ hanter-kant den; 7 eus mibien Elam: Izaia mab Atalia, ha gantañ dek den ha tri-ugent; 8 eus mibien Shefatia: Zebadja mab Mikael, ha gantañ pevar-ugent den; 9 eus mibien Joab: Abdia mab Jehiel, ha gantañ daou c'hant triwec'h den; 10 eus mibien Shelomid: mab Jozifia, ha gantañ kant tri-ugent den; 11 eus mibien Bebai, Zakaria mab Bebai, ha gantañ eizh den warn-ugent; 12 eus mibien Azgad: Johanan mab Hakkatan, ha gantañ kant dek den; 13 eus mibien Adonikam: ar re ziwezhañ, ha setu amañ o anvioù: Elifeled, Jeiel, Shemaja, ha ganto tri-ugent den; 14 eus mibien Bigvai: Utai ha Zabbud, ha ganto dek den ha tri-ugent. 15 Hag e tastumis anezho e-kichen a stêr a red war-zu Ahava, hag e kampjomp eno tri devezh. Neuze e lakais va evezh war ar bobl ha war an aberzhourien, ha ne gavis hini ebet eus mibien Levi eno. 16 Neuze e kasis da gerc'hat ar pennoù Eliezer, Ariel, Shemaja, Elnatan, Jarib, Elnatan, Natan, Zakaria ha Meshullam, hag ar gelennerien Jojarib hag Elnatan. 17 Hag e rois urzhioù dezho evit Iddo, ar penn a oa e Kasifia, hag e lakais en o genoù ar pezh o doa da lavarout da Iddo ha d'e vreudeur, an Netiniz a oa e Kasifia, evit ma kasfent tud deomp evit ar servij e ti hon Doue. 18 Ha dre ma oa dorn mat hon Doue warnomp, e kasjont deomp un den a boell a-douez mibien Makli mab Levi, mab Israel, Sherebia, gant e vibien hag e vreudeur, triwec'h den, 19 hag Hashabia, gant Izaia a-douez mibien Merari, e vreudeur hag o mibien, ugent den, 20 hag eus an Netiniz en doa lakaet David hag ar pennoù da servij al Levited, daou c'hant ugent Netiniz, holl merket dre o anvioù. 21 Eno, e-tal ar stêr Ahava, ec'h embannis ur yun evit en em izelaat dirak hon Doue, o pediñ anezhañ da reiñ deomp ur veaj eürus, evidomp, evit hor bugale hag evit hor holl vadoù. 22 Rak mezh am bije bet o c'houlenn soudarded ha marc'hegerien evit hon difenn diouzh hon enebourien e-pad an hent, rak lavaret hor boa d'ar roue: Dorn hon Doue a zo war an holl re a glask anezhañ, met e nerzh hag e gounnar a zo a-enep an holl re a zilez anezhañ. 23 Yunañ a rejomp eta, hag e pedjomp hon Doue evit kement-se, hag e selaouas ac'hanomp. 24 Neuze e lakais a-du daouzek den eus pennoù an aberzhourien: Sherebia, Hashabia, ha ganto dek eus o breudeur. 25 Hag e pouezis dezho an arc'hant, an aour hag al listri, a oa ar prof roet da di hon Doue gant ar roue, e guzulierien, e briñsed hag an holl re eus Israel en em gave eno. 26 O fouezañ a ris eta en o dorn, c'hwec'h kant hanter-kant talant arc'hant, listri arc'hant evit kant talant, kant talant aour, 27 ugent hanaf aour a dalveze mil drakm, ha daou lestr arem kaer ha fin, ken prizius hag an aour. 28 Hag e lavaris dezho: Santelaet oc'h d'an AOTROU, hag al listri-se a zo santelaet; hag an arc'hant hag an aour a zo ur prof a youl vat d'an AOTROU, Doue ho tadoù. 29 Diwallit, lakait evezh outo, betek ma pouezot anezho dirak pennoù an aberzhourien hag al Levited, ha dirak pennoù tadoù Israel e Jeruzalem, e kambroù ti an AOTROU. 30 An aberzhourien hag al Levited a zegemeras eta dre bouez an arc'hant, an aour hag al listri, evit o c'has da Jeruzalem, e ti hon Doue. 31 Mont a rejomp kuit eus stêr Ahava d'an daouzek eus ar miz kentañ, etrezek Jeruzalem, ha dorn hon Doue a voe warnomp, hag hon dieubas eus dorn hon enebourien hag eus o fechoù war an hent. 32 Hag ec'h errujomp e Jeruzalem, hag o vezañ diskuizhet e-pad tri devezh, 33 d'ar pevare deiz e pouezjomp an arc'hant, an aour hag al listri e ti hon Doue e dorn Meremod mab Uri an aberzhour. Gantañ e oa ivez Eleazar mab Fineaz, hag al Levited Jozabad mab Jezua ha Noadia mab Binnui. 34 Niver ha pouez an holl draoù a voe kontet, hag ar pouez hollel a voe lakaet dre skrid er memes amzer. 35 Ar re a oa distroet eus ar sklaverezh, mibien ar re a zo bet harluet, a ginnigas loskaberzhoù da Zoue Israel, daouzek leueoù evit Israel a-bezh, c'hwezek tourz ha pevar-ugent, seitek oan ha tri-ugent, daouzek bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ, holl e loskaberzhoù d'an AOTROU. 36 Hag e rojont urzhioù ar roue da ofiserien ar roue ha da c'houarnourien an tu-mañ d'ar stêr, a skoazellas ar bobl ha ti Doue. |