Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezdra 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 7

1 Goude an traoù-se, dindan ren Artakserksez roue Persia, Ezdra mab Seraja, mab Azaria, mab Hilkija,

2 mab Shallum, mab Zadok, mab Akitub,

3 mab Amaria, man Azaria, mab Merajod,

4 mab Zerakja, mab Uzzi, mab Bukki,

5 mab Abishua, mab Fineaz, mab Eleazar, mab Aaron an aberzhour-meur,

6 an Ezdra-mañ a bignas eus Babilon. Bez' e oa ur skrib desket e lezenn Moizez, en doa roet an AOTROU, Doue Israel. Hag ar roue a roas dezhañ an holl draoù en doa goulennet, dre ma oa dorn an AOTROU e Zoue warnañ.

7 Hiniennoù eus mibien Israel, aberzhourien, Levited, kanerien, porzhierien, Netiniz, a bignas ivez da Jeruzalem er seizhvet bloaz eus ar roue Artakserksez.

8 Erruout a reas e Jeruzalem d'ar pempvet miz eus ar seizhvet bloaz eus ar roue.

9 Rak d'an deiz kentañ eus ar miz kentañ e teraouas da bignat eus Babilon, ha d'an deiz kentañ eus ar pempvet miz ec'h erruas e Jeruzalem, rak dorn mat e Zoue a oa warnañ.

10 Rak Ezdra en doa lakaet e galon da studiañ lezenn an AOTROU, d'he mirout, ha da gelenn en Israel ar reolennoù hag ar barnedigezhioù.

11 Setu amañ eilskrid al lizher a roas ar roue Artakserksez da Ezdra an aberzhour hag ar skrib, ar skrib eus komzoù gourc'hemennoù an AOTROU hag eus e reolennoù diwar-benn Israel.

12 Artakserksez, roue ar rouaned, da Ezdra, aberzhour ha skrib eus lezenn Doue an neñvoù, yec'hed peurvat, hag all...

13 Eus va ferzh eo roet urzh ez aio ganit an holl re eus pobl Israel em rouantelezh, hec'h aberzhourien hag he Levited, o devo c'hoant da vont da Jeruzalem,

14 peogwir ez out kaset a-berzh ar roue hag e seizh kuzulier, evit enklask war Juda ha Jeruzalem, hervez lezenn da Zoue a zo ez torn,

15 hag evit dougen an arc'hant hag an aour kinniget a youl vat gant ar roue hag e guzulierien da Zoue Israel a zo o chom e Jeruzalem,

16 kenkoulz hag an holl arc'hant hag aour a gavi en holl broviñs Babilon, gant profoù a youl vat ar bobl hag an aberzhourien, a ginnigont a-youl da di o Doue a zo e Jeruzalem.

17 En abeg da-se e lakai evezh da brenañ gant an arc'hant-se koleoù, tourzed, oaned, gant o donezonoù hag o evadkinnigoù, ha da ginnig anezho war aoter ti ho Toue a zo e Jeruzalem.

18 Gant nemorant an arc'hant hag an aour e reot ar pezh a vo mat d'ober hervezout hag hervez da vreudeur, evit ober diouzh youl ho Toue.

19 Ha diwar-benn al listri a zo roet dit evit servij ti da Zoue, laka anezho dirak Doue Jeruzalem.

20 Hag ar pezh a vo ret ouzhpenn kement-se evit ti da Zoue, hag a vo ret dit reiñ eno, a denni eus ti teñzorioù ar roue.

21 Hag eus va ferzh, Artakserksez ar roue, eo roet an urzh-mañ d'an holl deñzorierien a zo en tu all d'ar stêr: Kement a c'houlenno diganeoc'h Ezdra an aberzhour, skrib lezenn Doue an neñvoù, ra vo graet end-eeun,

22 betek kant talant arc'hant, kant kor gwinizh, kant bat gwin, kant bat eoul, hag holen diouzh c'hoant.

23 Kement a vo gourc'hemennet gant Doue an neñvoù, ra vo graet gant aked evit ti Doue an neñvoù, gant aon na vefe e gounnar a-enep ar rouantelezh, ar roue hag e vibien.

24 Hag ivez e roomp da c'houzout deoc'h na vo na truajoù na tailhoù na gwirioù tremen war hini ebet an aberzhourien, al Levited, ar ganerien, ar borzhierien, an Netiniz hag ar servijerien eus an ti Doue-mañ.

25 Ha te Ezdra, laka melestrourien ha barnerien hervez furnez da Zoue a zo ennout, evit ma varnint an holl dud a zo en tu all d'ar stêr, an holl re a anavez lezennoù da Zoue; hag o c'helenni d'ar re n'o anavez ket.

26 An holl re na virint ket lezenn da Zoue ha lezenn ar roue, ra vint barnet diouzhtu, pe d'ar marv pe d'ar forbannerezh pe d'un dell-gastiz war ar madoù pe d'an toull-bac'h.

27 Benniget ra vo an AOTROU, Doue hon tadoù, en deus lakaet kement-se e kalon ar roue evit enoriñ ti an AOTROU a zo e Jeruzalem,

28 hag en deus graet ma em eus kavet grad vat dirak ar roue, dirak e guzulierien ha dirak holl briñsed galloudek ar roue. Evel-se ez on bet nerzhekaet, dre ma oa dorn an AOTROU va Doue warnon, hag e tastumis pennoù Israel evit pignat ganin.

Lean sinn:



Sanasan