Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezdra 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 6

1 Neuze ar roue Dariuz a roas urzh, hag e voe klasket e ti an dielloù, e-lec'h ma veze lakaet an teñzorioù e Babilon.

2 Hag e voe kavet en Akmeta, kêrbenn proviñs Media, ur roll ma oa skrivet warnañ an eñvor-mañ:

3 Er bloaz kentañ eus ar roue Kiruz, ar roue Kiruz a roas an urzh-mañ diwar-benn ti Doue e Jeruzalem: Ra vo adsavet an ti-se evit bezañ ul lec'h ma vo kinniget aberzhoù, ha ra vo diazezet kreñv. E uhelder a vo tri-ugent ilinad hag e hirder tri-ugent ilinad,

4 gant teir renkad mein-ben hag ur renkad koad nevez. An dispign a vo paeet gant ti ar roue.

5 Ouzhpenn-se, al listri aour hag arc'hant eus ti Doue, ar re en doa Nebukadnezar kemeret eus templ Jeruzalem ha degaset da Vabilon, a vo rentet ha kaset da dempl Jeruzalem, en o lec'h, hag e vint lakaet e ti Doue.

6 Bremañ eta, Tatnai gouarnour an tu all d'ar stêr, Shetar-Boznai, hag ho kenseurted Afarsatkiz eus an tu all d'ar stêr, pellait ac'hane,

7 lezit labour ti Doue da genderc'hel, ha ra adsavo gouarnour ar Yuzevien hag o henaourien ti Doue en e lec'h.

8 Eus va ferzh eo roet an urzh diwar-benn ar pezh hoc'h eus d'ober e-keñver henaourien ar Yuzevien evit adsevel ti Doue: Diwar leve ar roue o tont eus tailhoù an tu all d'ar stêr, ra vo paeet buan an dispign d'an dud-se, evit na baouezint ket en o labour.

9 Ar pezh o devo ezhomm, leueoù, tourzed, oaned, evit loskaberzhoù Doue an neñvoù, gwinizh, holen, gwin, eoul, evel ma lavaro an aberzhourien a zo e Jeruzalem, ra vo roet dezho bemdez hep mankout,

10 evit ma kinnigint traoù a c'hwezh dudius da Zoue an neñvoù, ha ma pedint evit buhez ar roue hag e vibien.

11 Hag eus va ferzh eo roet an urzh-mañ: Ma kemm unan bennak an urzh-mañ, ra vo lamet diouzh e di ur c'hoad a vo lakaet en e sav, evit ma vo staget outañ, hag eus e di ra vo graet ur bern lastez.

12 Hag an Doue en deus lakaet e anv da chom eno, da zistrujo kement roue ha kement pobl en devo astennet e zorn da gemmañ an urzh-mañ ha da zistrujañ ti Doue a zo e Jeruzalem. Me Dariuz am eus roet an urzh-se. Ra vo sentet buan outañ.

13 Neuze Tatnai gouarnour an tu-mañ d'ar stêr, Shetar-Boznai hag o c'henseurted a rejont buan kement-se, dre m'en doa Dariuz e skrivet dezho.

14 Henaourien ar Yuzevien a vañsone hag a rae berzh hervez profediezh Hagai ar profed ha Zakaria mab Iddo. Sevel a rejont eta hag e peurechujont, hervez urzh Doue Israel, hag hervez urzh Kiruz, Dariuz hag Artakserksez roue Persia.

15 An ti-se a voe echuet d'an trede deiz a viz Adar, er c'hwec'hvet bloaz eus ren ar roue Dariuz.

16 Ha mibien Israel, an aberzhourien, al Levited ha mibien all an harlu, a reas gant levenez an dedi eus an ti Doue-mañ.

17 Kinnig a rejont, evit an dedi eus an ti Doue-mañ, kant kole, daou c'hant tourz, pevar c'hant oan, hag evel aberzh-dic'haouiñ evit holl Israel, daouzek bouc'h, hervez niver meuriadoù Israel.

18 Hag e lakajont an aberzhourien en o renkoù, hag al Levited en o rannoù, evit servij Doue e Jeruzalem, hervez ar pezh a zo skrivet e levr Moizez.

19 Ha mibien an harlu a reas ar Pask d'ar pevarzekvet deiz eus ar miz kentañ.

20 An aberzhourien hag al Levited o doa en em c'hlanaet a-unvan, ha pep hini anezho a oa glan. Hag e lazhjont ar Pask evit holl mibien an harlu, evit o breudeur an aberzhourien, hag evito o-unan.

21 Mibien Israel a zebras anezhañ, ar re a oa deuet en-dro eus an harlu, ha ganto an holl re o doa en em bellaet diouzh hudurniezh pobloù ar vro, evit klask an AOTROU, Doue Israel.

22 Hag e lidjont gant levenez gouel ar bara hep goell e-pad seizh devezh, rak an AOTROU en doa o laouenaet, o vezañ distroet war-zu enno kalon roue Asiria, evit nerzhekaat o daouarn e labour ti Doue, Doue Israel.

Lean sinn:



Sanasan