Ezdra 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 5 1 Hag Hagai ar profed ha Zakaria mab Iddo ar profed a brofedas d'ar Yuzevien a oa e Judea hag e Jeruzalem, en anv Doue Israel, a gomze outo. 2 Neuze Zorobabel mab Salatiel ha Jezua mab Jozadak a savas, hag en em adlakajont da sevel ti Doue a zo e Jeruzalem; ha ganto e oa profeded Doue, ouzh o skoazell. 3 En amzer-se, Tatnai gouarnour an tu-mañ d'ar stêr, Shetar-Boznai, hag o c'henseurted, a zeuas d'o c'havout hag a gomzas evel-henn outo: Piv en deus roet deoc'h urzh da sevel an ti-mañ ha d'ober ar mogerioù-se? 4 Hag e lavarjont dezho: Pere eo anvioù an dud a sav an ti-mañ? 5 Met lagad Doue a oa war henaourien ar Yuzevien, ha ne voe ket graet dezho paouez, betek ma voe kaset an afer dirak Dariuz, ha ma voe skrivet dezho war gement-se. 6 Setu amañ eilskrid al lizher a gasas Tatnai gouarnour an tu-mañ d'ar stêr, Shetar-Boznai, hag e genseurted Afarsatkiz eus an tu-mañ d'ar stêr, d'ar roue Dariuz. 7 Kas a rejont dezhañ ul lizher, ma oa skrivet ennañ: D'ar roue Dariuz, peoc'h a-grenn ganit! 8 Ra ouezo ar roue ez omp aet e proviñs Juda, da di an Doue bras a adsavint e mein-ben, ha koad a lakaint war ar mogerioù. An ti a zo savet buan, ha mont a ra prim al labour etre o daouarn. 9 Neuze hon eus graet goulennoù digant an henaourien a oa eno, lavaret hon eus dezho: Piv en deus roet deoc'h urzh da sevel an ti-mañ ha d'ober ar mogerioù-se? 10 Hag ivez goulennet hon eus diganto o anvioù, evit o reiñ da c'houzout dit, hag evit skrivañ anv ar re a zo en o fenn. 11 Ha respontet o deus deomp evel-henn: Ni a zo servijerien Doue an neñvoù hag an douar, hag ec'h adsavomp an ti a oa bet savet gwechall pell 'zo; ur roue bras eus Israel en doa e savet hag echuet. 12 Met goude m'en doe hon tadoù hegaset Doue an neñvoù, e lakaas anezho etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, ar C'haldead, a zistrujas an ti-mañ hag a harluas ar bobl da Vabilon. 13 Koulskoude, e bloaz kentañ Kiruz roue Babilon, ar roue Kiruz a c'hourc'hemennas adsevel an ti-mañ da Zoue. 14 Ha zoken, ar roue Kiruz a dennas eus templ Babilon listri aour hag arc'hant ti Doue, en doa Nebukadnezar kaset kuit eus templ Jeruzalem hag en doa lakaet e templ Babilon. Roet e voent da unan anvet Sheshbazar, a zo bet lakaet da c'houarnour, 15 hag e lavaras dezhañ: Kemer al listri-mañ ha kae d'o c'has da dempl Jeruzalem, ha ra vo adsavet ti Doue en e lec'h. 16 Neuze ar Sheshbazar-mañ a zeuas hag a ziazezas ti Doue a zo e Jeruzalem. Adalek an amzer-se betek bremañ ec'h adsavomp anezhañ, ha n'eo ket echu c'hoazh. 17 Bremañ eta, mard eo mat evit ar roue, ra vo klasket e ti teñzorioù ar roue a zo e Babilon, hag-eñ eo gwir ez eus bet roet urzh gant Kiruz da adsevel ti Doue e Jeruzalem. Ha ra gaso ar roue deomp e volontez diwar gement-se. |