Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezdra 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 4

1 Enebourien Juda ha Benjamin a glevas ec'h adsave mibien an harlu templ an AOTROU, Doue Israel.

2 Dont a rejont da gavout Zorobabel ha pennoù tadoù hag e lavarjont dezho: Ni a savo ivez ganeoc'h, rak e c'halvomp ho Toue eveldoc'h, ha dezhañ eo ec'h aberzhomp abaoe amzer Esar-Haddon roue Asiria, en deus hol lakaet da bignat amañ.

3 Met Zorobabel, Jezua hag ar pennoù tadoù all eus Israel a lavaras dezho: N'eo ket dereat e savfemp, c'hwi ha ni, un ti d'hon Doue. Met ni hon-unan en savo d'an AOTROU Doue Israel, evel m'en deus gourc'hemennet deomp Kiruz roue Persia.

4 Neuze tud ar vro a reas da zaouarn pobl Juda gwanaat, o spontañ anezho pa vañsonent.

5 Hag e paejont a-enep dezho kuzulierien evit lakaat o divizoù da c'hwitañ e-pad holl amzer Kiruz roue Persia, betek ren Dariuz roue Persia.

6 E-pad ren Asueruz, e deroù e ren, e skrivjont un tamall a-enep tud Juda ha Jeruzalem.

7 En amzer Artakserksez, e skrivas Bishlam, Mitredad, Tabeel hag e genseurted all da Artakserksez roue Persia. Al lizher a oa skrivet en Aramaeg, troet en Aramaeg.

8 Rehum ar pennrener ha Shimshai ar sekretour a skrivas ul lizher diwar-benn Jeruzalem d'ar roue Artakserksez evel-henn:

9 Rehum ar pennrener, Shimshai ar sekretour, hag o c'henseurted all, Diniz, Afarsatkiz, Tarpeliz, Arfaziz, Arkeviz, Babilonianed, Suzankiz, Dehaviz, Elamiz,

10 hag ar pobloù all bet kaset ha lakaet da chom e kêrioù Samaria hag en tiriadoù en tu-mañ d'ar stêr, gant Osnapar bras ha brudet-kaer, hag all...

11 Setu amañ eilskrid al lizher a gasjont: D'ar roue Artakserksez! Da servijerien, an dud eus an tu-mañ d'ar stêr, hag all...

12 Ra ouezo ar roue ez eo deuet e Jeruzalem ar Yuzevien a zo pignet eus da gichen d'hor c'havout, hag e savont ar gêr disent ha fall-se, hag ec'h adsavont ar mogerioù, hag o deus lakaet an diazezoù.

13 Ra ouezo ar roue bremañ, ma vez ar gêr-se adsavet hag he mogerioù adlakaet, ne baeint na truajoù na tailhoù na gwirioù tremen, hag e vo ur c'holl evit teñzor ar rouaned.

14 Dre ma tebromp holen ar palez, ha dre ma n'eo ket dereat e vefemp testoù eus ar c'holl-se graet d'ar roue, neuze e kasomp d'ar roue evit reiñ dezhañ ar c'heloù-se.

15 Ra vo klasket e levr eñvorioù da dadoù, hag e kavi e levr an eñvorioù, hag e ouezi ez eo ar gêr-se ur gêr disent ha fall ouzh ar rouaned hag ouzh ar proviñsoù, hag a bep amzer eo bet graet enni dispac'hoù; setu perak eo bet ar gêr-se distrujet.

16 Reiñ a reomp da c'houzout d'ar roue, ma vez ar gêr-se adsavet hag he mogerioù adlakaet, neuze ne berc'henni netra ken en tu-mañ d'ar stêr.

17 Ar roue a gasas ar respont-mañ da Rehum ar pennrener, da Shimshai ar sekretour, ha d'o c'henseurted all a zo o chom e Samaria hag en tu-mañ d'ar stêr: Peoc'h ganeoc'h, hag all...

18 Al lizher hoc'h eus kaset deomp a zo bet lennet gant evezh dirazomp.

19 Roet em eus urzh, ha klasket ha kavet eo bet ez eo en em savet ar gêr-se a bep amzer a-enep ar rouaned, hag eo bet graet enni dispac'hoù hag iriennoù.

20 Hag ez eus bet ivez rouaned galloudus e Jeruzalem, hag o deus renet war an tiriadoù en tu all d'ar stêr, hag e veze paeet dezho truajoù, tailhoù ha gwirioù tremen.

21 Bremañ eta roit urzh d'an dud-se da baouez, evit na vo ket ar gêr-se adsavet, ken na vo roet urzh da-se eus va ferzh.

22 Diwallit da dremen hep ober kement-se. Perak e kreskfe ar c'holl diwar-goust ar rouaned?

23 Adalek ma voe lennet eilskrid lizher Artakserksez dirak Rehum, Shimshai ar sekretour, hag o c'henseurted, ez ejont gant hast da Jeruzalem da gavout ar Yuzevien, hag e rejont dezho paouez dre heg ha dre nerzh.

24 Neuze labour ti Doue e Jeruzalem a baouezas, hag e voe harzet betek eilvet bloaz ren Dariuz roue Persia.

Lean sinn:



Sanasan