Ezdra 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 3 1 Ar seizhvet miz o tostaat, ha mibien Israel o vezañ en o c'hêrioù, ar bobl en em zastumas e Jeruzalem evel un den hepken. 2 Neuze Jezua mab Jozadak a savas gant e vreudeur, an aberzhourien, ha Zorobabel mab Salatiel gant e vreudeur, hag e savjont un aoter da Zoue Israel, evit kinnig al loskaberzhoù, evel ma'z eo skrivet e lezenn Moizez, den Doue. 3 Hag ec'h adsavjont an aoter war he sichenn, hag aon o doa rak pobloù ar vroioù. Kinnig a rejont warni loskaberzhoù d'an AOTROU, loskaberzhoù ar mintin hag an abardaez. 4 Hag e lidjont gouel al logelloù, evel ma'z eo skrivet, hag e kinnigjont loskaberzhoù bemdez, kement ha ma oa ret, evel ma c'hourc'hemenne ar c'hustum evit pep devezh. 5 Ha goude-se e kinnigjont al loskaberzh peurbadus, re al loarioù nevez hag holl c'houelioù an AOTROU a oa santelaet, ha re eus pep hini a rae ur prof a youl vat d'an AOTROU. 6 Adalek deiz kentañ ar seizhvet miz, e krogjont da ginnig loskaberzhoù d'an AOTROU, petra bennak ma ne oa ket templ an AOTROU diazezet c'hoazh. 7 Hag e rojont arc'hant d'ar venerien ha d'ar gilvizien, ha boued, evajoù hag eoul d'ar Sidoniz ha d'an Diriz, evit degas koad sedrez eus al Liban da vor Jafo, hervez an aotre roet gant Kiruz roue Persia. 8 D'an eilvet bloaz adalek o donedigezh e ti Doue e Jeruzalem, d'an eil miz, Zorobabel mab Salatiel, Jezua mab Jozadak, gant an nemorant eus o breudeur, an aberzhourien, al Levited, hag an holl re a oa deuet diouzh an harlu da Jeruzalem a stagas gant al labour. Hag e lakajont Levited, adalek an oad a ugent vloaz ha dreistoc'h, evit eveshaat ouzh labour ti an AOTROU. 9 Hag en em zalc'he eno Jezua gant e vibien hag e vreudeur, Kadmiel gant e vibien, mibien Juda, a-gevret, evit eveshaat ouzh ar re a laboure da di Doue, hag ivez mibien Henadad gant o mibien hag o breudeur, al Levited. 10 Pa daolas ar vañsonerien diazez an templ an AOTROU, e voe kerc'het an aberzhourien gant o gwiskamant hag o zrompilhoù, hag al Levited, mibien Azaf, gant o simbalennoù, evit meuliñ an AOTROU, hervez urzhiadur David roue Israel. 11 Hag e raent ur c'han-ha-diskan, o veuliñ hag o trugarekaat an AOTROU evel-henn: Rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken evit Israel! Hag an holl bobl a laoske kriadennoù bras a levenez, o veuliñ an AOTROU dre ma veze diazezet ti an AOTROU. 12 Ha kalz eus an aberzhourien, eus al Levited hag eus ar pennoù tadoù a oa oadet, hag o doa gwelet an ti kentañ, pa voe diazezet an ti-mañ dirak o daoulagad, a ouele kreñv. Ha kalz a re all a save o mouezh gant kriadennoù a levenez. 13 Ha ne oa ket posupl disheñvelout trouz kriadennoù a levenez diouzh trouz garmoù ar bobl, rak ar bobl a laoske kriadennoù bras, hag an trouz a veze klevet a-bell. |