Ezdra 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 2 1 Setu amañ mibien ar broviñs a bignas eus an harlu, a-douez ar re en doa Nebukadnezar roue Babilon harluet da Vabilon, hag a zistroas da Jeruzalem ha da Juda, pep hini d'e gêr. 2 Dont a rejont gant Zorobabel, Jezua, Nehemia, Seraja, Reelaja, Mardoke, Bilshan, Mispar, Bigvai, Rehum, Baana. Niver an dud eus pobl Israel a voe: 3 mibien Parosh, daou vil kant daouzek ha tri-ugent; 4 mibien Shefatia, tri c'hant daouzek ha tri-ugent; 5 mibien Arak, seizh kant pemzek ha tri-ugent; 6 mibien Pakad-Moab, eus mibien Jezua ha Joab, daou vil eizh kant daouzek; 7 mibien Elam, mil daou c'hant pevar hag hanter-kant; 8 mibien Zatu, nav c'hant pemp ha daou-ugent; 9 mibien Zakai, seizh kant tri-ugent; 10 mibien Bani, c'hwec'h kant daou ha daou-ugent; 11 mibien Bebai, c'hwec'h kant tri warn-ugent; 12 mibien Azgad, mil daou c'hant daou warn-ugent; 13 mibien Adonikam, c'hwec'h kant c'hwec'h ha tri-ugent; 14 mibien Bigvai, daou vil c'hwec'h hag hanter-kant; 15 mibien Adin, pevar c'hant pevar hag hanter-kant; 16 mibien Ater, eus tiegezh Ezekiaz, triwec'h ha pevar-ugent; 17 mibien Bezai, tri c'hant tri warn-ugent; 18 mibien Jora, kant daouzek; 19 mibien Hashum, daou c'hant tri warn-ugent; 20 mibien Gibar, pemzek ha pevar-ugent; 21 mibien Betlehem, kant tri warn-ugent; 22 tud Netofa, c'hwec'h hag hanter-kant; 23 tud Anatod, kant eizh warn-ugent; 24 mibien Azmaved, daou ha daou-ugent; 25 mibien Kirjad-Arim, Kefira ha Beerod, seizh kant tri ha daou-ugent; 26 mibien Rama ha Geba, c'hwec'h kant unan warn-ugent; 27 tud Mikmaz, kant daou warn-ugent; 28 tud Betel hag Ai, daou c'hant tri warn-ugent; 29 mibien Nebo, daou hag hanter-kant; 30 mibien Magbish, kant c'hwec'h hag hanter-kant; 31 mibien un Elam all, mil daou c'hant pevar hag hanter-kant; 32 mibien Harim, tri c'hant ugent; 33 mibien Lod, Hadid hag Ono, seizh kant pemp warn-ugent; 34 mibien Jeriko, tri c'hant pemp ha daou-ugent; 35 mibien Senaa, tri mil c'hwec'h kant tregont; 36 aberzhourien, mibien Jedaja, eus ti Jezua, nav c'hant trizek ha tri-ugent; 37 mibien Immer, mil daou hag hanter-kant; 38 mibien Pashur, mil daou c'hant seizh ha daou-ugent; 39 mibien Harim, mil seitek; 40 Levited, mibien Jezua ha Kadmiel, a-douez mibien Hodavia, pevarzek ha tri-ugent; 41 kanerien, mibien Azaf, kant eizh warn-ugent; 42 mibien ar borzhierien, mibien Shallum, mibien Ater, mibien Talmon, mibien Akkub, mibien Hatita, mibien Shobai, kant nav ha tregont; 43 Netiniz, mibien Zika, mibien Hazufa, mibien Tabbaod, 44 mibien Keroz, mibien Siaha, mibien Padon, 45 mibien Lebana, mibien Hagaba, mibien Akkub, 46 mibien Hagab, mibien Shamlai, mibien Hanan, 47 mibien Giddel, mibien Gakar, mibien Reaja, 48 mibien Rezin, mibien Nekoda, mibien Gazzam, 49 mibien Uzza, mibien Paseak, mibien Besai, 50 mibien Asna, mibien Mehunim, mibien Nefuzim, 51 mibien Bakbuk, mibien Hakufa, mibien Harhur, 52 mibien Batlud, mibien Mehida, mibien Harsha, 53 mibien Barkoz, mibien Sisera, mibien Tamak, 54 mibien Neziak, mibien Hatifa, 55 mibien servijerien Salomon, mibien Sotai, mibien Sofered, mibien Peruda, 56 mibien Jaala, mibien Darkon, mibien Giddel, 57 mibien Shefatia, mibien Hattil, mibien Pokered-Hazebaim, mibien Ami. 58 An holl Netiniz ha mibien servijerien Salomon a voe tri c'hant daouzek ha pevar-ugent. 59 Setu amañ ar re a bignas eus Tel-Melak, eus Tel-Harsha, eus Kerub-Adan hag eus Immer, ha na c'helljont ket diskouez ti o zadoù, nag o gouenn, na ma oant eus Israel: 60 mibien Delaja, mibien Tobija, mibien Nekoda, c'hwec'h kant daou hag hanter-kant; 61 mibien an aberzhourien, mibien Habaja, mibien Koz, mibien Barzilhai, en doa kemeret da wreg unan eus merc'hed Barzilhai ar Galaadad hag a voe anvet diwar o anv. 62 Ar re-se a glaskas o marilhadurioù-lignez, met ne voent ket kavet, ha neuze e voent taolet kuit eus ar velegiezh evel dic'hlan. 63 Ar gouarnour a lavaras dezho na zebrfent ket traoù santel-meurbet ken n'en em zalc'hfe an aberzhour dirak an Urim hag an Thummim. 64 An holl vodadeg a oa daou vil ha daou-ugent tri c'hant tri-ugent, 65 hep kontañ o mevelien hag o mitizhien a oa seizh mil tri c'hant seizh ha tregont. Hag e oa daou c'hant kaner ha kanerez. 66 Bez' e oa seizh kant c'hwec'h marc'h ha tregont, daou c'hant pemp mul ha daou-ugent, 67 pevar c'hant pemp kañval ha tregont, c'hwec'h mil seizh kant ugent azen. 68 Pennoù tadoù, pa zeujont da di an AOTROU e Jeruzalem, a ginnigas profoù evit ti Doue, evit ma vefe adsavet en e lec'h. 69 Reiñ a rejont da deñzor al labourioù, hervez o galloud, mil drakm aour ha tri-ugent, pemp mil minenn arc'hant, ha kant toneg aberzhourien. 70 An aberzhourien, al Levited, tud ar bobl, ar ganerien, ar borzhierien, an Netiniz, a chomas en o c'hêrioù. Holl re Israel a voe o chom en o c'hêrioù. |