Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ezdra 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 10

1 Evel ma pede Ezdra ha ma rae an anzav-se o ouelañ, stouet dirak ti Doue, un engroez bras, gwazed, maouezed ha bugale, en em zastumas davetañ, hag ar bobl a ouelas a-boullad.

2 Neuze Shekania mab Jehiel, eus mibien Elam, a gomzas o lavarout da Ezdra: Pec'het hon eus a-enep hon Doue o kemer gwragez estren a-douez pobloù ar vro-mañ. Met bremañ ez eus c'hoazh un esperañs evit Israel diwar-benn kement-se.

3 Ha bremañ greomp un emglev gant hon Doue, da gas kuit an holl wragez-se hag ar re a zo ganet diouto, hervez kuzul an Aotrou hag ar re a gren da gomzoù hon Doue. Ra vo graet hervez al lezenn.

4 Sav, rak an afer-mañ a sell ouzhit. Ni a vo ganit. Bez kreñv ha gra!

5 Neuze e savas Ezdra, hag e reas touiñ pennoù an aberzhourien, al Levited hag Israel a-bezh d'ober hervez ar c'homz-se. Hag e toujont.

6 Hag e savas Ezdra a-zirak ti Doue, hag ez eas da gambr Jokanan mab Eliashib, hag ez eas enni. Ha ne zebras ket bara, ne evas ket dour, rak e oa e kañv en abeg da bec'hed re an harlu.

7 Neuze e voe embannet e Juda hag e Jeruzalem, ma vefe ret da holl vibien an harlu en em zastum e Jeruzalem.

8 Piv bennak na zeufe ket dindan tri deiz, hervez ali ar pennoù hag an henaourien, e vefe lakaet da verz e holl vadoù, hag eñ e-unan lamet diouzh bodadeg re an harlu.

9 Neuze holl dud Juda ha Benjamin en em zastumas e Jeruzalem dindan tri deiz. Kement-mañ a voe d'an navet miz, d'an ugentvet deiz eus ar miz. An holl bobl en em zalc'has war leurenn ti Doue, o krenañ gant an afer-se ha gant ar glav.

10 Hag Ezdra an aberzhour a savas hag a lavaras dezho: Pec'het hoc'h eus o kemer gwragez estren, ha kresket hoc'h eus kablusted Israel.

11 Ha bremañ anzavit ho pec'hed d'an AOTROU, Doue ho tadoù, ha grit e youl. En em zispartiit diouzh pobloù ar vro ha diouzh ar gwragez estren.

12 Hag an holl vodadenn a respontas o lavarout a vouezh uhel: Ya, ret eo deomp ober evel ma lavarez.

13 Met ar bobl a zo niverus, hag amzer c'hlav eo, ha ne c'heller ket en em zerc'hel er-maez. N'eo ket afer un devezh na daou, rak kalz ez omp, ni ar re o deus pec'het en afer-se.

14 Ra en em zalc'ho nemet hor pennoù evit an holl vodadenn, hag an holl re, en hor c'hêrioù, o deus kemeret gwragez estren, a zeuio d'an deiziadoù divizet, gant henaourien ha barnerien pep kêr, ken na vo distroet diouzhimp kounnar entanet hon Doue diwar-benn an afer-se.

15 Jonatan mab Asael ha Jakzia mab Tikva nemetken a enebas ouzh kement-se. Meshullam ha Shabtai al Levit a harpas anezho.

16 Met mibien an harlu a reas evel-henn: Dibabet e voe Ezdra an aberzhour ha pennoù tadoù hervez tiez o zadoù, holl dre o anvioù. Azezañ a rejont en deiz kentañ eus an dekvet miz evit ober war-dro an afer.

17 D'an deiz kentañ eus ar miz kentañ o doe echu gant an holl re o doa kemeret gwragez estren.

18 E-touez mibien an aberzhourien, e voe kavet hiniennoù hag o doa kemeret gwragez estren: a-douez mibien Jezua mab Jozadak hag a-douez e vreudeur, Maaseja, Eliezer, Jarib, Gedalia,

19 ar re-mañ a reas gouestl da gas kuit o gwragez ha da ginnig un tourz evel aberzh a gablusted;

20 a-douez mibien Immer, Hanani ha Zebadia;

21 a-douez mibien Harim, Maaseja, Elia, Shemaja, Jehiel, Ozia;

22 a-douez mibien Pashur, Eljoenai, Maaseja, Ismael, Netaneel, Jozabad, Eleaza;

23 a-douez al Levited, Jozabad, Shimei, Kelaja pe Kelita, Petakja, Juda, Eliezer;

24 a-douez ar ganerien, Eliashib; a-douez ar borzhierien, Shallum, Telem, Uri.

25 Hag e-touez re Israel: a-douez mibien Parosh, Ramia, Jizija, Malkija, Mijamin, Eleazar, Malkija, Benaja;

26 a-douez mibien Elam, Matania, Zakaria, Jehiel, Abdi, Jeremod, Elia;

27 a-douez mibien Zatu, Eljoenai, Eliashib, Matania, Jeremod, Zabad, Aziza;

28 a-douez mibien Bebai, Jokanan, Hanania, Zabbai, Atlai;

29 a-douez mibien Bani, Meshullam, Maluk, Adaja, Jashub, Sheal, Ramod;

30 a-douez mibien Pakad-Moab, Adna, Kelal, Benaja, Maaseja, Matania, Bezaleel, Binnui, Manase;

31 a-douez mibien Harim, Eliezer, Jishija, Malkija, Shemaja, Simeon,

32 Benjamin, Maluk, Shemaria;

33 a-douez mibien Hashum, Matnai, Matata, Zabad, Elifeled, Jeremai, Manase, Shimei;

34 a-douez mibien Bani, Maadai, Amram, Uel,

35 Benaja, Bedia, Keluhu,

36 Vania, Meremod, Eliashib,

37 Matania, Matnai, Jaasai,

38 Bani, Binnui, Shimei,

39 Shelemia, Natan, Adaja,

40 Maknadbai, Shashai, Sharai,

41 Azareel, Shelemia, Shemaria,

42 Shallum, Amaria, Jozef;

43 a-douez mibien Nebo, Jeiel, Matitia, Zabad, Zebina, Jadai, Joel, Benaja.

44 An holl re-se o doa kemeret gwragez estren, ha meur a hini o doa bet bugale eus ar gwragez-se.

Lean sinn:



Sanasan