Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ester 9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 9

1 D'an trizekvet deiz eus an daouzekvet miz, a zo miz Adar, pa'c'h erruas an deiz evit seveniñ urzh ar roue hag e gemenn, an deiz ma c'hortoze enebourien ar Yuzevien bezañ mestroù warno, ar c'hontrol a voe, ar Yuzevien a voe mestroù war ar re a gasae anezho.

2 Ar Yuzevien en em zastumas en o c'hêrioù, dre holl broviñsoù ar roue Asueruz, evit lakaat o dorn war ar re a glaske o c'holl. Ha den ne c'helle derc'hel dirazo, rak an aon razo a oa kouezhet war an holl bobloù.

3 Hag holl briñsed ar proviñsoù, an ofiserien, ar c'houarnourien hag holl velestrourien ar roue a skoazellas ar Yuzevien, rak spont Mardoke a oa kouezhet warno.

4 Rak Mardoke a oa bras e ti ar roue, hag ar brud mat anezhañ en em strewe dre an holl broviñsoù, rak ez ae an den Mardoke war vrasaat.

5 Ar Yuzevien a skoas war o holl enebourien a daolioù kleze, hag e voe ul lazhadeg hag un distruj. Ober a rejont evel ma plije dezho d'ar re o c'hasae.

6 E Suza ar gêrbenn, ar Yuzevien a lazhas hag a lakaas da varv pemp kant den,

7 ha Parshandata, Dalfon, Aspata,

8 Porata, Adalia, Aridata,

9 Parmashta, Arizai, Aridai, Vajezata

10 hag e lazhjont dek mab Haman mab Hammedata, enebour ar Yuzevien. Met ne lakajont ket o daouarn d'ar breizhadeg.

11 En deiz-se e voe lavaret d'ar roue niver ar re a oa bet lazhet e Suza ar gêrbenn.

12 Hag ar roue a lavaras d'ar rouanez Ester: E Suza ar gêrbenn, ar Yuzevien o deus lazhet hag lakaet da varv pemp kant den ha dek mab Haman. Petra o devo graet en nemorant eus proviñsoù ar roue? Petra a c'houlennez? Roet e vo dit. Petra eo da c'hoant c'hoazh? Graet e vo dit.

13 Ester a lavaras: Mar kav mat ar roue, ra vo aotreet warc'hoazh adarre d'ar Yuzevien a zo e Suza ober hervez an urzh a hiziv, ha ra vo lakaet a-ispilh ouzh ar post dek mab Haman.

14 Hag ar roue a urzhias ober evel-se. An urzh a voe embannet e Suza, ha dek mab Haman a voe lakaet a-ispilh.

15 Ar Yuzevien a oa e Suza en em zastumas c'hoazh d'ar pevarzekvet deiz eus miz Adar, hag e lazhjont e Suza tri c'hant den. Met ne lakajont ket o daouarn d'ar breizhadeg.

16 An nemorant eus ar Yuzevien, a oa e proviñsoù ar roue, en em zastumas hag en em zalc'has evit difenn o buhez, hag o doe diskuizh eus o enebourien, hag e lazhjont pemzek mil den ha tri-ugent eus ar re a gasae anezho. Met ne lakajont ket o daouarn d'ar breizhadeg.

17 Kement-se a c'hoarvezas d'an trizekvet deiz a viz Adar. D'ar pevarzekvet deiz e tiskuizhjont, hag e rejont anezhañ un devezh fest ha levenez.

18 Ar Yuzevien a oa e Suza en em zastumas d'an trizekvet deiz ha d'ar pevarzekvet deiz, hag e tiskuizhjont d'ar pemzekvet, hag e rejont anezhañ un devezh fest ha levenez.

19 Setu perak ar Yuzevien diwar ar maez, a zo o chom e kêrioù n'int ket serret gant mogerioù, a ra gant ar pevarzekvet deiz a viz Adar un devezh levenez ha fest, un deiz gouel, ma kaser profoù an eil d'egile.

20 Mardoke a skrivas an traoù-mañ, hag a gasas lizheroù d'an holl Yuzevien a oa en holl broviñsoù ar roue Asueruz, ar re dost hag ar re bell,

21 evit gourc'hemenn dezho, bep bloaz, lidañ ar pevarzekvet deiz hag ar pemzekvet deiz a viz Adar,

22 evel deizioù m'o doa diskuizhet ar Yuzevien eus o enebourien, hag evel ar miz ma voe kemmet o enkrez e levenez hag o c'hañv e devezh gouel, hag ober anezho devezhioù fest ha levenez, ma kaser profoù an eil d'egile ha ma reer donezonoù d'ar beorien.

23 Ar Yuzevien a gendalc'has gant ar pezh e oant en em lakaet d'ober, ha gant ar pezh en doa skrivet Mardoke dezho,

24 rak Haman mab Hammedata an Agagad, enebour ar Yuzevien, en doa iriennet a-enep ar Yuzevien evit o distrujañ, hag en doa taolet ar Pour, da lavarout eo ar sord, evit o c'has da get hag o distrujañ;

25 met pa voe deuet Ester dirak ar roue, hemañ a c'hourc'hemennas dre lizheroù ma kouezhfe war benn Haman an irienn fall en doa ijinet a-enep ar Yuzevien, ha ma vefe krouget, eñ hag e vibien, ouzh ar post.

26 Setu perak ez eo anvet an deizioù-se Pourim, eus ar ger Pour. Hag hervez komzoù al lizher-se, hervez ar pezh o doa gwelet ha ar pezh a oa c'hoarvezet ganto,

27 ar Yuzevien a ziazezas hag a degemeras evito, hag evit o diskennidi, hag evit an holl re en em unanfe dezho, e oa ret lidañ bep bloaz an daou zeiz-se, hervez ar reolenn skrivet hag hervez ar c'houlz merket.

28 An deizioù-se a zlee bezañ eñvoret ha lidet a oad da oad, e pep tiegezh, e pep proviñs, e pep kêr, hag an deizioù Pourim-mañ ne zleent ket mont da netra e-touez ar Yuzevien, na eñvoradur anezho mont da get e-touez o diskennidi.

29 Ar rouanez Ester merc'h Abikail hag ar Yuzev Mardoke a skrivas gant o holl nerzh, evit startaat un eil gwech al lizher-se diwar-benn ar Pourim.

30 Kaset e voe lizheroù d'an holl Yuzevien er c'hant seizh proviñs warn-ugent eus rouantelezh Asueruz, gant komzoù a beoc'h hag a fealded,

31 evit diazezañ an deizioù Pourim-mañ en o c'houlz, evel m'o doa o diazezet ar Yuzev Mardoke hag ar rouanez Ester evito o-unan hag evel m'o doa o diazezet evit o diskennidi, da geñver o yunoù hag o hirvoudoù.

32 Evel-se urzh Ester a ziazezas an traoù e-keñver ar Pourim, hag ez eo bet skrivet el levr.

Lean sinn:



Sanasan