Ester 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 8 1 En deiz-se, ar roue Asueruz a roas d'ar rouanez Ester ti Haman, gwasker ar Yuzevien. Ha Mardoke a zeuas dirak ar roue, rak Ester he doa disklêriet piv e oa dezhi. 2 Ar roue a gemeras e walenn en doa graet lemel digant Haman, hag en roas da Vardoke. Hag Ester a lakaas Mardoke war di Haman. 3 Hag e kendalc'has Ester da gomz dirak ar roue, hag en em daolas d'e dreid o ouelañ, hag e pedas anezhañ da virout ouzh drougiezh Haman an Agagad d'oberiañ er pezh en doa iriennet a-enep ar Yuzevien. 4 Ar roue a astennas da Ester ar vazh-roue aour. Ester a savas hag en em zalc'has en he sav dirak ar roue, 5 hag e lavaras: Mar kav mat ar roue ha mar em eus kavet gras dirazañ, mar seblant dereat an dra d'ar roue ha mard on plijus dezhañ, ra vo skrivet evit terriñ al lizheroù a sell ouzh irienn Haman mab Hammedata an Agagad, hag en doa skrivet evit distrujañ ar Yuzevien a zo en holl broviñsoù ar roue. 6 Rak penaos e c'hellfen gwelout an droug a dizhfe va fobl, penaos e c'hellfen gwelout distruj va gouenn? 7 Neuze ar roue Asueruz a lavaras d'ar rouanez Ester ha d'ar Yuzev Mardoke: Setu, roet em eus ti Haman da Ester, ha krouget eo bet d'ar post-kroug dre m'en doa astennet e zorn a-enep ar Yuzevien. 8 C'hwi eta, skrivit en anv ar roue e-keñver ar Yuzevien evel ma kavot mat, ha siellit gant gwalenn ar roue. Rak ur skrid, pa vez skrivet en anv ar roue ha siellet gant gwalenn ar roue, ne c'hell ket bezañ torret. 9 Kerkent, d'an trede deiz warn-ugent eus an trede miz, a zo miz Sivan, skriverien ar roue a voe galvet. Hag e voe skrivet d'ar Yuzevien kement a c'hourc'hemennas Mardoke, da ofiserien, da c'houarnourien ha da briñsed ar proviñsoù a oa adalek India betek Etiopia, kant seizh proviñs warn-ugent, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh, ha d'ar Yuzevien hervez o doare da skrivañ hag hervez o yezh. 10 Skrivet e voe eta en anv ar roue Asueruz, hag e voe siellet al lizheroù gant gwalenn ar roue. Goude e voent kaset dre rederien war gezeg pe war vuled ganet eus kezekenned. 11 Al lizheroù a aotree ar Yuzevien a oa e pep kêr d'en em zastum hag d'en em zerc'hel evit difenn o buhez, da zistrujañ, lazhañ ha kas da get pep galloud a bobl hag a broviñs o gwaskfe hag a breizhfe o madoù, kenkoulz ar vugale hag ar vaouezed, 12 ha kement-se en un hevelep deiz, en holl broviñsoù ar roue Asueruz, en trizekvet deiz eus an daouzekvet miz, a zo miz Adar. 13 Al lizheroù skrivet evel-se a zouge ma vije embannet an urzh-se e pep proviñs, ha ma vije meneget d'an holl bobloù, evit ma vije prest ar Yuzevien, en deiz-se, d'en em veñjiñ eus o enebourien. 14 Ar rederien pignet war gezeg ha war vuled a hastas buan-tre war c'hourc'hemenn ar roue, hag an urzh a voe ivez embannet e Suza ar gêrbenn. 15 Mardoke a zeuas a-zirak ar roue, gant dilhad roueel limestra ha gwenn, ur gurunenn vras a aour, hag ur vantell a lin fin ha tane. Kêr Suza a laoske youc'hadennoù hag a laouenae. 16 Bez' e voe evit ar Yuzevien eurvad, eürusted, laouenidigezh hag enor. 17 E pep proviñs hag e pep kêr, el lec'hioù ma oa erruet urzh ar roue hag e gemenn, e voe e-touez ar Yuzevien laouenidigezh hag eürusted, festoù ha deizioù gouel. Ha kalz dud a-douez pobloù ar vro en em reas Yuzevien, rak spont ar Yuzevien a oa kouezhet warno. |