Ester 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 7 1 Ar roue hag Haman a zeuas d'ar fest da di ar rouanez Ester. 2 Hag en eil deiz-se, ar roue a lavaras c'hoazh da Ester, e-pad ma veze evet ar gwin: Petra a c'houlennez rouanez Ester? Roet e vo dit. Petra eo da c'hoant? Ha pa vefe an hanter eus ar rouantelezh, roet e vo dit. 3 Ar rouanez Ester a respontas o lavarout: Mar em eus kavet gras dirazout, o roue, ha mar kav mat ar roue, ra vo roet din va buhez hervez va goulenn, ha va fobl hervez va c'hoant! 4 Rak gwerzhet omp bet, me ha va fobl, da vezañ distrujet, lazhet, kaset da get. Ma vijemp gwerzhet evit bezañ sklaved ha mitizhien, am bije tavet, petra bennak ma ne c'hellje ket ar gwasker dic'haouiñ ar c'holl evit ar roue. 5 Hag ar roue Asueruz a gomzas ouzh ar rouanez Ester o lavarout: Piv eo, ha pelec'h emañ an den en deus kredet en e galon ober kement-se? 6 Hag Ester a lavaras: Ar gwasker hag an enebour eo an den fall-mañ, Haman. Hag Haman a voe spontet dirak ar roue hag ar rouanez. 7 Hag ar roue, en e fulor, a savas eus ar fest hag a yeas e liorzh ar palez. Haman a chomas evit azgoulenn e vuhez digant ar rouanez Ester, rak gwelout a rae en doa divizet ar roue e goll. 8 Pa zistroas ar roue eus liorzh ar palez da di ar fest, Haman a oa kouezhet war ar gwele ma oa Ester warnañ. Ar roue a lavaras: Hag e vefe feuls e-keñver ar rouanez dirazon, en ti-mañ? Adalek ma voe deuet ar gomz-se eus genoù ar roue, e voe goloet e zremm da Haman. 9 Hag Harbona, unan eus ar spazhidi, a lavaras dirak ar roue: Setu, ar post-kroug en deus graet Haman evit Mardoke, an hini en deus komzet evit mad ar roue, a zo savet e ti Haman, uhel a hanter-kant ilinad. Ar roue a lavaras: Ra vo krouget eno. 10 Hag e krougjont Haman ouzh ar post en doa prientet evit Mardoke. Hag e voe sioulaet kounnar ar roue. |