Ester 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 6 1 En noz-se ar roue ne c'hellas ket kousket, hag e c'hourc'hemennas degas levr an eñvorioù: an Danevelloù. Hag e voent lennet dirak ar roue. 2 Hag e voe kavet skrivet en doa disklêriet Mardoke diwar-benn Bigtan ha Teresh, daou eus spazhidi ar roue a-douez gwarded an treuzoù, o doa klasket lakaat o dorn war ar roue Asueruz. 3 Ar roue a lavaras: Peseurt enor ha peseurt bri a zo bet kinniget da Vardoke evit kement-se? Ha tud ar roue a servije anezhañ a respontas: N'eus bet graet netra evitañ. 4 Ar roue a lavaras: Piv a zo el leurenn? Haman a oa deuet e leurenn an diavaez eus ti ar roue, evit lavarout d'ar roue krougañ Mardoke d'ar post-kroug en doa prientet evitañ. 5 Tud ar roue a lavaras dezhañ: Setu Haman a zo el leurenn; hag ar roue a lavaras: Ra zeuio-tre! 6 Haman eta a zeuas, hag ar roue a lavaras dezhañ: Petra a vo graet evit un den a fell d'ar roue enoriñ? Haman a lavaras en e galon: Da biv e fellfe d'ar roue ober muioc'h a enor eget din-me? 7 Hag Haman a lavaras d'ar roue: Diwar-benn an den a fell d'ar roue enoriñ, 8 ra vo degaset dezhañ dilhad roueel en deus gwisket ar roue, hag ur marc'h en deus aet ar roue warnañ, ra vo lakaet ur gurunenn roueel war e benn, 9 ra vo roet an dilhad-se hag ar marc'h-se da unan eus priñsed uhelañ ar roue, ra vo gwisket an den a fell d'ar roue enoriñ, ra vo graet dezhañ mont war varc'h dre straedoù kêr, ra vo huchet dirazañ: Evel-se e vez graet d'an den a fell d'ar roue enoriñ! 10 Neuze ar roue a lavaras da Haman: Hast buan, kemer an dilhad hag ar marc'h evel m'ec'h eus lavaret, ha gra evel-se da Vardoke ar Yuzev, a zo azezet ouzh dor ar roue. Na vank d'ober netra eus ar pezh ac'h eus lavaret. 11 Hag Haman a gemeras an dilhad hag ar marc'h, a wiskas Mardoke hag a lakaas anezhañ da vont war varc'h dre straedoù kêr, en ur huchal dirazañ: Evel-se e vez graet d'an den a fell d'ar roue enoriñ! 12 Goude-se, Mardoke a zistroas da zor ar roue, hag Haman en em dennas buan d'e di, gwall c'hlac'haret, goloet e benn. 13 Hag Haman a gontas da Zeresh e wreg ha da e holl vignoned kement a oa c'hoarvezet. Neuze e re fur ha Zeresh e wreg a lavaras: Mard eo Mardoke, ha te a grogas da gouezhañ dirazañ, eus gouenn ar Yuzevien, ne drec'hi ket warnañ, met kouezhañ a ri dirazañ. 14 Hag evel ma komzent c'hoazh gantañ, spazhidi ar roue a zeuas hag a hastas degas Haman d'ar fest aozet gant Ester. |