Ester 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 5 1 D'an trede deiz Ester a wiskas he dilhad rouanez hag en em zalc'has e leurenn an diabarzh eus ti ar roue, a oa dirak ti ar roue. Ar roue a oa azezet war dron e rouantelezh, en ti roueel, e-tal dor an ti. 2 Pa welas ar rouanez Ester en em zalc'he war al leurenn, houmañ a gavas gras dirazañ. Ar roue a astennas da Ester ar vazh-roue aour a oa en e zorn. Ester a dostaas hag a stokas ouzh penn ar vazh. 3 Ar roue a lavaras dezhi: Petra a zo ganit, rouanez Ester, petra a c'houlennez? Ha pa vefe an hanter eus ar rouantelezh, roet e vo dit. 4 Ester a respontas: Mar kav mat ar roue, ra zeuio ar roue gant Haman hiziv d'ar fest am eus aozet evitañ. 5 Hag ar roue a lavaras: Galvit buan Haman, evit ober ar pezh he deus lavaret Ester. Hag e teuas ar roue gant Haman d'ar fest he doa aozet Ester. 6 Ar roue a lavaras da Ester, e-pad ma veze evet ar gwin: Petra a c'houlennez? Roet e vo dit. Petra eo da c'hoant? Ha pa vefe an hanter eus ar rouantelezh, roet e vo dit. 7 Ester a respontas o lavarout: Setu va goulenn ha va c'hoant: 8 Mar em eus kavet gras dirak ar roue, ha mar kav mat ar roue reiñ din va goulenn hag ober hervez va c'hoant, ra zeuio ar roue gant Haman d'ar fest a aozin evito, ha warc'hoazh e rin hervez ar pezh en deus lavaret ar roue. 9 Haman a yeas, en deiz-se, seder ha laouen e galon. Met pa welas ouzh dor ar roue Mardoke ha ne savas ket ha ne fiñvas ket evitañ, e voe leun a gounnar a-enep Mardoke. 10 Met Haman en em zalc'has hag a yeas d'ar gêr hag a gasas da gerc'hat e vignoned ha Zeresh e wreg. 11 Neuze Haman a gomzas dezho diwar-benn gloar e binvidigezhioù, niver e vibien, kement en doa graet ar roue evit e uhelaat, ha penaos en doa e savet dreist priñsed ha servijerien ar roue. 12 Haman a lavaras ivez: Zoken ar rouanez Ester n'he deus pedet nemedon da zont gant ar roue d'ar fest he deus graet, ha warc'hoazh ez on pedet ganti da vont adarre gant ar roue. 13 Met kement-se holl n'eo ket a-walc'h din, e-keit ha ma welin Mardoke ar Yuzev azezet ouzh dor ar roue. 14 Zeresh e wreg, hag e holl vignoned, a lavaras: Ra vo graet ur post-kroug uhel a hanter-kant ilinad, ha warc'hoazh beure lavar d'ar roue ma vo krouget Mardoke eno, ha kae laouen d'ar fest gant ar roue. An dra-se a blijas da Haman, hag e reas ober ar post-kroug. |