Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ester 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 4

1 Pa anavezas Mardoke ar pezh a c'hoarveze, e rogas e zilhad, e wiskas ur sac'h ha ludu, hag ez eas dre gêr o krial gant kriadennoù kreñv ha c'hwerv.

2 Hag e teuas betek dirak dor ar roue, rak ne c'helle den gwisket gant ur sac'h mont dre zor ar roue.

3 Hag e pep proviñs, el lec'hioù ma oa erruet urzh ar roue hag e gemenn, ar Yuzevien a voe en ur glac'har bras, o yunañ, o ouelañ hag oc'h hirvoudiñ. Kalz a c'hourveze war seier ha ludu.

4 Mitizhien Ester hag he spazhidi a zeuas d'he c'havout hag a lavaras dezhi kement-se. Ar rouanez a voe gwall spouronet, hag e kasas dilhad da wiskañ Mardoke, evit ma lamje e sac'h diwarnañ, met n'o c'hemeras ket.

5 Neuze Ester a c'halvas Hatak, unan eus spazhidi ar roue, a oa bet lakaet evit he servijañ; hag hi a c'hourc'hemennas dezhañ goulenn digant Mardoke petra en devoa ha perak e rae evel-se.

6 Hatak a yeas eta da gavout Mardoke war al leurgêr a oa dirak dor ar roue.

7 Mardoke a zisklêrias dezhañ kement a oa c'hoarvezet ha pegement a arc'hant en doa prometet Haman da baeañ da deñzor ar roue diwar-benn ar Yuzevien, evit o distrujañ.

8 Hag e roas dezhañ un eilskrid eus ar skrid-urzh a oa bet embannet e Suza d'o distrujañ, evit e ziskouez da Ester ha reiñ dezhi da gompren an traoù, hag evit lavarout dezhi mont da di ar roue ha goulenn digantañ gras hag e aspediñ e-keñver ar bobl.

9 Hatak a zeuas da zisklêriañ da Ester komzoù Mardoke.

10 Ester a gomzas ouzh Hatak, hag a c'hourc'hemennas dezhañ lavarout da Vardoke:

11 Holl servijerien ar roue ha pobl proviñsoù ar roue a anavez ez eus ul lezenn penaos piv bennak, den pa maouez, a ya e ti ar roue, e leurenn an diabarzh, hep bezañ bet galvet, a zo lakaet d'ar marv, nemet ec'h astenn dezhañ ar roue e vazh aour, rak a-gement-se e c'hell bevañ. Ha me n'on ket bet galvet da di ar roue abaoe tregont devezh.

12 Kaset e voe komzoù Ester da Vardoke.

13 Mardoke a reas respont da Ester: Na soñj ket enni da-unan, dre ma'z out e ti ar roue, e c'helli tec'hout da-unan a-douez an holl Yuzevien.

14 Mar tavez en amzer-mañ, sikour ha silvidigezh a savo eus ul lec'h all bennak, met te ha ti da dad a yelo da get. Ha piv a oar ha n'eo ket evit un amzer evel houmañ ez out deuet d'ar rouantelezh?

15 Ester a reas respont da Vardoke:

16 Kae, dastum an holl Yuzevien a zo e Suza, yunit evidon, na zebrit ha na evit netra e-pad tri deiz, ken en noz evel en deiz, me ha va mitizhien a yuno ivez, ha goude ez in da gavout ar roue evel-se, petra bennak ma'z eo enep al lezenn, ha ma c'hoarvez e varvin, me a varvo!

17 Mardoke a yeas hag a reas kement he doa gourc'hemennet dezhañ Ester.

Lean sinn:



Sanasan