Ester 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 3 1 Goude an traoù-se, ar roue Asueruz a uhelaas Haman mab Hammedata an Agagad. E sevel a reas hag e lakaas e gador dreist hini an holl briñsed a oa gantañ. 2 Holl servijerien ar roue a oa ouzh dor ar roue a blege hag a stoue dirak Haman, rak ar roue en doa gourc'hemennet-se en e geñver. Met Mardoke ne blege ket ha ne stoue ket dirazañ. 3 Servijerien ar roue a oa ouzh dor ar roue a lavaras da Vardoke: Perak e torrez gourc'hemenn ar roue? 4 Goude bezañ lavaret dezhañ kement-se e-pad meur a zevezh, ne selaoue ket anezho, hag henn lavarjont da Haman, evit gwelout ha derc'hel a raje start Mardoke; rak lavaret en doa dezho e oa Yuzev. 5 Haman a welas na blege ket ha na stoue ket Mardoke dirazañ, hag Haman a voe leun a fulor. 6 Met ne brize ket lakaat e dorn war Vardoke e-unan, rak diskuliet e oa bet dezhañ pobl Mardoke. Hag Haman a glaskas distrujañ an holl Yuzevien a oa dre-holl e rouantelezh Asueruz, dre ma oant pobl Mardoke. 7 D'ar miz kentañ, a zo miz Nisan, er daouzekvet bloaz eus ar roue Asueruz, e voe taolet ar Pour, da lavarout eo ar sord, dirak Haman, evit pep devezh ha pep miz, betek an daouzekvet miz, a zo miz Adar. 8 Haman a lavaras d'ar roue Asueruz: Bez' ez eus ur bobl, stlabezet e-touez ar pobloù dre holl broviñsoù da rouantelezh, en em zalc'h a-du gant lezennoù disheñvel diouzh re an holl bobloù, ha ne viront ket lezennoù ar roue. N'eo ket dereat d'ar roue o lezel evel-se. 9 Mar kav mat ar roue, ra vo skrivet evit o distrujañ, hag e lakain etre daouarn ar velestrourien dek mil talant arc'hant, evit ma vint kaset e teñzorioù ar roue. 10 Ar roue a lamas e walenn eus e zorn hag a roas anezhi da Haman mab Hammedata an Agagad, enebour ar Yuzevien. 11 Hag ar roue a lavaras da Haman: An arc'hant a zo roet dit, koulz ar bobl-se, da ober ganto evel ma kari. 12 D'an trizekvet deiz eus ar miz kentañ e voe galvet skriverien ar roue, hag e voe skrivet ar pezh en doa gourc'hemennet Haman da ofiserien ar roue, da c'houarnourien pep proviñs, da briñsed pep pobl, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh. Kement-se a voe skrivet en anv ar roue Asueruz, ha siellet gant gwalenn ar roue. 13 Hag al lizheroù a voe kaset dre rederien da holl broviñsoù ar roue, evit ma vije kaset da get, lazhet, distrujet an holl Yuzevien, ar re yaouank evel ar re gozh, ar vugale hag ar maouezed, en un hevelep devezh, an trizekvet eus an daouzekvet miz, a zo miz Adar, ha ma vije preizhet o madoù. 14 Al lizheroù skrivet evel-se a zouge ma vije embannet an urzh-se e pep proviñs, ha ma vije meneget d'an holl bobloù, evit bezañ prest a-benn an deiz-se. 15 Ar rederien a hastas buan war c'hourc'hemenn ar roue, hag an urzh a voe ivez embannet e Suza ar gêrbenn. E-pad ma oa ar roue hag Haman azezet da evañ, kêr Suza a oa mantret. |