Ester 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 2 1 Goude an traoù-se, pa voe sioulaet kounnar ar roue Asueruz, en doe soñj eus Vasti hag eus ar pezh he doa graet, hag eus ar pezh en doa divizet en he c'heñver. 2 An dud yaouank a servije ar roue a lavaras: Ra vo klasket evit ar roue merc'hed yaouank gwerc'h ha koant, 3 ha ra lakaio ar roue kefridiourien en holl broviñsoù e rouantelezh, da zastum an holl verc'hed yaouank gwerc'h ha koant e Suza ar gêrbenn, e ti ar gwragez, dindan evezh Hegai spazhad ar roue, diwaller ar gwragez, ha ra vo roet dezho ar pezh a zo ret evit en em gempenn. 4 Hag ar plac'h yaouank a blijo d'ar roue a reno e-lec'h Vasti. Kement-se a blijas d'ar roue, hag e reas evel-se. 5 Hag e oa e Suza ar gêrbenn ur Yuzev anvet Mardoke, mab Jair, mab Shimei, mab Kish, ur Benjaminad, 6 a oa bet harluet eus Jeruzalem gant ar brizonidi harluet gant Jekonia roue Juda, en doa harluet Nebukadnezar roue Babilon. 7 Sevel a rae Hadasa, hag a zo Ester, merc'h e eontr, rak n'he doa na tad na mamm. Ar plac'h yaouank a oa a vent kaer ha koant. Goude marv he zad hag he mamm, Mardoke en doa he c'hemeret evel e verc'h. 8 Pa voe anavezet komz hag urzh ar roue, ha ma voe dastumet un niver bras a verc'hed e Suza ar gêrbenn dindan evezh Hegai, Ester a voe degaset da di ar roue dindan evezh Hegai, diwaller ar gwragez. 9 Ar plac'h yaouank a blijas dezhañ hag a gavas gras dirazañ. Hastañ a reas reiñ dezhi ar pezh a oa ret evit en em gempenn hag evit he bevañs. Hag e roas dezhi seizh plac'h yaouank dibabet e ti ar roue, hag he lojañ a reas gant ar seizh plac'h yaouank-se er gwellañ lec'h eus ti ar gwragez. 10 Ester ne zisklêrias ket he fobl nag he ganedigezh, rak Mardoke en doa urzhiet dezhi na zisklêrje netra. 11 Bemdez Mardoke a bourmene dirak leurenn ti ar gwragez, evit gouzout penaos edo an traoù gant Ester ha petra e vije graet dezhi. 12 Pa errue gant pep plac'h yaouank an dro da vont da gavout ar roue Asueruz, goude bezañ graet hervez al lezenn e-pad daouzek miz, rak evel-se en em rae deizioù o c'hempennadur, c'hwezh miz gant eoul mir, ha c'hwec'h miz gant c'hwezhioù-mat hag ezañsoù a bep seurt evit gwragez, 13 neuze, ar plac'h yaouank a yae da gavout ar roue. Kement tra a c'houlenne a veze roet dezhi, evit kas ganti eus ti ar gwragez da di ar roue. 14 Mont a rae e-barzh d'abardaez, ha diouzh ar beure e tistroe da eil ti ar gwragez, dindan evezh Shaashgaz, spazhad ar roue, diwaller ar serc'hed. Ne yae ken etrezek ar roue, nemet hag e c'hoantafe ar roue hag e vefe galvet dre hec'h anv. 15 Pa erruas tro Ester merc'h Abikail, eontr Mardoke, en doa he c'hemeret evel e verc'h, da vont da gavout ar roue, ne c'houlennas netra nemet ar pezh a lavarfe Hegai spazhad ar roue, diwaller ar gwragez. Ester a gave gras dirak an holl re a wele anezhi. 16 Evel-se Ester a voe degaset d'ar roue Asueruz, d'e di roueel, d'an dekvet miz, a oa miz Tevet, er seizhvet bloaz eus e ren. 17 Ar roue a garas Ester muioc'h eget an holl wragez, hi a gavas gras ha madelezh dirazañ muioc'h eget an holl werc'hezed. Lakaat a reas ar gurunenn roueel war he fenn, hag e reas anezhi rouaned e-lec'h Vasti. 18 Ar roue a reas ur fest bras evit e holl briñsed hag e servijerien, fest Ester. Hag e roas diskuizh d'ar proviñsoù, ha donezonoù hervez largentez ar roue. 19 Evel ma oa dastumet ar gwerc'hezed un eil gwech, Mardoke a oa azezet ouzh dor ar roue. 20 Ester n'he doa ket disklêriet he ganedigezh nag he fobl, evel m'en doa urzhiet dezhi Mardoke, rak e rae hervez komzoù Mardoke, evel pa oa savet en e di. 21 En deizioù-se, e-pad ma oa azezet Mardoke ouzh dor ar roue, Bigtan ha Teresh, daou eus spazhidi ar roue a-douez gwarded an treuzoù, o vezañ aet droug enno, a glaske lakaat o dorn war ar roue Asueruz. 22 Mardoke a ouezas kement-se, hag en roas da anavezout da Ester. Ester en lavaras d'ar roue a-berzh Mardoke. 23 Enklasket e voe an dra, ha kavet e oa gwir. An daou a voe krouget ouzh ur wezenn, ha kement-se a voe skrivet e levr an Danevelloù dirak ar roue. |