Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ester 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 10

1 Hag ar roue Asueruz a lakaas tailhoù war ar vro ha war inizi ar mor.

2 Diwar-benn an holl oberoù eus galloud ha nerzh Mardoke, ha diwar-benn munudoù e vraster, rak e voe uhelaet gant ar roue, ha n'eo ket skrivet e levr Danevelloù rouaned Media ha Persia?

3 Rak ar Yuzev Mardoke a voe an eil goude Asueruz, hag e voe bras e-touez ar Yuzevien, plijus d'e vreudeur niverus, o klask mad e bobl hag o komz evit eurvad e holl ouenn.

Lean sinn:



Sanasan