Ester 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 1 1 En amzer Asueruz, an Asueruz-mañ a oa an hini a rene adalek India betek Etiopia war gant seizh proviñs warn-ugent, 2 en amzer-se, evel ma oa azezet ar roue Asueruz war dron e rouantelezh e Suza ar gêrbenn, 3 er trede bloaz eus e ren, e reas ur fest d'e holl briñsed ha d'e holl servijerien. Pennoù arme Persia ha Media, aotrounez ha priñsed ar proviñsoù a oa dirazañ. 4 Diskouez a reas dezho pinvidigezhioù e rouantelezh glorius ha splannder kaer e veurdez e-pad un niver bras a zeizioù, kant ha pevar-ugent deiz. 5 Pa voe tremenet an deizioù-se, ar roue a reas ur fest e-pad seizh devezh, e leurenn liorzh palez ar roue, d'an holl bobl en em gave e Suza ar gêrbenn, eus ar brasañ d'ar bihanañ. 6 Palennoù gwenn, gwer ha limestra a oa staget gant kerdin lin fin ha tane ouzh lagadennoù arc'hant ha peulioù marmor. Gweleoù aour hag arc'hant a oa lakaet war bavezioù porfir, marmor, nakr ha marbr-du. 7 Roet e veze da evañ e podoù aour, a oa disheñvel etrezo, hag e oa gwin roueel a-fonn, hervez largentez ar roue. 8 Evel ma oa urzhiet, den ne oa bountet da evañ, rak ar roue en doa gourc'hemennet start d'e holl hanafourien servijañ evel ma felle da bep hini. 9 Vasti, ar rouanez, a reas ivez ur fest evit ar gwragez, e palez ar roue Asueruz. 10 D'ar seizhvet deiz, pa voe laouenaet kalon ar roue gant ar gwin, e c'hourc'hemennas da Vehuman, Bizta, Harbona, Bigta, Abagta, Zetar ha Karkaz, ar seizh spazhad a servije dirak ar roue Asueruz, 11 degas Vasti ar rouanez dirak ar roue, gant ar gurunenn roueel, evit diskouez d'an dud ha d'ar briñsed he c'haerded, rak kaer e oa he dremm. 12 Met ar rouanez Vasti ne fellas ket dezhi sentiñ ouzh ar gourc'hemenn en doa roet dezhi ar roue dre ar spazhidi. Hag ar roue a gounnaras meurbet, e fulor en em danas ennañ. 13 Neuze ar roue a gomzas d'ar re fur o doa anaoudegezh an amzerioù. Rak evel-se e rae ar roue gant e aferioù, e-keñver an holl re a anaveze al lezenn hag ar varn. 14 Ar re dostañ outañ a oa Karshena, Shetar, Admata, Tarsiz, Merez, Marsena ha Memukan, seizh priñs eus Persia hag eus Media, a wele dremm ar roue, hag a zalc'he ar renk kentañ er rouantelezh. 15 Petra a raimp hervez al lezenn d'ar rouanez Vasti, dre ma n'he deus ket sentet ouzh an urzh en doa roet dezhi ar roue Asueruz dre ar spazhidi? 16 Neuze Memukan a lavaras dirak ar roue hag ar briñsed: Ar rouanez Vasti n'he deus ket graet fall e-keñver ar roue hepken, met ivez e-keñver an holl briñsed hag an holl bobloù a zo en holl broviñsoù ar roue Asueruz. 17 Rak ar pezh he deus graet ar rouanez a vo anavezet gant an holl wragez, hag a raio dezho disprizañ o friedoù; lavarout a raint: Ar roue Asueruz en doa gourc'hemennet degas dezhañ ar rouanez, ha n'eo ket deuet. 18 Hiziv, priñsezed Persia ha Media, o vezañ anavezet ar pezh he deus graet ar rouanez, a responto en hevelep doare da holl briñsed ar roue. Hag e c'hoarvezo kalz a zispriz hag a gounnar. 19 Mar kav mat ar roue, ra vo embannet un urzh roueel eus e berzh, ha ra vo skrivet e lezennoù Persia ha Media, ha ra vo didorrus, penaos na zeuio ken Vasti dirak ar roue Asueruz, hag e roio ar roue ar vriegezh a rouanez da unan all, gwelloc'h egeti. 20 Ha pa vo anavezet an urzh en devo graet ar roue, en e holl rouantelezh, daoust pegen bras eo, an holl wragez a enoro o friedoù, eus ar brasañ d'ar bihanañ. 21 Ar gomz-se a blijas d'ar roue ha d'e briñsed, hag ar roue a reas hervez ar pezh en doa lavaret Memukan. 22 Kas a reas lizheroù da holl broviñsoù ar roue, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh, evit ma vefe pep gwaz mestr en e di. Embannet e voe hervez yezh pep pobl. |