Ermaeziadeg 9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 9 Gwalenn ar vosenn vras war al loened 1 An AOTROU a lavaras da Voizez: Kae da gavout Faraon ha lavar: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU , Doue an Hebreed: Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac'hanon, 2 rak ma ne fell ket dit o lezel da vont ha mar he dalc'hez c'hoazh, 3 setu, dorn an AOTROU a vo war da loened a zo er parkeier, war ar c'hezeg, war an ezen, war ar c'hañvaled, war an ejened ha war an deñved: bez' e vo ur vosenn vras-meurbet. 4 An AOTROU a zisheñvelo etre loened Israel ha loened an Ejipsianed, ha ne varvo netra eus ar pezh holl a zo da vibien Israel. 5 An AOTROU a lakaas an amzer o lavarout: Warc'hoazh e raio an AOTROU kement-se er vro. 6 An AOTROU a reas eta kement-se adalek an deiz war-lerc'h, hag holl loened an Ejipsianed a varvas, met eus loened mibien Israel ne varvas ket ul loen zoken. 7 Faraon a gasas da welout ha setu, ne oa marvet loen ebet eus loened Israel. Met kalon Faraon a galetaas, ne lezas ket ar bobl da vont kuit. Gwalenn ar goulioù bev 8 An AOTROU a lavaras da Voizez ha da Aaron: Kemerit leizh ho taouarn a ludu-forn, ha ra daolo Moizez anezhañ etrezek an neñvoù dirak daoulagad Faraon. 9 Dont a raio da vezañ poultr war holl vro Ejipt, hag e vo war an dud ha war al loened goulioù goret e breinadur en holl vro Ejipt. 10 Kemer a rejont eta ludu-forn hag en em zalc'hjont dirak Faraon. Moizez en taolas etrezek an neñvoù hag e vo war an dud ha war al loened goulioù goret e breinadur. 11 Ar strobinellerien ne c'helljont ket en em zerc'hel dirak Moizez en abeg d'ar goulioù. Rak ar goulioù a oa war ar strobinellerien evel war an holl Ejipsianed. 12 An AOTROU a galetaas kalon Faraon, n'o selaouas ket evel m'en doa lavaret an AOTROU da Voizez. Gwalenn ar grizilh 13 An AOTROU a lavaras da Voizez: Sav beure-mat, en em zalc'h dirak Faraon ha lavar: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU , Doue an Hebreed: Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac'hanon, 14 rak ar wech-mañ e kasin va holl c'houlioù war da galon, war da servijerien ha war da bobl, evit ma ouezi penaos n'eus hini ebet heñvel ouzhin war an douar holl. 15 Rak bremañ, mar em bije astennet va dorn ha mar em bije skoet warnout dre ar marv, te ha da bobl, e vijes skubet a-ziwar an douar. 16 Met evit kement-mañ em eus da lakaet da chom: evit ma weli va galloud hag evit ma vo embannet va anv dre an douar holl. 17 Mar en em savez c'hoazh a-enep va fobl evit e herzel da vont kuit, 18 setu, me a lakaio warc'hoazh, d'an eur-mañ, da gouezhañ ur grizilh ken bras, ken n'en deus bet netra heñvel outañ en Ejipt adalek an deiz m'eo bet diazezet betek bremañ. 19 Bremañ eta, kas da lakaat da loened e surentez, ha kement ac'h eus er parkeier. Ar grizilh a gouezho war an dud holl ha war al loened a vo er parkeier ha ne vo ket en em dennet en tiez, hag e varvint. 20 E-touez servijerien Faraon, an hini a zouje komz an AOTROU a lakaas raktal d'en em dennañ en e di e servijerien hag e loened. 21 Met an hini na lakae ket evezh ouzh komz an AOTROU a lezas e servijerien hag e loened er parkeier. 22 An AOTROU a lavaras da Voizez: Astenn da zorn war-zu an neñvoù, evit ma vo grizilh war holl vro Ejipt, war an dud, war al loened ha war holl c'heot ar parkeier e bro Ejipt. 23 Moizez a astennas eta e wialenn etrezek an neñvoù, hag an AOTROU a gasas tarzhioù-kurun ha grizilh, hag an tan a rede war an douar. An AOTROU a lakaas grizilh da gouezhañ war vro Ejipt. 24 Hag e voe grizilh hag un tan dalc'hus e-kreiz ar grizilh. Bez' e oa ken kreñv ken ne oa ket bet kemend-all war holl vro Ejipt abaoe ma oa deuet da vezañ ur bobl. 25 Ar grizilh a skoas, en holl vro Ejipt, war gement a voe er parkeier, adalek an dud betek al loened. Ar grizilh a skoas ivez war holl c'heot ar parkeier hag a dorras holl wez ar parkeier. 26 E bro C'hosen, a oa enni mibien Israel, ne voe ket a c'hrizilh. 27 Faraon a gasas da c'hervel Moizez hag Aaron, hag a lavaras: Pec'het em eus ar wech-mañ, an AOTROU a zo reizh, ha me ha va fobl a zo fallakr. 28 Pedit an AOTROU , ha ma ne vo ken na kurunadoù na grizilh; me ho lezo da vont ha c'hwi ne chomot ket pelloc'h. 29 Moizez a lavaras: Adalek ma vin aet kuit eus kêr, ec'h astennin va daouarn etrezek an AOTROU , ar c'hurunadoù a baouezo ha ne vo ken a c'hrizilh, evit ma ouezi penaos an douar a zo d'an AOTROU . 30 Met gouzout a ran penaos te ha da servijerien ne zoujot ket c'hoazh an AOTROU Doue. 31 Al lin hag an heiz a oa bet skoet, rak an heiz a oa o tañvouezennañ hag a lin a oa e bleuñv. 32 Met ar gwinizh hag ar yell ne oant ket bet skoet, dre ma oant diwezhatoc'h. 33 Moizez a guitaas Faraon, a yeas kuit eus kêr hag a astennas e zaouarn war-zu an AOTROU . Ar c'hurunadoù hag ar grizilh a baouezas, hag ar glav ne voe ken skuilhet war an douar. 34 Faraon, o welout penaos e oa ar glav, ar grizilh hag ar c'hurunadoù paouezet, a gendalc'has c'hoazh da bec'hiñ hag a galetaas e galon, eñ hag e servijerien. 35 Kalon Faraon a galetaas, ne lezas ket mibien Israel da vont kuit evel m'en doa lavaret an AOTROU dre c'henoù Moizez. |