Ermaeziadeg 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 8 Gwalenn ar raned 1 An AOTROU a lavaras da Voizez: Kae da gavout Faraon ha lavar: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU: Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac'hanon. 2 Ma ne fell ket dit o lezel da vont kuit, setu, ez an da skeiñ war da holl zouar gant raned. 3 Ar stêr a vervo a raned a bigno hag a yelo ez ti, ez kambr e-lec'h ma kouskez, war da wele, e ti da servijerien, e-touez da bobl, ez fornioù, ez irc'hier. 4 Ar raned a bigno warnout, war da bobl ha war da holl servijerien. 5 An AOTROU a lavaras da Voizez: Lavar da Aaron: Astenn da zorn gant da wialenn war ar stêrioù, war ar gwazhioù-dour ha war al lennoù, ha laka ar raned da bignat war vro Ejipt. 6 Aaron a astennas e zorn war doureier an Ejipt, hag ar raned a bignas hag a c'holoas bro Ejipt. 7 Met ar strobinellerien a reas an hevelep traoù dre o strobinelloù, o lakaat raned da bignat war vro Ejipt. 8 Faraon a c'halvas Moizez hag Aaron, hag a lavaras: Pedit evidon an AOTROU , evit ma pellaio ar raned diouzhin ha diouzh va fobl, hag e lezin ar bobl da vont evit aberzhiñ d'an AOTROU . 9 Moizez a lavaras da Faraon: Dit-te an enor da lavarout din a-benn pegoulz e tlein pediñ evidout, evit da servijerien hag evit da bobl, evit ma vo lamet ar raned pell diouzhit ha diouzh da diez, ha ne chomint nemet er stêr. 10 Eñ a respontas: A-benn warc'hoazh. Ha Moizez a lavaras: Graet e vo hervez da gomz, evit ma ouezi penaos n'eus hini ebet heñvel ouzh an AOTROU hon Doue. 11 Ar raned eta a bellaio diouzhit ha diouzh da diez, da servijerien ha da bobl; er stêr nemetken e chomint. 12 Moizez hag Aaron a yeas kuit a-zirak Faraon. Ha Moizez a grias d'an AOTROU diwar-benn ar raned en doa lakaet da zont war Faraon. 13 An AOTROU a reas hervez komz Moizez, hag ar raned a varvas en tiez, er c'hêriadennoù hag er parkeier. 14 Dastumet e voent a-wrac'helladoù, hag e flaerias an douar. 15 Faraon, o welout e oa un ehan, a galetaas e galon, ne selaouas ket anezho evel m'en doa lavaret an AOTROU . Gwalenn al laou 16 An AOTROU a lavaras da Voizez: Lavar da Aaron: Astenn da wialenn ha sko war boultr an douar, hag e teuio da vezañ laou war holl vro Ejipt. 17 Hag e rejont evel-se: Aaron a astennas e zorn gant e wialenn hag a skoas war boultr an douar, hag e teuas da vezañ laou war an dud ha war al loened. Holl boultr ar vro a zeuas da vezañ laou war holl vro Ejipt. 18 Ar strobinellerien a reas an hevelep traoù dre o strobinelloù evit produiñ laou, met ne c'helljont ket. Al laou a voe eta war an dud ha war al loened. 19 Neuze ar strobinellerien a lavaras da Faraon: Biz Doue eo. Met kalon Faraon a galetaas, ne selaouas ket anezho evel m'en doa lavaret an AOTROU . Gwalenn ar c'helien 20 An AOTROU a lavaras da Voizez: Sav beure-mat hag en em zalc'h dirak Faraon. Setu ez aio etrezek an dour, hag e lavari dezhañ: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU: Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac'hanon. 21 Ma ne lezez ket va fobl da vont kuit, setu, ez an da gas kelien warnout, war da servijerien, war da bobl ha war da diez; tiez an Ejipsianed a vo leuniet gant kelien, ha zoken an douar emaint warnañ. 22 Met disheñvelout a rin en deiz-se bro C'hosen, e-lec'h emañ va fobl o chom, ha ne vo ket eno a gelien, evit ma ouezi penaos me, an AOTROU , a zo e-kreiz ar vro. 23 Lakaat a rin un diforc'h etre va fobl ha da bobl. Warc'hoazh en em gavo ar sin-se. 24 An AOTROU a reas evel-se, hag e teuas kelien en niver bras e ti Faraon hag e ti e servijerien. War holl vro Ejipt, an douar a voe glac'haret gant ar c'helien. 25 Faraon a c'halvas Moizez hag Aaron, hag a lavaras: Kit, aberzhit d'ho Toue er vro. 26 Moizez a lavaras: N'eo ket dereat ober kement-se, rak ar pezh a aberzhfemp d'an AOTROU hon Doue a vefe un euzhusted dirak an Ejipsianed. Setu, mar kinnigfemp dirak o daoulagad aberzhoù a zo un euzhusted dirak an Ejipsianed, ha ne veinataint ket ac'hanomp? 27 Ni a raio ur veaj a dri devezh er gouelec'h da aberzhiñ d'an AOTROU hon Doue, evel ma lavaro deomp. 28 Faraon a lavaras: Me ho lezo da vont da aberzhiñ d'an AOTROU ho Toue er gouelec'h, nemet ned eot ket pell. Pedit evidon. 29 Moizez a lavaras: Pa vin aet kuit eus da gichen, e pedin an AOTROU ; warc'hoazh, ar c'helien a bellaio diouzh Faraon, diouzh e servijerien ha diouzh e bobl. Nemet na zalc'ho ket Faraon da dromplañ en ur herzel ouzh ar bobl da vont da aberzhiñ d'an AOTROU . 30 Moizez a yeas kuit eus kichen Faraon hag a bedas an AOTROU . 31 An AOTROU a reas hervez komz Moizez, ar c'helien a bellaas diouzh Faraon, diouzh e servijerien ha diouzh e bobl: ne chomas ket unan anezho. 32 Met Faraon a galetaas e galon c'hoazh ar wech-mañ, ne lezas ket ar bobl da vont kuit. |