Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 7

1 An AOTROU a lavaras da Voizez: Sell! Da lakaet em eus evel un doue da Faraon, hag Aaron da vreur a vo da brofed.

2 Te a lavaro kement a c'hourc'hemennin dit, hag Aaron da vreur a gomzo da Faraon, evit ma lezo mibien Israel da vont er-maez eus e vro.

3 Me a galetaio kalon Faraon hag a gresko va sinoù ha va burzhudoù e bro Ejipt.

4 Faraon ne selaouo ket ac'hanoc'h. Lakaat a rin va dorn war an Ejipt hag e tennin eus bro Ejipt va armeoù, va fobl, mibien Israel, dre varnadegoù bras.

5 An Ejipsianed a anavezo ez on an AOTROU , pa astennin va dorn war an Ejipt ha pa dennin mibien Israel eus o zouez.

6 Moizez hag Aaron a reas eta evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dezho; evel-se e rejont.

7 Moizez a oa oadet a bevar-ugent vloaz hag Aaron a dri bloaz ha pevar-ugent, pa gomzjont da Faraon.


Ar wialenn troet en naer

8 An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout:

9 Pa gomzo Faraon ouzhoc'h ha pa lavaro: Grit ur mirakl! Neuze e lavari da Aaron: Kemer da wialenn ha taol anezhi dirak Faraon, hag e teuio da vezañ un naer.

10 Moizez hag Aaron a zeuas eta da gavout Faraon hag a reas evel-se, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dezho. Aaron a daolas e wialenn dirak Faraon ha dirak e servijerien, hag e teuas da vezañ un naer.

11 Met Faraon a c'halvas ivez ar re fur hag ar sorserien; ha strobinellerien an Ejipt a reas an hevelep traoù dre o strobinelloù.

12 Teurel a rejont pep hini e wialenn, hag e teujont da vezañ naered. Met gwialenn Aaron a lonkas o gwialennoù.

13 Kalon Faraon a galetaas, ne selaouas ket anezho evel m'en doa lavaret an AOTROU .


Gwalenn an dour troet e gwad

14 An AOTROU a lavaras da Voizez: Kalon Faraon a zo kaletaet, ne fell ket dezhañ lezel ar bobl da vont kuit.

15 Kae da gavout Faraon diouzh ar beure; setu, e teuio etrezek an dour, en em lakaat a ri dirazañ war ribl ar stêr, hag e kemeri ez torn ar wialenn a oa bet troet en naer.

16 Lavarout a ri dezhañ: An AOTROU , Doue an Hebreed, en deus va degaset da'z kavout o lavarout: Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac'hanon er gouelec'h, ha setu, ne'c'h eus ket va selaouet betek bremañ.

17 Evel-henn en deus lavaret an AOTROU: Dre gement-mañ e ouezi ez on an AOTROU: Setu, ez an da skeiñ gant ar wialenn a zo e-barzh va dorn an doureier a zo er stêr, hag e vint troet e gwad.

18 Ar pesked a zo er stêr a varvo, ar stêr a vreino, hag an Ejipsianed o devo rukun oc'h evañ dour eus ar stêr.

19 An AOTROU a lavaras da Voizez: Lavar da Aaron: Kemer da wialenn hag astenn da zorn war doureier an Ejipsianed, war o stêrioù, war o gwazhioù-dour, war o lennoù, war o holl stankoù dour, evit ma teuint da vezañ gwad; hag e vo gwad dre an Ejipt holl, hag el listri-koad hag el listri-maen.

20 Moizez hag Aaron a reas evel-se, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dezho. Aaron a savas e wialenn hag a skoas war an doureier a oa er stêr, dirak daoulagad Faraon ha dirak daoulagad e servijerien, hag an holl zoureier a oa er stêr a voe troet e gwad.

21 Ar pesked a oa er stêr a varvas, ar stêr a vreinas, hag an Ejipsianed ne c'helljont ket evañ dour eus ar stêr; hag edo ar gwad dre an Ejipt holl.

22 Met strobinellerien an Ejipt a reas an hevelep traoù dre o strobinelloù. Kalon Faraon a galetaas, ne selaouas ket anezho evel m'en doa lavaret an AOTROU .

23 Faraon a zistroas hag a yeas en e di, ha ne lakaas ket e galon evezhiek ouzh kement-se.

24 An holl Ejipsianed a doullas en-dro d'ar stêr da gavout dour da evañ, rak ne c'hellent ket evañ dour eus ar stêr.

25 Hag e tremenas seizh devezh goude m'en doe skoet an AOTROU war ar stêr.

Lean sinn:



Sanasan