Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 6 Promesa Doue

1 An AOTROU a lavaras da Voizez: Bremañ e weli ar pezh a rin da Faraon, rak o lezel a raio da vont kuit, kendrec'het gant un dorn kreñv, hag o c'haso kuit eus e vro, kendrec'het gant un dorn kreñv.

2 Doue a gomzas da Voizez hag a lavaras: Me eo an AOTROU .

3 Me a zo en em ziskouezet da Abraham, da Izaak ha da Jakob, evel an Doue holl-c'halloudek, met dre va anv, an AOTROU , n'on ket bet anavezet ganto.

4 Diazezet em eus ivez va emglev ganto, evit reiñ dezho bro Ganaan ez int chomet enni evel diavaezidi.

5 Klevet em eus ivez hirvoudoù mibien Israel dalc'het er sklaverezh gant an Ejipsianed, hag em eus bet soñj eus va emglev.

6 Setu perak lavar da vibien Israel: Me eo an AOTROU , me a denno ac'hanoc'h a-zindan bec'hioù an Ejipsianed, me a zieubo ac'hanoc'h eus ho sklaverezh, me a zaspreno ac'hanoc'h dre ur vrec'h astennet ha barnadegoù bras.

7 Me a gemero ac'hanoc'h evit va fobl, hag e vin ho Toue, hag ec'h anavezot ez on an AOTROU ho Toue, an hini a denn ac’hanoc’h a-zindan bec'hioù an Ejipsianed.

8 Me a lakaio ac'hanoc'h da vont er vro am eus savet va dorn diwar he fenn, da reiñ anezhi da Abraham, da Izaak ha da Jakob, hag e roin anezhi deoc'h evel perc'henniezh, me an AOTROU .

9 Moizez a gomzas eta evel-se da vibien Israel. Met ne selaoujont ket ouzh Moizez en abeg da enkrez o spered hag en abeg d'ar sklaverezh garv.

10 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

11 Kae, komz ouzh Faraon roue an Ejipt, ha ma lezo mibien Israel da vont kuit eus e vro.

12 Moizez a gomzas dirak an AOTROU hag a lavaras: Setu, mibien Israel n'o deus ket va selaouet; penaos e selaoufe Faraon ac'hanon, me hag a zo diamdroc'h a vuzelloù?

13 An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron, hag a c'hourc'hemennas dezho mont da gavout mibien Israel ha Faraon roue an Ejipt, evit tennañ mibien Israel eus bro Ejipt.


Lignez Moizez hag Aaron

14 Setu pennoù-bras tiegezh o zadoù. Mibien Ruben, kentañ-ganet Israel: Hanok, Palu, Hezron ha Karmi. Setu aze tiegezhioù Ruben.

15 Mibien Simeon: Jemuel, Jamin, Ohad, Jakin, Zohar ha Saül mab ar Gananeadez. Setu aze tiegezhioù Simeon.

16 Setu anvioù mibien Levi hervez o lignezoù: Gershon, Kehad ha Merari. Bloavezhioù buhez Levi a voe kant seizh vloaz ha tregont.

17 Mibien Gershon: Libni, Shimei, dre o ziegezhioù.

18 Mibien Kehad: Amram, Jizehar, Hebron hag Uziel. Bloavezhioù buhez Kehad a voe kant tri bloaz ha tregont.

19 Mibien Merari: Mahli ha Mushi. Setu aze tiegezhioù Levi hervez o lignezoù.

20 Amram a gemeras evel gwreg Jokebed e voereb, hag e c'hanas dezhañ Aaron ha Moizez. Bloavezhioù buhez Amram a voe kant seizh vloaz ha tregont.

21 Mibien Jizehar: Kora, Nefeg ha Zikri.

22 Mibien Uziel: Mishael, Elzafan ha Sitri.

23 Aaron a gemeras evel gwreg Elisheba merc'h Aminadab c'hoar Nahashon, hag e c'hanas dezhañ Nadab, Abihu, Eleazar hag Itamar.

24 Mibien Kora: Asir, Elkana hag Abiasaf. Setu aze tiegezhioù ar g-Korahiz.

25 Eleazar mab Aaron a gemeras evel gwreg unan eus merc'hed Putiel, hag e c'hanas dezhañ Fineaz. Setu pennoù-bras tadoù al Levited, dre o ziegezhioù.

26 D'an Aaron-se ha d'ar Moizez-se eo e lavaras an AOTROU: Tennit mibien Israel eus bro Ejipt hervez o armeoù.

27 Ar re-se eo a gomzas ouzh Faraon roue an Ejipt, evit tennañ mibien Israel eus bro Ejipt. Ar Moizez-se hag an Aaron-se eo.


Karg Moizez ha karg Aaron

28 C'hoarvezout a reas eta penaos en deiz ma komzas an AOTROU da Voizez e bro Ejipt,

29 an AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: Me eo an AOTROU , lavar da Faraon roue an Ejipt kement a lavarin dit.

30 Neuze Moizez a lavaras dirak an AOTROU: Setu, me a zo diamdroc'h a vuzelloù; penaos e selaoufe Faraon ac'hanon?

Lean sinn:



Sanasan