Ermaeziadeg 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 5 “Lez va fobl da vont kuit ...” 1 Goude-se Moizez hag Aaron a zeuas hag a lavaras da Faraon: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU , Doue Israel: Lez va fobl da vont kuit, evit ma lido ur gouel din er gouelec'h. 2 Met Faraon a lavaras: Piv eo an AOTROU ma sentfen ouzh e vouezh en ur lezel Israel da vont kuit? N'anavezan ket an AOTROU ha ne lezin ket Israel da vont kuit. 3 Int a lavaras: Doue an Hebreed a zo deuet a-raok deomp; lez ac'hanomp d'ober ur veaj a dri devezh er gouelec'h da aberzhiñ d'an AOTROU hon Doue, gant aon na skofe warnomp gant ar vosenn pe ar c'hleze. 4 Ha roue an Ejipt a lavaras: Moizez hag Aaron, perak e tistroit ar bobl eus e labour? Kit d'ho karg! 5 Faraon a lavaras: Setu aze, ar bobl a-ziwar ar maez a zo bremañ niverus, hag e lakafec'h anezho da ehanañ diouzh o c'harg? 6 Faraon a roas an urzh-mañ en deiz-se d'ar vistri-vicherour lakaet war ar bobl ha d'ar gefridiourien: 7 Ne roiot ken plouz d'an dud evit ober brikennoù evel diagent; ra ez aint o-unan ha ma tastumint. 8 Hag e roiot dezho al lodenn vrikennoù a roec'h diagent. Ne lamot tra ebet, rak didalvez int. Setu perak e kriont o lavarout: Eomp da aberzhiñ d'hon Doue! 9 Ra vo bec'hiet an dud-se a labour ha ma raint anezhañ, ha ma ne daolint ket evezh ouzh komzoù a c'hevier. 10 Ar vistri-vicherour hag ar gefridiourien a yeas hag a lavaras d'ar bobl: Evel-henn en deus lavaret Faraon: Ne roin ken deoc'h a blouz, 11 kemerit hoc'h-unan plouz e-lec'h ma kavot, rak ne vo lamet netra eus ho labour. 12 Neuze ar bobl en em stlabezas dre holl vro Ejipt da gerc'hat soul e-lec'h plouz. 13 Ar vistri-vicherour a waske anezho, en ur lavarout: Echuit ho labour, bemdez al lodenn lakaet deoc'h evel pa oa plouz. 14 Kefridiourien mibien Israel o doa lakaet mistri-vicherour Faraon warno; hag e voent pilet hag e voe lavaret dezho: Perak n'hoc'h eus ket echuet ho lodenn a vrikennoù dec'h hag hiziv evel diagent? 15 Kefridiourien mibien Israel a zeuas hag a grias da Faraon o lavarout: Perak e rez evel-se e-keñver da servijerien? 16 Ne roer ket a blouz da'z servijerien hag e lavarer deomp: Grit brikennoù! Ha setu, da servijerien a zo pilet, met da bobl eo a zo kablus. 17 Eñ a respontas: C'hwi a zo didalvez, didalvez! Setu perak e lavarit: Eomp da aberzhiñ d'an AOTROU! 18 Bremañ, kit da labourat; ha ne vo ket roet deoc'h a blouz hag e reot an hevelep lodenn a vrikennoù. 19 Kefridiourien mibien Israel en em welas eta er boan, dre ma lavared dezho: Ne lamot netra eus ho prikennoù, bemdez e reot al lodenn lakaet deoc'h. 20 Pa'z ejont kuit a-zirak Faraon, e kavjont Moizez hag Aaron a c'hortoze anezho, 21 hag e lavarjont: Ra sello an AOTROU ouzhoc'h ha ra varno! Lakaet hoc'h eus ac'hanomp ur flaer dirak Faraon ha dirak e servijerien, en ur lakaat ur c'hleze en o dorn evit hol lazhañ. 22 Moizez a zistroas etrezek an AOTROU hag a lavaras: AOTROU , perak ec'h eus graet droug d'ar bobl-mañ? Perak eta ec'h eus va c'haset, 23 abaoe m'on deuet da gavout Faraon evit komz ez anv, en deus graet droug d'ar bobl-mañ ha ne'c'h eus ket dieubet da bobl? |