Ermaeziadeg 40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 40 An tabernakl a zo savet 1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 2 D'an deiz kentañ eus ar miz kentañ, e savi an tabernakl, teltenn an engalv. 3 Lakaat a ri arc'h an Testeni hag e c'holoi an arc'h gant ar ouel. 4 Degas a ri an daol hag e lakai warni ar pezh a dle bezañ lakaet. Degas a ri ar c'hantolor hag ec’h enaoui e lampoù. 5 Lakaat a ri an aoter aour evit an ezañs dirak arc'h an Testeni, hag e lakai ar rideoz ouzh digor an tabernakl. 6 Lakaat a ri aoter al loskaberzhoù dirak digor an tabernakl, teltenn an engalv. 7 Lakaat a ri al laouer etre teltenn an engalv hag an aoter, hag e lakai dour enni. 8 Lakaat a ri al leurenn tro-dro, hag e lakai ar rideoz ouzh dor al leurenn. 9 Kemer a ri eoul an oleviadur hag ec'h olevi an tabernakl ha kement a zo ennañ, hag e santelai anezhañ gant e holl draoù. Hag e vo santel. 10 Oleviñ a ri aoter al loskaberzhoù hag hec'h holl draoù, hag e santelai an aoter. Hag an aoter a vo santel-meurbet. 11 Oleviñ a ri al laouer gant he foñs, hag e santelai anezhi. 12 Lakaat a ri Aaron hag e vibien da dostaat ouzh digor teltenn an engalv, hag e walc'hi anezho gant dour. 13 Gwiskañ a ri Aaron gant ar gwiskamantoù santel hag ec'h olevi anezhañ, hag e santelai anezhañ, evit ma servijo ac'hanon evel aberzhour. 14 Lakaat a ri e vibien da dostaat, hag e wiski anezho gant an tonegoù, 15 hag ec'h olevi anezho evel ma ez po olevet o zad, evit ma servijint ac'hanon evel aberzhourien. O oleviadur a roio dezho da vezañ aberzhourien da viken, a rummadoù da rummadoù. 16 Moizez a reas hervez kement en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhañ; ober a reas evel-se. 17 D'an deiz kentañ eus ar miz kentañ eus an eil bloaz, e voe savet an tabernakl. 18 Moizez a savas an tabernakl, hag e lakaas e sichennoù, hag e lakaas e blenk, hag e lakaas e varrennoù, hag e savas e golonennoù. 19 Astenn a reas an deltenn war an tabernakl, hag e lakaas golo an deltenn dreist, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. 20 Kemer a reas an Testeni hag en lakaas en arc'h, hag e lakaas ar barrennoù d'an arc'h, hag e lakaas al lec'h-a-drugarez war an arc'h, dreist. 21 Degas a reas an arc'h en tabernakl, hag e lakaas ar ouel a zisparti evit goleiñ arc'h an Testeni, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. 22 Lakaat a reas an daol e teltenn an engalv ouzh kostez an tabernakl a oa war-zu an hanternoz, en diavaez d'ar ouel, 23 hag e fichas warni ar baraoù kempenn-mat dirak an AOTROU , evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. 24 Lakaat a reas ar c'hantolor e teltenn an engalv, a-dal d'an daol, ouzh kostez an tabernakl a oa war-zu ar c'hreisteiz. 25 Enaouiñ a reas al lampoù dirak an AOTROU , evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. 26 Lakaat a reas an aoter aour e teltenn an engalv dirak ar ouel, 27 hag e lakaas eno da vogediñ an ezañs a c'hwezh-vat, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. 28 Lakaat a reas ar rideoz ouzh digor an tabernakl. 29 Lakaat a reas aoter al loskaberzhoù dirak digor an tabernakl, teltenn an engalv, hag e kinnigas warni al loskaberzh hag ar brofadenn, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. 30 Lakaat a reas al laouer etre teltenn an engalv hag an aoter, hag e lakaas dour enni evit ar walc'hidigezh. 31 Moizez hag Aaron hag e vibien a walc'he enni o daouarn hag o zreid. 32 Pa'z aent da deltenn an engalv ha pa dostaent ouzh an aoter, en em walc'hent, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. 33 Fichañ a reas al leurenn en-dro d'an tabernakl ha d'an aoter, hag e lakaas ar rideoz ouzh dor al leurenn. Evel-se Moizez a echuas al labour. Gloar an AOTROU a leugn an tabernakl 34 Hag ar goabrenn a c'holoas teltenn an engalv, ha gloar an AOTROU a leunias an tabernakl, 35 e doare na c'hellas ket Moizez mont e teltenn an engalv, rak ar goabrenn en em zalc'he warni ha gloar an AOTROU a leunie an tabernakl. 36 A-hed o c'herzhadegoù, pa save ar goabrenn a-ziwar gorre an tabernakl, mibien Israel a yae kuit; 37 met pa ne save ket ar goabrenn, ned aent ket betek an deiz ma save. 38 Koabrenn an AOTROU a oa war an tabernakl e-pad an deiz, hag an tan a oa e-pad an noz, dirak holl di Israel a-hed o c'herzhadegoù. |