Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 4 Ar sinoù roet da Voizez

1 Moizez a respontas: Met setu, ne gredint ket ac'hanon ha ne sentint ket ouzh va mouezh, met e lavarint: An AOTROU n'en deus ket en em ziskouezet dit.

2 An AOTROU a lavaras: Petra a zo e-barzh da zorn? Respont a reas: Ur wialenn.

3 Hag e lavaras: Taol anezhi d'an douar. He zeurel a reas d'an douar, hag e teuas da vezañ un naer. Moizez a dec'he dirazañ.

4 An AOTROU a lavaras da Voizez: Astenn da zorn ha krog enni dre he lost. Astenn a reas e zorn hag e krogas enni, hag e teuas ur wialenn en e zorn.

5 Kement-se evit ma kredint ez eo en em ziskouezet dit an AOTROU , Doue o zadoù, Doue Abraham, Doue Izaak, Doue Jakob.

6 An AOTROU a lavaras c'hoazh: Laka da zorn ez pruched. Lakaat a reas e zorn en e vruched hag e tennas anezhañ er-maez, ha setu, e zorn a oa lovr, gwenn evel erc'h.

7 Hag e lavaras: Adlaka da zorn ez pruched. Adlakaat a reas e zorn en e vruched hag e tennas anezhañ er-maez, ha setu, e oa addeuet evel e gig.

8 Hag e c'hoarvezo ma ne gredont ket ennout ha ma ne sentont ket ouzh mouezh ar sin kentañ, e kredint e mouezh ar sin diwezhañ.

9 Ma ne gredont ket zoken en daou sin-se ha ma ne sentont ket ouzh da vouezh, e kemeri dour eus ar stêr, a skuilhi war an douar, hag an dour az po kemeret eus ar stêr a zeuio da vezañ gwad war an douar.

10 Moizez a lavaras d'an AOTROU: O, Aotrou, n'on ket un den en defe ar gomz aezet, nag eus dec'h nag eus derc'hent-dec'h, nag abaoe ma komzez da'z servijer; rak va genoù ha va zeod a zo pounner.

11 An AOTROU a lavaras: Piv en deus graet genoù an den? Pe piv eo an hini a laka mut, bouzar, gouest da welout, pe dall? Ha n'eo ket me, an AOTROU?

12 Bremañ eta, kae ha me a vo gant da c'henoù, me a gelenno dit ar pezh a zlei lavarout.

13 Moizez a lavaras: O, Aotrou, kas an hini a fell dit kas.

14 Fulor an AOTROU en em danas a-enep Moizez, hag e lavaras: Aaron al Leviad, ha n'eo ket da vreur? Gouzout a ran e komzo aezet. Ha zoken setu-eñ amañ o tont da'z tiaraogiñ, ha pa welo ac'hanout, e laouenaio en e galon.

15 Komz a ri eta outañ hag e lakai ar c'homzoù en e c'henoù; ha me a vo gant da c'henoù ha gant e hini, hag e kelennin deoc'h ar pezh a zleot ober.

16 Eñ eo an hini a gomzo evidout d'ar bobl, da c'henoù e vo ha te a vo evel Doue dezhañ.

17 Ar wialenn-mañ a gemeri ez taouarn ha drezi e ri ar sinoù.


Distro Moizez en Ejipt

18 Moizez a yeas kuit, a zistroas da gavout Jetro e dad-kaer hag a lavaras: Ma ez in kuit, me az ped, ma tistroin da gavout va breudeur a zo en Ejipt evit gwelout hag int a zo c'hoazh bev. Jetro a lavaras da Voizez: Kae e peoc'h!

19 An AOTROU a lavaras da Voizez e Madian: Kae en-dro d'an Ejipt, rak ar re holl a glaske da vuhez a zo marv.

20 Moizez a gemeras e wreg hag e vibien, o lakaas da bignat war un azen, hag e tistroas da vro Ejipt. Moizez a gemeras gwialenn Doue en e zorn.

21 An AOTROU a lavaras da Voizez: En ur vont en-dro d'an Ejipt, evesha ouzh an holl vurzhudoù am eus lakaet ez torn hag a ri dirak Faraon. Met me a galetaio e galon, ha ne lezo ket ar bobl da vont kuit.

22 Lavarout a ri da Faraon: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU: Israel eo va mab, va c'hentañ-ganet,

23 hag e lavaran dit: Lez va mab da vont kuit, evit ma servijo ac'hanon; ha ma ne fell ket dit e lezel da vont, setu, ez an da lakaat da vab, da gentañ-ganet, da vervel.

24 Hag e c'hoarvezas penaos en hent, en ostaleri, an AOTROU a gavas Moizez hag a glaskas e lakaat da vervel.

25 Sefora a gemeras ur c'hailhastr, a droc'has pod-mezenn e vab, hag e daolas d'e dreid o lavarout: A-dra-sur, ur pried gwad ez out din.

26 An AOTROU a lezas anezhañ. Hi a lavaras neuze: Pried gwad! abalamour d'an amdroc'h.

27 An AOTROU a lavaras da Aaron: Kae en arbenn da Voizez er gouelec'h. Mont a reas eta hag e kavas anezhañ war menez Doue, hag e pokas dezhañ.

28 Moizez a gontas da Aaron holl gomzoù an AOTROU , ar re en doa e gaset drezo, hag an holl sinoù en doa gourc'hemennet dezhañ ober.

29 Moizez a yeas gant Aaron hag e tastumjont holl henaourien mibien Israel.

30 Aaron a lavaras an holl gomzoù en doa lavaret an AOTROU da Voizez hag a reas ar sinoù dirak daoulagad ar bobl.

31 Ar bobl a gredas, hag ec'h anavezjont penaos en doa gweladennet an AOTROU mibien Israel ha penaos en doa gwelet o glac'har. Hag e soubljont o fenn hag e stoujont.

Lean sinn:



Sanasan