Ermaeziadeg 39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 39 Gwiskamantoù an aberzhour-meur 1 Gant limestra, tane ha ruz-moug e rejont gwiskamantoù evit ar servij, evit ober ar servij er santual, hag e rejont ar gwiskamantoù santel evit Aaron, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. An efod 2 Ober a rejont an efod gant aour, limestra, tane, ruz-moug ha lin fin plañsonet. 3 Astennet e voe laonennoù aour, hag e voent troc'het e neudennoù da gemmeskañ gant al limestra, gant an tane, gant ar ruz-moug ha gant al lin fin, evel un oberenn arzour. 4 Graet e voe dezhañ skoazgennoù evit e stagañ; en em stagañ a rae evel-se dre e zaou benn. 5 Lakaet e voe ur gouriz dreist an efod, hag e oa eus an hevelep pezh hag eus an hevelep labour, graet gant aour, limestra, tane, ruz-moug ha lin fin plañsonet, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. 6 Mein oniks a voe kelc'hiet gant lagadoù aour, hag anvioù mibien Israel a voe engravet warno, evel ma labour an engraver-sielloù. 7 Lakaet e voent war skoazgennoù an efod evel mein-eñvor evit mibien Israel, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. Ar gwisk-bruched 8 Graet e voe ar gwisk-bruched evel un oberenn arzour, eus an hevelep labour hag an efod, gant aour, limestra, tane, ruz-moug ha lin fin plañsonet. 9 Karrezek e oa; graet e voe ar gwisk-bruched doubl, e hirder a oa ur rahouennad hag e ledander ur rahouennad; doubl e oa. 10 Sterniet e voe ennañ peder renkad vein; ar renkad kentañ: un agatenn-ruz, un topaz, un emrodez; 11 an eil renkad: ur skarbouklenn, ur safirenn, un diamant; 12 an deirvet renkad: un opalenn, un agatenn, un ametist; 13 ar bedervet renkad: ur c'hrizolit, un oniks, ur yalp. Ar mein-se a voe sterniet gant aour en o gwarnisadur. 14 Ar vein a oa, hervez anvioù mibien Israel, daouzek anezho, hervez o anvioù. Engravet e oant evel sielloù, pep hini hervez e anv evit an daouzek meuriad. 15 Graet e voe war ar gwisk-bruched chadennoùigoù aour glan, tortiset e-doare kordennoùigoù. 16 Graet e voe daou lagad aour ha div lagadenn aour, hag e voe lakaet an div lagadenn ouzh daou benn ar gwisk-bruched. 17 Lakaet e voe an div gordennig aour en div lagadenn e pennoù ar gwisk-bruched. 18 Daou benn an div gordennig a voe lakaet en daou lagad lec'hiet war skoazgennoù an efod, war an diaraog. 19 Graet e voe div lagadenn aour, a voe lakaet ouzh daou benn all ar gwisk-bruched, war ar vevenn a oa ouzh kostez an efod, en diabarzh. 20 Graet e voe div lagadenn aour, a voe lakaet ouzh div skoazgenn an efod, en traoñ, war an diaraog, a-geñver d'ar junt, dreist gouriz an efod. 21 Staget e voe ar gwisk-bruched dre e lagadennoù ouzh lagadennoù an efod gant ur gordennig limestra, evit ma talc'hje war gouriz an efod ha na zistagje ket ar gwisk-bruched diouzh an efod, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. Sae an efod 22 Graet e voe sae an efod e gwiadenn, en he fezh gant limestra. 23 Bez' e oa e-kreiz ar sae un digor evel digor ur jakoun, hag e oa ur vevenn d'an digor tro-war-dro evit na fregje ket. 24 Lakaet e voe ouzh he gouremoù greunadez limestra, tane ha ruz-mouk, e neud plañsonet, 25 graet e voe kleierigoù aour glan, hag e voe lakaet ar c'hleierigoù etre ar greunadez ouzh gouremoù ar sae tro-war-dro etre ar greunadez, 26 ur c'hloc'hig aour hag ur c'hreunadezenn, ur c'hloc'hig aour hag ur c'hreunadezenn, ouzh gouremoù ar sae tro-war-dro, evit ober ar servij, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. An tonegoù hag an talgen a santelezh 27 Graet e voe an tonegoù e lin fin, e gwiadenn, evit Aaron hag evit e vibien, 28 an diarenn e lin fin, ar mintroù e lin fin evit o c'haerder, ar brageier e lin, lin fin plañsonet, 29 ar gouriz e lin fin plañsonet, limestra, tane ha ruz-mouk, en oberenn broderezh, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. 30 Graet e voe gant aour glan an talgen, ar gurunenn santel, hag e voe skrivet warnañ evel labour engraver-sielloù: SANTELEZH D'AN AOTROÙ. 31 Lakaet e voe ennañ ur gordennig limestra; eñ a oa war an diarenn, ouzh krec'h, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. Moizez a wel an tabernakl 32 Evel-se e voe echuet holl labour an tabernakl, teltenn an engalv. Mibien Israel a rejont evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez; ober a rejont evel-se. 33 Hag e tegasjont an tabernakl da Voizez, an deltenn hag hec'h holl draoù, ar c'hlochedoù, ar plenk, ar barrennoù, ar c'holonennoù, ar sichennoù, 34 ar golo e krec'hin tourzed livet e ruz, ar golo e krec'hin a liv hiasint, ar ouel a zisparti, 35 arc'h an Testeni gant he barrennoù, al lec'h-a-drugarez, 36 an daol gant hec'h holl draoù, ar baraoù a ginnig, 37 ar c'hantolor glan gant e lampoù, al lampoù kempennet, e holl draoù, an eoul evit ar c'hantolor, 38 an aoter aour, eoul an oleviadur, an ezañs a c'hwezh-vat, ar rideoz evit digor an deltenn, 39 an aoter arem gant he c'hael arem, he barrennoù, hec'h holl draoù, al laouer gant he foñs, 40 lienoù al leurenn, he c’holonennoù, he sichennoù, rideoz dor al leurenn gant e gerdin, e beulioù, an holl draoù evit servij an tabernakl, evit teltenn an engalv, 41 gwiskamantoù ar servij evit ober ar servij er santual, ar gwiskamantoù santel evit Aaron an aberzhour, gwiskamantoù e vibien evit ar servij evel aberzhourien. 42 Mibien Israel o doa graet an holl labour hervez kement en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. 43 Moizez a welas an holl labour ha setu: graet o doa al labour evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU ; graet o doa evel-se. Ha Moizez o bennigas. |