Ermaeziadeg 38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 38 Aoter al loskaberzhoù 1 Ober a reas aoter al loskaberzhoù e koad kasia, e hirder a oa pemp ilinad hag e ledander pemp ilinad. Karrezek e oa hag e uhelder a oa tri ilinad. 2 Ober a reas ouzh he fevar c'horn kerniel a zeue er-maez eus an aoter, hag o goloas gant arem. 3 Ober a reas holl draoù an aoter, ar podoù, ar palioù, an hanafoù, ar fourchetezioù, ar podoù-glaou-bev; hag e reas hec'h holl draoù gant arem. 4 Ober a reas evit an aoter ur gael evel un dreilh, en arem, a lakaas dindan bardell an aoter, adalek an traoñ, hag an dreilh a save betek kreiz an aoter. 5 Teuziñ a reas peder lagadenn a lakaas ouzh pevar c'horn ar gael en arem, da zegemer ar barrennoù. 6 Ober a reas ar barrennoù e koad kasia hag o goloas gant arem. 7 Lakaat a reas ar barrennoù el lagadennoù a oa ouzh kostezioù an aoter evit he dougen ganto. Hec'h ober a reas kleuz, gant plenk. Al laouer arem 8 Ober a reas al laouer arem gant he foñs arem, gant melezourioù ar merc'hed a servije, a rae ar servij ouzh digor teltenn an engalv. Al leurenn 9 Ober a reas al leurenn. Evit kostez ar su, war-zu ar c'hreisteiz, e oa evit al leurenn lienoù e lin fin plañsonet, eus kant ilinad a hirder, 10 hag ugent kolonenn hag o ugent sichenn arem. Tachoù ar c'holonennoù hag o zriklennoù a oa en arc'hant. 11 Evit kostez an norzh, war-zu an hanternoz, e oa kant ilinad a lienoù, hag ugent kolonenn hag o ugent sichenn arem, ha tachoù ar c'holonennoù hag o zriklennoù en arc'hant. 12 Evit kostez ar c'hornôg, war-zu ar c'huzh-heol, e oa hanter-kant ilinad a lienoù, gant o dek kolonenn hag o dek sichenn, ha tachoù ar c'holonennoù hag o zriklennoù en arc'hant. 13 Evit kostez a-ziaraok, war-zu ar sav-heol, e oa hanter-kant ilinad, 14 pemzek ilinad a lienoù evit ur gazel, gant o zeir c'holonenn hag o zeir sichenn, 15 pemzek ilinad a lienoù evit an eil kazel, a oa en tu all eus dor al leurenn, gant o zeir c'holonenn hag o zeir sichenn. 16 Holl lienoù al leurenn, tro-war-dro, a oa e lin fin plañsonet. 17 Sichennoù ar c'holonennoù a oa en arem, tachoù ar c'holonennoù hag o zriklennoù a oa en arc'hant, o zogennoù a oa goloet gant arc'hant. Holl golonennoù al leurenn a oa staget gant triklennoù arc'hant. 18 Rideoz dor al leurenn a oa un oberenn broderezh e limestra, tane ha ruz-mouk, e lin fin plañsonet; e hirder a oa ugent ilinad hag e uhelder, evel ledander lienoù al leurenn, a oa pemp ilinad. 19 O feder c'holonenn hag o feder sichenn a oa en arem, o zachoù a oa en arc'hant, o zogennoù a oa goloet gant arc'hant, o zriklennoù a oa en arc'hant. 20 An holl beulioù evit an tabernakl hag evit al leurenn tro-dro a oa en arem. Danvezioù implijet 21 Setu kontoù an tabernakl, tabernakl an Testeni, a voe graet war urzh Moizez gant al Levited, dindan renerezh Itamar mab Aaron an aberzhour. 22 Bezaleel mab Uri mab Hur eus meuriad Juda a reas kement en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez, 23 ha gantañ Oholiab mab Ahizamak eus meuriad Dan, engraver, ijiner ha broder e limestra, e tane, e ruz-moug hag e lin fin. 24 An holl aour a oa implijet evit al labour, en holl labourioù ar santual, hag a oa aour ar profoù, a oa nav zalant warn-ugent ha seizh kant tregont sikl, hervez sikl ar santual. 25 Arc'hant ar vodadenn a voe niveret a oa kant talant ha mil seizh kant pemzek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, 26 un hanter sikl dre benn, an hanter eus ur sikl, hervez sikl ar santual, evit kement a dremenas dre an niveradeg, adalek ugent vloaz ha dreistoc'h, da lavarout eo evit c'hwec'h kant tri mil pemp kant hag hanter-kant den. 27 Bez' e voe eta kant talant arc'hant evit teuziñ sichennoù ar santual ha sichennoù ar ouel, kant sichenn evit kant talant, un talant dre sichenn. 28 Gant ar mil seizh kant pemzek sikl ha tri-ugent, e voe graet an tachoù evit ar c'holonennoù, goloet e voe o zogennoù, hag e voent staget dre driklennoù. 29 Arem ar profoù a voe dek talant ha tri-ugent ha daou vil pevar c'hant sikl. 30 Graet e voe ganto sichennoù digor teltenn an engalv, an aoter arem, he c'hael, holl draoù an aoter, 31 sichennoù al leurenn tro-dro, sichennoù dor al leurenn, holl beulioù an tabernakl hag holl beulioù al leurenn tro-dro. |