Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 37 Arc'h an Testeni

1 Bezaleel a reas an arc'h e koad kasia, hirder an arc'h a oa daou ilinad hanter, he ledander un ilinad hanter, hec'h uhelder un ilinad hanter.

2 He goloas gant aour glan en diabarzh hag en diavaez, hag e lakaas warni ur gurunenn aour tro-dro.

3 Teuziñ a reas peder lagadenn aour a lakaas ouzh he fevar c'horn, div lagadenn ouzh ur c'hostez, ha div lagadenn ouzh ar c'hostez all.

4 Ober a reas barrennoù e koad kasia hag o goloas gant aour.

5 Hag e lakaas ar barrennoù el lagadennoù e kostezioù an arc'h, evit dougen an arc'h ganto.

6 Ober a reas al lec'h-a-drugarez gant aour glan, e hirder a oa daou ilinad hanter hag e ledander un ilinad hanter.

7 Hag e reas daou cherubin aour. Ober a reas anezho gant ar morzhol, e daou benn al lec'h-a-drugarez,

8 ur cherubin er penn-mañ hag ur cherubin er penn all. Ober a reas ar cherubined o tont kuit eus al lec'h-a-drugarez en e zaou benn.

9 Ar cherubined a astenne o eskell d'an nec'h, o c'holeiñ gant o eskell al lec'h-a-drugarez, hag o dremmoù a oa an eil etrezek egile. Dremmoù ar cherubined a oa troet etrezek al lec'h-a-drugarez.


Taol ar baraoù a ginnig

10 Ober a reas un daol e koad kasia, he hirder a oa daou ilinad, he ledander un ilinad, hec'h uhelder un ilinad hanter.

11 He goleiñ a reas gant aour glan, hag e lakaas warni ur gurunenn aour en-dro.

12 Ober a reas en-dro dezhi ur rizenn a bevar biz, hag e reas d'ar rizenn-se ur gurunenn aour en-dro.

13 Teuziñ a reas dezhi peder lagadenn aour, hag e lakaas al lagadennoù-se ouzh ar pevar c'horn a oa ouzh he fevar zroad.

14 Al lagadennoù a oa tost d'ar rizenn, da zegemer barrennoù evit dougen an daol.

15 Ober a reas ar barrennoù e koad kasia hag o goloas gant aour, hag e oa douget an daol ganto.

16 Ober a reas an traoù a dlee bezañ war an daol, he fladoù, he zasoù, he listri hag hec'h hanafoù evit an evajoù-kinnig. O ober a reas gant aour glan.


Ar c'hantolor aour glan

17 Ober a reas ar c'hantolor aour glan. Ar c'hantolor a voe graet gant ar morzhol; e droad, e skourroù, e galiroù, e avaloù hag e vleunioù a oa a-bezh gantañ.

18 C'hwec'h skourr a zeue eus e gostezioù, tri skourr eus ar c'hantolor eus ur c'hostez, ha tri skourr eus ar c'hantolor eus ar c'hostez all.

19 Bez' e oa tri c'halir e-doare alamandez ouzh ur skourr, gant aval ha bleunienn, ha tri c'halir e-doare alamandez ouzh ar skourr all, gant aval ha bleunienn. Bez' e oa en hevelep doare evit ar c'hwec'h skourr a zeue er-maez eus ar c'hantolor.

20 Bez' e oa er c'hantolor e-unan pevar c'halir e-doare alamandez, pep hini gant e avaloù hag e vleunioù,

21 un aval dindan daou skourr a zeue kuit, un aval all dindan daou skourr all, ha c'hoazh un aval dindan an daou skourr all, evit ar c'hwec'h skourr a zeue er-maez eus ar c'hantolor.

22 An avaloù hag ar bleunioù a oa lamet dioutañ. Bez' e oa holl eus ur pezh hepken, graet gant ar morzhol en aour glan.

23 Ober a reas e seizh lamp, e c'hevelioù hag e bodoù-ludu en aour glan.

24 Ober a reas anezhañ, gant e holl draoù, eus un talant aour glan.


Aoter an ezañs

25 Ober a reas aoter an ezañs e koad kasia; he hirder a oa un ilinad hag he ledander un ilinad; karrezek e oa hag hec'h uhelder a oa daou ilinad. Kerniel a zeue er-maez eus an aoter.

26 He goloas gant aour glan, ar gorre, ar c'hostezioù tro-dro hag ar c'herniel, hag e lakaas warni ur gurunenn aour en-dro.

27 Ober a reas div lagadenn aour dindan he c'hurunenn en he daou gostez. O lakaat a reas en daou gostez, da zegemer barrennoù evit he dougen.

28 Ober a reas ar barrennoù e koad kasia hag o goloas gant aour.

29 Ober a reas an eoul evit an oleviadur santel, hag an ezañs glan a c'hwezh-vat, graet hervez ijin ar fronder.

Lean sinn:



Sanasan