Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 36 Oberiadur an tabernakl: ar goloioù

1 Bezaleel, Oholiab hag an holl dud skiantek en doa lakaet an AOTROU ijin ha gouiziegezh enno da c'houzout ober pep tra evit servij ar santual, a reas kement en doa gourc'hemennet an AOTROU .

2 Moizez a c'halvas Bezaleel, Oholiab hag an holl dud skiantek en doa lakaet an AOTROU ijin en o c'halon, ar re holl a lakae o c'halon anezho da dostaat evit ober al labour,

3 hag e kemerjont a-zirak Moizez an holl brofoù o doa degaset mibien Israel d'ober pep tra evit servij ar santual. Hag e voe degaset dezhañ c'hoazh bep beure profoù a volontez vat.

4 Neuze an holl dud skiantek a rae holl labour ar santual a guitaas pep hini anezho al labour a rae,

5 hag a zeuas da lavarout da Voizez: Ar bobl a zegas kalz muioc'h eget n'eus ezhomm evit servij al labour en deus gourc'hemennet Doue ober.

6 Dre urzh Moizez e voe kriet dre ar c'hamp: Ra ne raio na gwaz na gwreg labour ebet ken evit prof ar santual. Evel-se e voe miret ouzh ar bobl degas tra ebet.

7 Hag e voe a-walc'h a draoù evit an holl labourioù da ober. Bez' e voe zoken a re.

8 An holl dud skiantek a rae labour an tabernakl a reas dek pallenn lin fin plañsonet, limestra, tane ha ruz-mouk, gant cherubined a voe graet evel un oberenn arzour.

9 Hirder ur pallenn a oa eizh ilinad warn-ugent ha ledander an hevelep pallenn a oa pevar ilinad. An holl ballennoù o doa an hevelep ment.

10 Pemp pallenn a voe staget an eil ouzh eben, hag ar pemp all a voe ivez staget an eil ouzh eben.

11 Graet e voe ivez lasoù limestra war vord ar pallenn kentañ, e penn an dastum, hag e voe graet an hevelep tra da vord ar pallenn diwezhañ, en eilvet dastum.

12 Graet e voe hanter-kant las d'ar pallenn kentañ, hag e voe graet hanter-kant las da vord ar pallenn a vo en eilvet dastum. Al lasoù a voe an eil a-dal d'egile.

13 Graet e voe hanter-kant kloched aour, hag e voe unanet an eil pallenn d'egile gant ar c'hlochedoù, evit ma vefe an tabernakl en ur pezh hepken.

14 Graet e voe pallennoù blev girvi, evit servijañ da deltenn war an tabernakl. Graet e voe unnek pallenn evel-se.

15 Hirder ur pallenn a oa tregont ilinad ha ledander an hevelep pallenn a oa pevar ilinad. An unnek pallenn o doa an hevelep ment.

16 Unanet e voe pemp eus ar pallennoù-se a-du, hag ar c'hwec'h pallenn all a-du.

17 Graet e voe hanter-kant las war vord ar pallenn diwezhañ eus an dastum, hag hanter-kant las war vord ar pallenn eus an eilvet dastum.

18 Graet e voe hanter-kant kloched arem evit dastum an deltenn, evit ma raje ur pezh hepken.

19 Graet e voe evit an deltenn ur golo krec'hin tourzed livet e ruz, hag ur golo krec'hin a liv hiasint dreist.


Ar plenk hag o sichennoù

20 Graet e voe evit an tabernakl plenk koad kasia a voe lakaet da zerc'hel en o sav.

21 Hirder ur plankenn a oa dek ilinad ha ledander an hevelep plankenn a oa un ilinad hanter.

22 Bez' e oa daou zalc'h da bep plankenn, da stagañ an eil ouzh egile. Graet e voe en hevelep doare evit holl blenk an tabernakl.

23 Graet e voe eta ar plenk evit an tabernakl: ugent plankenn evit kostez ar su, war-zu ar c'hreisteiz.

24 Dindan an ugent plankenn e voe graet daou-ugent sichenn arc'hant, evit e zaou zalc'h, ha div sichenn dindan ur plankenn all, evit e zaou zalc'h.

25 Graet e voe ugent plankenn evit kostez all an tabernakl, war-zu an hanternoz,

26 hag o daou-ugent sichenn arc'hant, div sichenn dindan ur plankenn ha div sichenn dindan ur plankenn all.

27 Graet e voe c'hwec'h plankenn evit foñs an tabernakl, war-zu ar c'huzh-heol.

28 Graet e voe daou blankenn, evit kognoù an tabernakl, er foñs;

29 doubl e oant adalek an traoñ, ha doubl e oant, staget mat, ouzh krec'h, betek al lagadenn gentañ. Evel-se e voe graet evito o-daou, evit an daou gogn.

30 Bez' e oa eta eizh plankenn hag o c'hwezek sichenn arc'hant, div sichenn dindan ur plankenn ha div sichenn dindan ur plankenn all.

31 Graet e voe pemp barrenn koad kasia evit ar plenk eus ur c'hostez d'an tabernakl,

32 ha pemp barrenn evit plenk ar c'hostez all d'an tabernakl, ha pemp barrenn evit kostez an tabernakl a oa er foñs, war-zu ar c'huzh-heol.

33 Graet e voe barrenn ar c'hreiz a oa e-kreiz ar plenk hag a yae eus ur penn d'ar penn all.

34 Goloet e voe ar plenk gant aour, hag e voe graet o lagadennoù gant aour evit lakaat ar barrennoù, hag e voe goloet ar barrennoù gant aour.


Ar ouel hag ar rideoz

35 Graet e voe ur ouel limestra, tane ha ruz-mouk, e lin fin plañsonet; graet e voe evel un oberenn arzour gant cherubined.

36 Graet e voe dezhi peder c'holonenn kasia goloet gant aour. O zachoù a oa en aour, hag e voe teuzet dezho peder sichenn arc'hant.

37 Evit digor an deltenn, e voe graet ur rideoz limestra, tane ha ruz-mouk, e lin fin plañsonet; un oberenn broderezh e oa.

38 Graet e voe e bemp kolonenn hag o zachoù, hag e voe goloet gant aour o zogennoù hag o zriklennoù; o femp sichenn a oa en arem.

Lean sinn:



Sanasan