Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 35 Ar sabad meneget a-nevez

1 Moizez a zastumas holl vodadenn mibien Israel hag a lavaras: Setu amañ an traoù en deus gourc'hemennet an AOTROU d'ober.

2 Al labour a vo graet e-pad c'hwec'h devezh, met ar seizhvet devezh a vo evidoc'h un dra santel, ar sabad-diskuizh evit an AOTROU . Piv bennak a raio ul labour en deiz-se a vo lakaet d'ar marv.

3 Ne vo ket enaouet a dan en hini eus ho tiez da zeiz ar sabad.


Profoù evit an tabernakl

4 Moizez a gomzas da holl vodadenn mibien Israel hag a lavaras: Setu amañ ar pezh en deus gourc'hemennet an AOTROU . Lavaret en deus:

5 Kemerit eus ho traoù ur prof evit an AOTROU . Pep den a galon vat a zegaso profoù d'an AOTROU , aour, arc'hant, arem,

6 limestra, tane, ruz-moug, lin fin, blev givri,

7 krec'hin tourzed livet e ruz ha krec'hin a liv hiasint, koad kasia,

8 eoul evit ar c'hantolor, louzoù-frondus evit eoul an oleviadur hag evit an ezañs a c'hwezh-vat,

9 mein oniks ha mein evit sterniañ an efod hag ar gwisk-bruched.

10 An holl dud skiantek en ho touez a zeuio hag a raio kement en deus gourc'hemennet an AOTROU ,

11 an tabernakl, e deltenn hag e c'holo, e glochedoù, e blenk, e varrennoù, e golonennoù, e sichennoù,

12 an arc'h hag e varrennoù, al lec'h-a-drugarez, ar ouel evit goleiñ,

13 an daol hag he barrennoù, hec'h holl draoù, ar baraoù a ginnig,

14 ar c’hantolor hag e draoù, e lampoù, an eoul evit ar c'hantolor,

15 aoter an ezañs hag he barrennoù, eoul an oleviadur, an ezañs a c'hwezh-vat, rideoz an nor evit digor an tabernakl,

16 aoter al loskaberzhoù, he c'hael arem, he barrennoù hag hec'h holl draoù, al laouer gant he foñs,

17 lienoù al leurenn, he c'holonennoù, he sichennoù ha rideoz dor al leurenn,

18 peulioù an tabernakl, peulioù al leurenn hag o c'herdin,

19 gwiskamantoù ar servij evit ober ar servij er santual, ar gwiskamantoù santel evit Aaron an aberzhour, gwiskamantoù e vibien evit ar servij evel aberzhourien.

20 Holl vodadenn mibien Israel a zeuas er-maez a-zirak Moizez.

21 Ar re holl a gase o c'halon anezho a zeuas, ar re holl a lakae o spered anezho d'henn ober a zegasas ur prof d'an AOTROU evit oberenn teltenn an engalv, evit hec'h holl servijoù hag evit ar gwiskamantoù santel.

22 Ar wazed a zeuas gant ar gwragez. Ar re holl a oa a galon vat a zegasas kelc'hioù-brec'h, lagadennoù, gwalinier, kelc'hennoù, pep seurt traoù kaer en aour; pep hini a ginnigas ur prof aour bennak d'an AOTROU .

23 Ar re holl o doa en o ziez limestra, tane, ruz-moug, lin fin, blev givri, krec'hin tourzed livet e ruz ha krec'hin a liv hiasint o degasas.

24 Ar re holl o doa peadra evit reiñ ur prof arc'hant pe arem o degasas evit o c'hinnig d'an AOTROU . Ar re holl o doa en o ziez koad kasia evit labour ar servij en degasas.

25 An holl wragez skiantek a nezas gant o daouarn hag a zegasas ar pezh o doa nezet, al limestra, an tane, ar ruz-moug hag al lin fin.

26 An holl wragez a oa douget o c'halon di hag a oa skiantek a nezas blev givri.

27 Re gentañ ar bobl a zegasas mein oniks ha mein evit sterniañ an efod hag ar gwisk-bruched,

28 louzoù-frondus hag eoul evit ar c'hantolor, evit eoul an oleviadur hag evit an ezañs a c'hwezh-vat.

29 Mibien Israel a zegasas d'an AOTROU profoù a volontez vat, ar wazed hag ar gwragez a lakae o c'halon anezho da lodenniñ el labour holl en doa gourc'hemennet an AOTROU dre c'henoù Moizez.


Artizaned leuniet gant ar Spered

30 Moizez a lavaras da vibien Israel: Sellit, an AOTROU en deus galvet dre e anv Bezaleel mab Uri mab Hur eus meuriad Juda.

31 Leuniet en deus anezhañ gant Spered Doue, e skiant, en ijin hag e gouiziegezh, evit pep seurt labourioù,

32 evit ijinañ traoù, evit labourat war an aour, war an arc’hant ha war an arem,

33 evit benañ hag ensterniañ mein talvoudus, evit kizellañ ar c’hoad, evit ober pep seurt labourioù.

34 Roet en deus dezhañ ivez ar c'houestoni da zeskiñ, dezhañ ha da Oholiab mab Ahizamak eus meuriad Dan.

35 Lakaet en deus ijin enno evit ma raint pep seurt labourioù a vicherour, a vroder hag a wiader e livioù disheñvel, e limestra, e tane, e ruz-mouk, e lin fin, e gwiaderezh; ober a reont pep seurt labour hag int ampart e traoù nevez.

Lean sinn:



Sanasan