Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 34 An div daolenn nevez. An emglev adnevezet

1 An AOTROU a lavaras da Voizez: Gra div daolenn vaen evel ar re gentañ, hag e skrivin war an daolenn-se ar c'homzoù a oa war an taolennoù kentañ ac'h eus torret.

2 Bez prest a-benn beure; pign adalek ar beure war Venez Sinai, en em zalc'h dirazon war-lein ar menez.

3 Ra ne bigno den ganit, ha zoken ra n'en em ziskouezo den war ar menez holl. Ra ne beuro na deñved na ejened zoken tost d'ar menez.

4 Moizez a reas div daolenn vaen evel ar re gentañ, a savas beure-mat hag a bignas war Venez Sinai, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhañ. Hag e kemeras en e zorn an div daolenn vaen.

5 An AOTROU a ziskennas er goabrenn, en em zalc'has gantañ hag a grias anv an AOTROU .

6 An AOTROU a dremenas dirazañ hag a grias: An AOTROU , an AOTROU! An Doue trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh hag e fealded,

7 a vir e drugarez betek ar milvet rumm, a bardon an direizhder, an disentidigezh hag ar pec'hed, met na zalc'h ket an hini kablus evit didamall, hag a gastiz fazioù an tadoù war o mibien ha war vibien o mibien betek an trede hag ar pevare rumm.

8 Moizez a stouas hag a azeulas.

9 Lavarout a reas: AOTROU , da bediñ a ran, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ra gerzho an AOTROU en hon touez, rak ur bobl eo a c'houzoug reut, pardon hon direizhder hag hor pec'hed, hon dalc'h evel da hêrezh.

10 Eñ a respontas: Setu e ran un emglev. Ober a rin dirak da holl bobl burzhudoù n'int ket bet graet war an douar holl ha nag e-touez pobl ebet. An holl bobl a welo oberenn an AOTROU , rak ar pezh ez an d'ober ganit a vo un dra spontus.

11 Laka evezh d'ar pezh a c'hourc'hemennan dit hiziv. Setu, ez an da gas kuit dirazout an Amoreaned, ar Gananeiz, an Hitited, ar Ferezianed, an Hevianed hag ar Jebuziz.

12 En em vir d'ober emglev gant tud ar vro emaout o vont enni, gant aon na vint ur stign evidout.

13 Er c'hontrol e tiskarot o aoterioù, e torrot o delwennoù hag e troc'hot o Asheraoù.

14 Ne stoui ket dirak un doue all rak an AOTROU en em c'halv un Doue gwarizius; un Doue gwarizius eo.

15 Ne ri ket a emglev gant tud ar vro, gant aon pa en em roint d'ar gasterezh gant o doueoù ha pa aberzhint d'o doueoù, na bedo unan bennak anezho ha na zebri eus o aberzhoù.

16 Ne gemeri eus e verc'hed evit da vibien, gant aon e verc'hed, oc'h en em reiñ d'ar gasterezh gant o doueoù, na lakaint da vibien d'en em reiñ d'ar gasterezh gant o doueoù.

17 Ne ri ket dit doueoù teuzet.

18 Mirout a ri gouel ar bara hep goell; debriñ a ri bara hep goell e-pad seizh devezh evel ma em eus gourc'hemennet dit en amzer miz Abib, rak ennañ ez out aet kuit eus an Ejipt.

19 Kement a zigor ar mammog a zo din, ha da holl loened par kentañ-ganet, loened bras pe loened bihan.

20 Dasprenañ a ri gant un oan pep kentañ-ganet eus an azen, ha ma ne zasprenez ket anezhañ, e torri dezhañ ar gouzoug. Dasprenañ a ri ivez pep kentañ-ganet eus an dud e-touez da vibien, ha ne zeuior ket en goullo dirak va dremm.

21 Labourat a ri c'hwec'h devezh, met d'ar seizhvet deiz e tiskuizhi, zoken en amzer an douar-labour hag an eost.

22 Lidañ a ri gouel ar sizhunioù en amzer ar frouezh kentañ eus eost ar gwinizh, ha gouel an eost e dibenn ar bloaz.

23 Teir gwech ar bloaz en em ziskouezo an holl wazed ac'hanoc'h dirak an Aotrou, an AOTROU Doue Israel.

24 Rak kas a rin kuit ar pobloù dirazout hag ec'h astennin da harzoù. Den ne c’hoantaio da vro pa bigni evit en em ziskouez teir gwech ar bloaz dirak an AOTROU da Zoue.

25 Ne ginnigi ket gwad va aberzh gant bara goet. Aberzh gouel ar Pask ne dremeno ket an noz betek ar beure.

26 Degas a ri frouezh kentañ an douar e ti an AOTROU da Zoue. Ne boazhi ket ar menn-gavr e laezh e vamm.

27 An AOTROU a lavaras da Voizez: Skriv ar c'homzoù-mañ, rak hervez dalc'had ar c'homzoù-mañ em eus graet un emglev ganit ha gant Israel.

28 Eñ a voe eno gant an AOTROU daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, ha ne zebras ket bara ha ne evas ket dour. Hag e skrivas war an taolennoù komzoù an emglev, an dek komz.


Dremm skedus Moizez

29 Moizez a ziskennas a-ziwar Menez Sinai; an div daolenn eus an Testeni a oa e dorn Moizez pa ziskennas a-ziwar ar menez, ha ne ouie ket penaos kroc'hen e zremm a oa deuet da vezañ skedus e-pad ma komze gant Doue.

30 Aaron hag holl vibien Israel a welas Moizez ha setu, kroc'hen e zremm a lugerne, hag o doa aon o tostaat outañ.

31 Moizez o galvas, Aaron hag holl re gentañ ar vodadenn a zeuas d'e gavout ha Moizez a gomzas outo.

32 Goude-se, holl vibien Israel a dostaas hag e c'hourc'hemennas dezho kement en doa lavaret an AOTROU war Venez Sinai.

33 Moizez a echuas da gomz outo; hag e lakaas ur ouel war e zremm.

34 Pa'z ae Moizez dirak an AOTROU evit komz outañ, e lame ar ouel betek ma'z ae kuit, neuze ez ae er-maez hag e lavare da vibien Israel ar pezh a veze bet gourc'hemennet dezhañ.

35 Mibien Israel a wele penaos dremm Moizez, kroc'hen dremm Moizez, a lugerne. Ha Moizez a adlakae ar ouel war e zremm betek ma'z ae evit komz gant an AOTROU .

Lean sinn:



Sanasan