Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 33

1 An AOTROU a lavaras da Voizez: Kae kuit, pign ac'halen te hag ar bobl ac'h eus lakaet da bignat eus bro Ejipt, kae etrezek ar vro am eus touet reiñ da Abraham, da Izaak ha da Jakob, o lavarout: He reiñ a rin da'z lignez.

2 Me a gaso un ael dirazout, hag e kasin kuit ar Gananeiz, an Amoreaned, an Hitited, ar Ferezianed, an Hevianed hag ar Jebuziz,

3 evit ho ren etrezek ar vro-se a zever gant laezh ha mel; met ne bignin ket ez kreiz gant aon na guzumfen ac'hanout en hent, dre ma'z out ur bobl a c'houzoug reut.

4 Pa glevas ar bobl ar c'homzoù drouk-se, e tougas kañv ha den ne lakaas e vragerizoù warnañ.

5 An AOTROU a lavaras da Voizez: Lavar da vibien Israel: C'hwi a zo ur bobl a c'houzoug reut; ma pignfen ur pennadig hepken ez kreiz, e kuzumfen ac'hanout; bremañ eta lam da vragerizoù kuit diwarnout hag e welin ar pezh a rin dit.

6 Evel-se mibien Israel en em zisc'hreas eus o bragerizoù adalek Menez Horeb.


Teltenn an engalv

7 Moizez a gemeras an deltenn, he savas er-maez eus ar c'hamp hag a c'halvas anezhi teltenn an engalv. Ar re holl a glaske an AOTROU a yae da deltenn an engalv a oa er-maez eus ar c'hamp.

8 Pa'z ae Moizez d'an deltenn, an holl bobl a save; pep hini anezho en em zalc'he ouzh dor e deltenn hag a heulie Moizez gant e zaoulagad betek ma vije aet en deltenn.

9 Adalek ma oa aet Moizez en deltenn, ar golonenn a goabrenn a ziskenne hag en em zalc'he ouzh digor an deltenn, hag an AOTROU a gomze gant Moizez.

10 O welout ar golonenn a goabrenn en em zalc'he ouzh digor an deltenn, an holl bobl a save ha pep hini en em lakae war e zaoulin dirak dor e deltenn.

11 Hag e komze an AOTROU gant Moizez dremm ouzh dremm, evel ma komz un den ouzh e vignon. Neuze Moizez a zistroe d'ar c'hamp. Met e servijer yaouank, Jozue mab Nun, ne guitae ket an deltenn.


Moizez ha gloar an AOTROU

12 Moizez a lavaras d'an AOTROU: Sell, e lavarez din: Laka ar bobl-se da bignat! Ha ne'c'h eus ket roet da anavezout din an hini a dleez kas ganin. Koulskoude ec'h eus lavaret: Da anavezout a ran dre da anv ha kavet ec'h eus trugarez dirak va daoulagad.

13 Bremañ e pedan ac'hanout, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, gra din anavezout da hentoù; ra anavezin ac'hanout evit ma kavin trugarez dirak da zaoulagad. Evesha ivez penaos ar bobl-mañ eo da bobl.

14 An AOTROU a lavaras: Va bezañs a yelo ganit hag e roin dit diskuizh.

15 Moizez a lavaras: Ma ne zeu ket da vezañs, na ra ket deomp pignat ac'hann.

16 Penaos e vo anavezet em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, me ha da bobl? Ha ne vo ket pa gerzhi ganeomp? Neuze, me ha da bobl a vo disheñvelaet diouzh an holl bobloù a zo war-c'horre an douar.

17 An AOTROU a lavaras da Voizez: Ober a rin ar pezh a lavarez, rak kavet ec'h eus trugarez dirak va daoulagad.

18 Moizez a lavaras: Me az ped, diskouez din da c'hloar.

19 An AOTROU a lavaras: Lakaat a rin da dremen va holl vadelezh dirak da zremm hag e kriin anv an AOTROU dirazout. Me a raio trugarez d'an hini a rin trugarez dezhañ hag em bo truez ouzh an hini am bo truez outañ.

20 Hag e lavaras: Ne c'helli ket gwelout va dremm, rak an den ne c'hell ket gwelout ac'hanon ha bevañ.

21 Hag e lavaras: Setu ul lec'h tost din; en em zerc'hel a ri war ar roc'h

22 hag e c'hoarvezo penaos pa dremeno va gloar, e lakain ac'hanout e kleuz ar roc'h hag e c'holoin ac'hanout gant va dorn betek ma vin tremenet.

23 Hag e tennin va dorn kuit, hag em gweli a-dreñv, met va dremm ne weli ket.

Lean sinn:



Sanasan