Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 32 Al leue aour

1 Ar bobl, o welout penaos e talee Moizez da ziskenn diwar ar menez, en em zastumas da gavout Aaron hag a lavaras: Deus, gra deomp doueoù a gerzho a-raok deomp, rak ar Moizez-se, an den en deus hol lakaet da bignat eus an Ejipt, n'ouzomp ket ar pezh a zo c'hoarvezet gantañ.

2 Aaron a respontas: Tennit al lagadennoù aour a zo e divskouarn ho kwragez, ho mibien hag ho merc'hed, ha degasit anezho din.

3 Hag holl e lamjont al lagadennoù aour a oa en o divskouarn, hag e tegasjont anezho da Aaron.

4 Eñ o c'hemeras eus o daouarn, o labouras gant ur gizell, hag a reas diouto ul leue teuzet. Hag e lavarjont: Setu da zoueoù, o Israel, ar re o deus da lakaet da bignat eus bro Ejipt.

5 Aaron, o welout kement-se, a savas un aoter dirazañ hag a grias o lavarout: Warc'hoazh e vo ur gouel en enor d'an AOTROU!

6 Sevel a rejont eta abred an deiz war-lerc'h hag e kinnigjont loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù. Ar bobl a azezas da zebriñ ha da evañ, ha goude e savjont da laouenaat.

7 Neuze an AOTROU a lavaras da Voizez: Kae, diskenn, rak da bobl ec'h eus lakaet da bignat eus bro Ejipt, a zo en em vreinet.

8 Distroet int buan eus an hent em boa merket dezho. Graet o deus ul leue teuzet, daoulinet o deus dirazañ, aberzhet o deus dezhañ ha lavaret o deus: Setu da zoueoù, o Israel, ar re o deus da lakaet da bignat eus bro Ejipt.

9 An AOTROU a lavaras da Voizez: Sellet em eus ouzh ar bobl-mañ, ha setu, eo ur bobl a c'houzoug reut.

10 Bremañ lez ac'hanon d'ober, ma tano va fulor a-enep dezho ha ma o c'huzumin. Met ur bobl vras a rin ac'hanout.

11 Moizez a bedas an AOTROU e Zoue hag a lavaras: Perak, AOTROU , da fulor a zeufe d'en em danañ a-enep da bobl ac'h eus lakaet da zont kuit eus bro Ejipt gant ur galloud bras ha gant un dorn nerzhus?

12 Perak e lavarfe an Ejipsianed: O lakaet en deus da vont kuit evit o gwalleur, evit o lazhañ er menezioù, evit o c'huzumiñ diwar-c'horre an douar? Distro eus gwrez da gounnar hag az pez keuz eus an droug a fell dit ober da'z pobl.

13 Az pez soñj eus Abraham, Izaak hag Israel, da servijerien, az poa touet dezho ennout da-unan o lavarout: Kreskiñ a rin ho lignez evel stered an neñvoù hag e roin d'ho lignez an holl vro-se, am eus komzet diwar he fenn, hag e vo dezho da viken.

14 Hag an AOTROU en doe keuz eus an droug en doa lavaret a raje d'e bobl.

15 Moizez a zistroas hag a ziskennas a-ziwar ar menez, div daolenn an Testeni en e zorn, taolennoù skrivet war an daou du. Skrivet e oant war un tu ha war egile.

16 An taolennoù a oa labour Doue, ar skritur ivez a oa skritur Doue, engravet war an taolennoù.

17 Jozue a glevas mouezh ar bobl a laoske kriadennoù, hag e lavaras da Voizez: Bez' ez eus un trouz a vrezel er c'hamp.

18 Moizez a lavaras: N'eo nag un trouz a griadennoù a drec'herien nag un trouz a griadennoù a drec'hidi, me a glev un trouz a dud o kanañ.

19 Pa voe tost d'ar c'hamp e welas al leue hag an dañsoù. Kounnar Moizez en em danas, hag e taolas eus e zaouarn an taolennoù hag e trailhas anezho e traoñ ar menez.

20 Kemer a reas al leue o doa graet, en devas en tan hag en freuzas ken na voe aet e poultr a skuilhas war an dour. Hag e roas anezhañ da evañ da vibien Israel.

21 Moizez a lavaras da Aaron: Petra he deus graet ar bobl-mañ dit, ma ec'h eus tennet warni ur pec'hed ken bras?

22 Aaron a respontas: Ra n'en em dano ket kounnar va aotrou; gouzout a rez eo douget ar bobl-mañ d'an droug.

23 Lavaret o deus din: Gra deomp doueoù a gerzho a-raok deomp, rak ar Moizez-se, an den en deus hol lakaet da bignat eus an Ejipt, n'ouzomp ket ar pezh a zo c'hoarvezet gantañ.

24 Lavaret em eus dezho: Ar re o deus aour, ra en em zistagot dioutañ. Hag o deus e roet din. E daolet em eus en tan, hag eo al leue a zo deuet er-maez.

25 Moizez a welas e oa ar bobl diroll, rak Aaron en doa o lezet en dirollerezh, en arvar da vezañ dismegañset gant o enebourien.

26 Moizez en em zalc'has ouzh dor ar c'hamp hag a lavaras: Da'm c'havout piv bennak a zo evit an AOTROU! Holl vibien Levi en em zastumas d'e gavout.

27 Lavarout a reas: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU Doue Israel: Ra lakaio pep hini ac'hanoc'h e gleze ouzh e gostez. Tremenit hag adtremenit a zor da zor er c'hamp, ha lazhit pep hini e vreur, pep hini e vignon, pep hini e amezeg.

28 Mibien Levi a reas hervez komz Moizez. Hag e voe en deiz-se war-dro tri mil den eus ar bobl a varvas.

29 Moizez a lavaras: Gouestlit hiziv ho taouarn d'an AOTROU pep hini ac'hanoc'h, zoken e priz e vab pe e vreur, evit tennañ hiziv warnoc'h ar vennozh.

30 An deiz war-lerc'h Moizez a lavaras d'ar bobl: Ur pec'hed bras hoc'h eus graet, met bremañ ez an da bignat da gavout an AOTROU . Marteze em bo ar pardon d'ho pec'hed.

31 Moizez a zistroas da gavout an AOTROU hag a lavaras: Siwazh! Ar bobl-mañ he deus graet ur pec'hed bras oc'h en em ober doueoù aour.

32 Met bremañ pardon dezho o fec'hed. Anez, lam ac'hanon eus al levr ac'h eus skrivet.

33 An AOTROU a lavaras da Voizez: An hini en devo pec'het a-enep din a lamin eus va levr.

34 Bremañ kae, ren ar bobl d'al lec'h am eus lavaret. Setu, va ael a yelo dirazout, met d'an deiz ma rin ar c'hastiz, e kastizin warno o fec'hed.

35 An AOTROU a skoas ar bobl, dre m'o doa graet al leue en doa fardet Aaron.

Lean sinn:



Sanasan