Ermaeziadeg 31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 31 Artizaned leuniet gant ar Spered 1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 2 Sell, galvet em eus dre e anv Bezaleel mab Uri mab Hur eus meuriad Juda. 3 Leuniet em eus anezhañ gant Spered Doue, e skiant, en ijin hag e gouiziegezh, evit pep seurt labourioù, 4 evit ijinañ traoù, evit labourat war an aour, war an arc’hant ha war an arem, 5 evit benañ hag ensterniañ mein talvoudus, evit kizellañ ar c’hoad, evit ober pep seurt labourioù. 6 Setu, roet em eus dezhañ ur skoazeller, Oholiab mab Ahizamak eus meuriad Dan. Lakaet em eus ijin e kalon pep den skiantek, evit ma raint kement am eus gourc’hemennet dit ober: 7 teltenn an engalv, arc’h an Testeni, al lec’h-a-drugarez a vo warni hag holl draoù an deltenn, 8 an daol hag he zraoù, ar c’hantolor aour glan hag e holl draoù, 9 aoter an ezañs, aoter al loskaberzhoù hag he holl draoù, al laouer gant he foñs, 10 ar gwiskamantoù evit ar servij, ar gwiskamantoù santel evit Aaron an aberzhour, gwiskamantoù e vibien evit ar servij evel aberzhourien, 11 eoul an oleviadur hag an ezañs a c'hwezh-vat evit al lec’h santel. Ober a raint hervez kement am eus gourc’hemennet dit. Ar sabad degaset da soñj 12 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 13 Komz da vibien Israel ha lavar: Mirout a reot va deizioù sabad. Rak un arouez a vo etrezon-me ha c'hwi a rummadoù da rummadoù, ma vo gouezet ez eo me, an AOTROU a santela ac'hanoc'h. 14 Mirit eta ar sabad, rak un deiz santel e vo evidoc'h. Ar re a dorro anezhañ a vo lakaet d'ar marv. Mar gra neb ul labour en deiz-se, e vo dilamet a-douez e bobl. 15 Al labour a vo graet e-pad c'hwec'h devezh, met er seizhvet devezh e vo ar sabad-diskuizh santelaet evit an AOTROU . Piv bennak a raio ul labour e deiz ar sabad a vo lakaet d'ar marv. 16 Mibien Israel a viro ar sabad evit lidañ ar sabad a rummadoù da rummadoù, evel un emglev peurbadus. 17 Un arouez e vo etrezon-me ha mibien Israel da viken, rak an AOTROU en deus graet e c'hwec'h devezh an neñvoù hag an douar, met er seizhvet devezh en deus paouezet hag en deus diskuizhet. Div daolenn an Testeni 18 Pa en deus echuet Doue da gomz gant Moizez war Venez Sinai, e roas dezhañ div daolenn an Testeni, taolennoù maen skrivet gant biz Doue. |