Ermaeziadeg 30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 30 Aoter an ezañs 1 Ober a ri un aoter evit mogediñ an ezañs. Gant koad kasia e ri anezhi. 2 He hirder a vo un ilinad hag he ledander un ilinad; karrezek e vo hag hec'h uhelder a vo daou ilinad. Kerniel a zeuio er-maez eus an aoter. 3 He goloi gant aour glan, ar gorre, ar c'hostezioù tro-dro hag ar c'herniel, hag e lakai warni ur gurunenn aour en-dro. 4 Ober a ri div lagadenn aour dindan he c'hurunenn en he daou gostez. O lakaat a ri en daou gostez, da zegemer barrennoù evit he dougen. 5 Ober a ri ar barrennoù e koad kasia hag o goloi gant aour. 6 Hag e lakai an aoter dirak ar ouel a vo dirak arc'h an Testeni, dirak al lec'h-a-drugarez a zo war an Testeni, ma en em gavin ganit eno. 7 Aaron a lakaio da vogediñ eno ezañs a c'hwezh-vat. Bep beure, pa gempenno al lampoù, e lakaio da vogediñ an ezañs. 8 Pa enaouo Aaron al lampoù etre an daou abardaez, e lakaio ivez anezhañ da vogediñ. Un ezañs peurbadus eo, a vo devet dalc'hmat dirak an AOTROU a rummadoù da rummadoù. 9 Ne ginnigot war an aoter c'hwezh-vat estren ebet, na loskaberzh, na prof, ha ne skuilhot eno evadkinnig ebet. 10 Aaron a raio dic'haou war gerniel an aoter, ur wech ar bloaz. Gant gwad an aberzh-dic'haouiñ evit ar pec'hed, e vo graet dic'haou eno ur wech ar bloaz a rummadoù da rummadoù. Kement-se a vo un dra santel-meurbet d'an AOTROU . Daspren an dud 11 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 12 Pa ri kont mibien Israel evit o niveradeg, pep hini anezho a raio ur prof d'an AOTROU evit daspren e ene pa vint niveret, ha ne vint skoet a c'houli ebet pa vint niveret. 13 Kement a dremeno dre an niveradeg a roio un hanter sikl, hervez sikl ar santual; ur sikl a dalvez ugent gera (1 gera 0,5 g). Un hanter sikl a vo ar brofadenn d'an AOTROU . 14 Kement a dremeno dre an niveradeg, adalek ugent vloaz ha dreistoc'h, a roio ar brofadenn d'an AOTROU . 15 Ar pinvidig ne gresko netra hag ar paour ne lamo netra eus un hanter sikl, en ur reiñ ar brofadenn d'an AOTROU , evit ober an dic'haou evit hoc'h eneoù. 16 Degemer a ri digant mibien Israel arc'hant an dic'haou hag e lakai anezhañ e servij teltenn an engalv. Hag e vo evit mibien Israel un eñvor dirak an AOTROU , evit ober an dic'haou evit hoc'h eneoù. Al laouer arem 17 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 18 Ober a ri ul laouer arem, gant he foñs arem, evit ar walc’hidigezh. He lakaat a ri etre teltenn an engalv hag an aoter, hag e lakai dour enni. 19 Aaron hag e vibien a walc’ho enni o zreid hag o daouarn. 20 Pa’z aint e teltenn an engalv, en em walc’hint gant dour evit na varvint ket. Pa dostaint ouzh an aoter evit ober ar servij, evit lakaat da vogediñ ar prof graet dre an tan d’an AOTROU , 21 e walc’hint o daouarn hag o zreid evit na varvint ket. Ur gourc'hemenn peurbadus eo evitañ hag evit e ziskennidi a rummadoù da rummadoù. An eoul evit an oleviadur santel 22 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 23 Kemer al louzoù-frondus mat-meurbet: mir tanav, pemp kant sikl; kinamona frondus, an hanter, da lavarout eo daou c’hant hag hanter-kant; korz frondus, daou c’hant hag hanter-kant; 24 kasia, pemp kant, hervez sikl ar santual; eoul olivez, un hin. 25 Ober a ri ganto un eoul evit an oleviadur santel, ur mesk a c’hwezh-vat graet hervez ijin ar fronder. Hennezh a vo an eoul evit an oleviadur santel. 26 Hag ec’h olevi gantañ teltenn an engalv hag arc’h an Testeni, 27 an daol hag hec’h holl draoù, ar c’hantolor hag e draoù, aoter an ezañs, 28 aoter al loskaberzhoù hag hec’h holl draoù, al laouer hag he foñs. 29 Hag e santelai anezho, hag e vint un dra santel-meurbet. Kement a stoko outo a vo santelaet. 30 Hag ec’h olevi Aaron hag e vibien, hag e ouestli anezho, evit ma servijint ac'hanon evel aberzhourien. 31 Hag e komzi ouzh mibien Israel, hag e lavari: Hemañ a vo din eoul an oleviadur santel a rummadoù da rummadoù. 32 Ne vo ket skuilhet war gig an den ha ne reot ket un hini all eus un hevelep aozadur. Santel eo, ha santel e vo evidoc’h. 33 An hini a raio un aozadur heñvel hag an hini a lakaio dioutañ war un diavaeziad a vo lamet eus e bobl. An ezañs 34 An AOTROU a lavaras ivez da Voizez: Kemer louzoù-frondus, stakte, oniks, galbanom hag ezañs glan, e lodennoù kevatal. 35 Hag e ri un ezañs, ur mesk hervez ijin ar fronder, sall, glan, santel. 36 Munut e pili ul lodenn hag e lakai diouti dirak an Testeni e teltenn an engalv, ma en em gavin ganit eno. Kement-se a vo deoc’h un dra santel-meurbet. 37 Diwar-benn an ezañs a ri, ne reot ket eus un hevelep aozadur. Kement-se a vo dit un dra santel evit an AOTROU . 38 An hini a raio un aozadur heñvel evit c’hweshaat anezhañ a vo lamet eus e bobl. |