Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 3 Ar vodenn ruz

1 Moizez a vesae tropell Jetro e dad-kaer, aberzhour Madian. Kas a reas an tropell a-dreñv ar gouelec'h hag e teuas da venez Doue, da Horeb.

2 Ael an AOTROU en em ziskouezas dezhañ en ur flamm tan, e-kreiz ur vodenn. Sellout a reas ha, setu, edo ar vodenn o teviñ en tan, met ar vodenn ne veze ket kuzumet.

3 Moizez a lavaras: Distreiñ a rin hag e sellin ouzh ar weledigezh vras-mañ, ha perak n'eo ket kuzumet ar vodenn.

4 An AOTROU a welas penaos en em zistroe da sellout. Doue a c'halvas anezhañ a-greiz ar vodenn o lavarout: Moizez! Moizez! Eñ a respontas: Setu-me amañ!

5 Doue a lavaras: Na dosta ket amañ! Lam da votoù diwar da dreid, rak al lec'h emaout warnañ a zo un douar santel.

6 Neuze e lavaras: Me eo Doue da dad, Doue Abraham, Doue Izaak, Doue Jakob. Ha Moizez a guzhas e zremm, aon en doa da sellout ouzh Doue.

7 An AOTROU a lavaras: Gwelet em eus enkrez va fobl a zo en Ejipt, klevet em eus ar garm a laoskont abalamour d'o gwaskerien, rak anavezout a ran o glac'haroù.

8 Diskennet on evit o zennañ eus dorn an Ejipsianed hag evit o lakaat da vont eus ar vro-se etrezek ur vro vat ha ledan, ur vro a zever gant laezh ha mel, e-lec'h m'emañ o chom ar Gananeiz, an Hitited, an Amoreaned, ar Ferezianed, an Hevianed hag ar Jebuziz.

9 Bremañ setu, garmadeg mibien Israel a zo deuet betek ennon hag em eus gwelet ar gwaskerezh a c'houzañvont a-berzh an Ejipsianed.

10 Bremañ eta, deus! Kas a rin ac'hanout da gavout Faraon hag e lakai va fobl, mibien Israel, da vont kuit eus an Ejipt.

11 Moizez a respontas da Zoue: Piv on-me da vont da gavout Faraon ha da lakaat mibien Israel da vont kuit eus an Ejipt?

12 Hag e lavaras: Me a vo ganit, ha setu amañ evit sin dit eo me a gas ac'hanout: Pa ez po degaset va fobl kuit eus an Ejipt, e servijot Doue war ar menez-mañ.

13 Moizez a lavaras da Zoue: Setu, mont a rin da gavout mibien Israel hag e lavarin dezho: Doue hon tadoù en deus va c'haset d'ho kavout; hag e lavarint din: Pehini eo e anv? Petra a lavarin dezho?

14 Doue a lavaras da Voizez: ME EO AN HINI A ZO. Hag e lavaras: Komz a ri evel-henn da vibien Israel: ME A ZO en deus va c'haset d'ho kavout.

15 Doue a lavaras c'hoazh da Voizez: Evel-henn e komzi da vibien Israel: An AOTROU , Doue ho tadoù, Doue Abraham, Doue Izaak, Doue Jakob, en deus va c'haset d'ho kavout. Hennezh eo va anv da viken, hennezh eo va eñvor a lignez da lignez.

16 Kae, dastum henaourien Israel ha lavar: An AOTROU , Doue ho tadoù, a zo en em ziskouezet din, Doue Abraham, Izaak ha Jakob, hag en deus lavaret: A-dra-sur gwelet em eus ac'hanoc'h hag ar pezh a vez graet deoc'h en Ejipt,

17 hag em eus lavaret: Me a lakaio ac'hanoc'h da bignat eus glac'har an Ejipt da vro ar Gananeiz, an Hitited, an Amoreaned, ar Ferezianed, an Hevianed hag ar Jebuziz, d'ur vro a zever gant laezh ha mel.

18 Sentiñ a raint ouzh da vouezh, hag ez i, te hag henaourien Israel, da gavout roue an Ejipt, hag e lavarot dezhañ: An AOTROU , Doue an Hebreed, a zo deuet a-raok deomp. Lez ac'hanomp d'ober ur veaj a dri devezh er gouelec'h da aberzhiñ d'an AOTROU hon Doue.

19 Gouzout a ran ne lezo ket ac'hanoc'h roue an Ejipt da vont kuit, nann zoken rediet gant un dorn kreñv.

20 Astenn a rin va dorn hag e skoin war an Ejipt dre an holl vurzhudoù a rin en he c'hreiz. Goude-se e lezo ac'hanoc'h da vont.

21 Hag e lakain ar bobl-se da gavout trugarez dirak daoulagad an Ejipsianed, hag e c'hoarvezo penaos pa'z eot kuit, n'eot ket en goullo.

22 Pep gwreg a c'houlenno digant hec'h amezegez ha digant ostizez he zi listri arc'hant hag aour, ha dilhad a lakaiot war ho mibien ha war ho merc'hed, hag e tibourc'hot an Ejipsianed.

Lean sinn:



Sanasan