Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 29 Gouestladur an aberzhourien

1 Setu amañ ar pezh a ri dezho evit o santelaat, evit ma servijint ac'hanon evel aberzhourien. Kemer ur c'hole yaouank, daou dourz disi,

2 bara hep goell, gwestell hep goell mezet gant eoul ha bignez hep goell strinket gant eoul. Ober a ri anezho gant flour bleud gwinizh.

3 O lakaat a ri en ur baner, hag o c'hinnigi er baner, gant ar c'hole yaouank hag an daou dourz.

4 Hag e lakai Aaron hag e vibien da dostaat ouzh digor teltenn an engalv, hag e walc'hi anezho gant dour.

5 Kemer a ri ar gwiskamantoù hag e wiski Aaron gant an doneg, gant sae an efod, gant an efod ha gant ar gwisk-bruched, hag e c'hourizi anezhañ gant gouriz an efod,

6 e lakai ar mintr war e benn, hag e lakai ar gurunenn santel war ar mintr.

7 Kemer a ri eoul an oleviadur a skuilhi war e benn, hag ec'h olevi anezhañ.

8 Hag e lakai e vibien da dostaat, hag e wiski anezho gant an tonegoù.

9 Hag e lakai ar gourizoù da Aaron ha d'e vibien, hag e stagi ar mintroù dezho. Ar velegiezh a vo dezho dre ur gourc'hemenn peurbadus. Gouestlañ a ri Aaron hag e vibien.

10 Hag e tostai ar c'hole dirak teltenn an engalv, hag e lakaio Aaron hag e vibien o daouarn war benn ar c'hole.

11 Hag e lazhi ar c'hole dirak an AOTROU , ouzh digor teltenn an engalv.

12 Kemer a ri eus gwad ar c'hole, en lakai gant da viz war gerniel an aoter, hag e skuilhi an holl wad ouzh troad an aoter.

13 Kemer a ri an holl lard a c'holo ar bouzelloù, ar flip a zo war an avu, an div lounezh gant al lard a zo warno, hag o lakai da vogediñ war an aoter.

14 Met deviñ a ri en tan, er-maez eus ar c'hamp, kig ar c'hole, e groc'hen hag e fank. Un aberzh eo evit ar pec'hed.

15 Kemer a ri unan eus an tourzed, hag e lakaio Aaron hag e vibien o daouarn war benn an tourz.

16 Hag e lazhi an tourz. Kemer a ri e wad, hag e skuilhi anezhañ war an aoter hag en-dro dezhi.

17 Hag e troc'hi an tourz a-dammoù, e walc'hi e vouzelloù hag e c'haroù, hag o lakai war an tammoù ha war e benn.

18 Lakaat a ri da vogediñ an tourz a-bezh war an aoter. Ul loskaberzh eo d'an AOTROU , ur c'hwezh dudius, ur prof graet dre an tan d'an AOTROU .

19 Kemer a ri an eil tourz, hag e lakaio Aaron hag e vibien o daouarn war benn an tourz.

20 Hag e lazhi an tourz. Kemer a ri eus e wad, e lakai anezhañ war flipezenn skouarn dehou Aaron ha war flipezenn skouarn dehou e vibien, war veud o dorn dehou ha war veud o zroad dehou, hag e skuilhi ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.

21 Kemer a ri eus ar gwad a vo war an aoter hag eus eoul an oleviadur, hag e sparfi ganto Aaron hag e wiskamantoù, e vibien ha gwiskamantoù e vibien gantañ. Evel-se e vo santelaet eñ hag e wiskamantoù, e vibien ha gwiskamantoù e vibien gantañ.

22 Kemer a ri lard an tourz, al lost, al lard a c'holo ar bouzelloù, ar flip a zo war an avu, an div lounezh gant al lard a zo warno, ar skoaz dehou rak un tourz a ouestladur eo,

23 ur choanenn vara, ur wastell vara gant eoul hag ur vignezenn, eus paner an traoù hep goell a zo dirak an AOTROU .

24 Hag e lakai an holl draoù-se war balvoù daouarn Aaron ha war balvoù daouarn e vibien, hag e heji anezho evel ur prof dirak an AOTROU .

25 Hag o c'hemeri eus o daouarn hag o lakai da vogediñ war an aoter, war al loskaberzh; ur c'hwezh dudius dirak an AOTROU eo, ur prof graet dre an tan d'an AOTROU .

26 Kemer a ri bruched tourz ar gouestladur eus Aaron, hag e heji anezhañ evel ur prof dirak an AOTROU , hag hennezh a vo da lod.

27 Hag e santelai ar bruched evel prof hejet hag ar skoaz evel prof savet, kement a zo bet hejet ha kement a zo bet savet eus an tourz a ouestladur, eus ar pezh a zo evit Aaron hag eus ar pezh a zo evit e vibien.

28 Kement-se a vo evit Aaron hag evit e vibien dre ur gourc'hemenn peurbadus a-berzh mibien Israel, rak ur prof savet eo. Kement-se a vo ur prof savet a-berzh mibien Israel en o aberzhoù a beoc'h; o frof savet a vo evit an AOTROU .

29 Gwiskamantoù santel Aaron a vo d'e vibien war e lerc'h, evit ma vint olevet ha gouestlet enno.

30 An hini eus e vibien a vo er velegiezh en e blas hag a zeuio da deltenn an engalv evit ober servij el lec'h santel, a vo gwisket ganto e-pad seizh devezh.

31 Kemer a ri an tourz a ouestladur hag e lakai e gig da virviñ en ul lec'h santelaet.

32 Aaron hag e vibien a zebro kig an tourz hag ar bara a vo er baner ouzh digor teltenn an engalv.

33 Debriñ a raint eta an traoù-se, a vo graet an dic'haou drezo evit o gouestlañ hag o santelaat. Met un diavaeziad ne zebro ket diouto rak santelaet int bet.

34 Mar chom kig a ouestladur ha bara betek an deiz war-lerc'h, e tevi ar pezh a chomo en tan. Ne vo ket debret diouto, rak santelaet int bet.

35 Ober a ri evel-se evit Aaron hag evit e vibien, hervez ar pezh am eus gourc'hemennet dit. O gouestlañ a ri e-pad seizh devezh.

36 Aberzhiñ a ri evit ar pec'hed, bemdez, ur c'hole yaouank, evit an dic'haou. Hag e kinnigi evit an aoter un aberzh evit ar pec'hed, oc'h ober an dic'haou eviti hag ec'h olevi anezhi evit he santelaat.

37 E-pad seizh devezh e ri an dic'haou evit an aoter hag e ouestli anezhi, hag an aoter a vo un dra santel-meurbet. Kement a stoko ouzh an aoter a vo gouestlet.


Al loskaberzh peurbadus

38 Setu ar pezh a ginnigi war an aoter: daou oan eus ur bloaz, bemdez, dalc'hmat.

39 Unan eus an oaned a ginnigi diouzh ar beure, hag eil a ginnigi etre an daou abardaez,

40 gant un dekvedenn efa flour bleud mezet en ur c'hard hin (1/4 hin   1,25 l) eoul gwerc'h, ha gant un evadkinnig eus ur c'hard hin gwin, evit an oan kentañ.

41 Hag e kinnigi an eil oan etre an daou abardaez; ober a ri an hevelep donezon evel diouzh ar beure hag an hevelep evadkinnig, ur c'hwezh dudius eo, ur prof graet dre an tan d'an AOTROU .

42 Ul loskaberzh peurbadus eo, a vo kinniget dalc'hmat a rummadoù da rummadoù ouzh digor teltenn an engalv dirak an AOTROU , el lec'h en em gavin ganeoc'h evit komz ouzhit.

43 En em gavout a rin eno gant mibien Israel, hag al lec'h-se a vo santelaet gant va gloar.

44 Santelaat a rin teltenn an engalv hag an aoter. Santelaat a rin Aaron hag e vibien, evit ma servijint ac'hanon evel aberzhourien.

45 Hag e chomin e-touez mibien Israel, hag e vin o Doue.

46 Hag ec'h anavezint ez on an AOTROU o Doue, en deus o lakaet da vont kuit eus bro Ejipt, evit chom en o c'hreiz. Me eo an AOTROU o Doue.

Lean sinn:



Sanasan