Ermaeziadeg 28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 28 Gwiskamantoù an aberzhour-meur 1 Laka da dostaat ouzhit, a-douez mibien Israel, Aaron da vreur gant e vibien, evit bezañ gouestlet da'm servij evel aberzhourien: Aaron, Nadab hag Abihu, Eleazar hag Itamar, mibien Aaron. 2 Ober a ri da Aaron da vreur gwiskamantoù santel, evit e c'hloar hag e gaerder. 3 Komz a ri ouzh ar re holl a zo skiantek, ar re am eus leuniet gant ur spered a furnez, hag e raint gwiskamantoù Aaron evit e santelaat, hag evit ma servijo evel aberzhour. 4 Setu ar gwiskamantoù a raint: Ur gwisk-bruched, un efod, ur sae, un doneg brodet, un diarenn hag ur gouriz. Ober a raint gwiskamantoù santel da Aaron da vreur ha d'e vibien, evit bezañ gouestlet da'm servij evel aberzhourien. 5 Hag e kemerint aour, limestra, tane, ruz-moug ha lin fin. An efod 6 Ober a raint an efod gant aour, limestra, tane, ruz-moug ha lin fin plañsonet, evel un oberenn arzour. 7 Bez' e vo en e zaou benn div skoazgenn hag a vo staget an eil ouzh eben, evel-se e vo staget. 8 Ur gouriz a vo lakaet dreist an efod, hag e vo eus an hevelep labour hag eus an hevelep pezh, graet gant aour, limestra, tane, ruz-moug ha lin fin plañsonet. 9 Hag e kemeri daou vaen oniks, hag ec'h engravi warno anvioù mibien Israel: 10 c'hwec'h eus o anvioù war ur maen, hag ar c'hwec'h anv all war an eil maen, hervez o geneliezh. 11 Evel labour engraver-mein hag engraver-sielloù ec'h engravi war an daou vaen anvioù mibien Israel; o c'helc'hiañ a ri gant lagadoù aour. 12 Hag e lakai an daou vaen war skoazgennoù an efod evel mein-eñvor evit mibien Israel. Aaron a zougo o anvioù dirak an AOTROU war e zivskoaz en eñvor. 13 Ober a ri lagadoù aour, 14 ha div chadennig aour glan a dortisi e-doare kordennoùigoù, hag e lakai ar chadennoùigoù tortiset el lagadoù. Ar gwisk-bruched 15 Ober a ri gwisk-bruched ar varn evel un oberenn arzour. Bez' e vo eus an hevelep labour hag an efod, graet gant aour, limestra, tane, ruz-moug ha lin fin plañsonet. 16 Karrezek e vo ha doubl, e hirder a vo ur rahouennad hag e ledander ur rahouennad. 17 Hag e warnisi anezhañ gant ur sterniadur mein, peder renkad vein; ar renkad kentañ: un agatenn-ruz, un topaz, un emrodez; 18 an eil renkad: ur skarbouklenn, ur safirenn, un diamant; 19 an deirvet renkad: un opalenn, un agatenn, un ametist; 20 ar bedervet renkad: ur c'hrizolit, un oniks, ur yalp. Ar mein-se a vo sterniet gant aour en o gwarnisadur. 21 Ar vein a vo, hervez anvioù mibien Israel, daouzek anezho, hervez o anvioù. Engravet e vint evel sielloù, pep hini hervez e anv evit an daouzek meuriad. 22 Hag e ri war ar gwisk-bruched chadennoùigoù aour glan, tortiset e-doare kordennoùigoù. 23 Hag e ri war ar gwisk-bruched div lagadenn aour, hag e lakai an div lagadenn ouzh daou benn ar gwisk-bruched. 24 Hag e lakai an div gordennig aour en div lagadenn e pennoù ar gwisk-bruched. 25 Daou benn an div gordennig a lakai en daou lagad lec'hiet war skoazgennoù an efod, war an diaraog. 26 Hag e ri div lagadenn aour, a lakai ouzh daou benn all ar gwisk-bruched, war ar vevenn a vo ouzh kostez an efod, en diabarzh. 27 Hag e ri div lagadenn aour, a lakai ouzh div skoazgenn an efod, en traoñ, war an diaraog, a-geñver d'ar junt, dreist gouriz an efod. 28 Hag e vo staget ar gwisk-bruched dre e lagadennoù ouzh lagadennoù an efod gant ur gordennig limestra, evit ma talc'ho war gouriz an efod ha na zistago ket ar gwisk-bruched diouzh an efod. 29 Evel-se Aaron a zougo anvioù mibien Israel war gwisk-bruched ar varn, war e galon, pa'z aio el lec'h santel, evel un eñvor dirak an AOTROU , dalc'hmat. 30 Hag e lakai war gwisk-bruched ar varn an Urim hag an Tummim, hag e vint war galon Aaron pa'z aio dirak an AOTROU . Hag e tougo Aaron barn mibien Israel war e galon dirak an AOTROU , dalc'hmat. Sae an efod 31 Ober a ri sae an efod, en he fezh gant limestra. 32 Un digor evit ar penn a vo en he c'hreiz. Bez' e vo ur vevenn d'an digor tro-war-dro, evel un oberenn a wiader hag evel digor ur jakoun evit na frego ket. 33 Hag e lakai ouzh he gouremoù greunadez limestra, tane ha ruz-mouk, ouzh he gouremoù tro-war-dro, ha kleierigoù aour kemmesket tro-war-dro, 34 ur c'hloc'hig aour hag ur c'hreunadezenn, ur c'hloc'hig aour hag ur c'hreunadezenn, ouzh gouremoù ar sae tro-war-dro. 35 Aaron a vo gwisket ganti evit ober ar servij, hag e vo klevet ar son pa'z aio el lec'h santel dirak an AOTROU , ha pa zeuio er-maez; ha ne varvo ket. An talgen a santelezh 36 Ober a ri un talgen aour glan, hag ec'h engravi warnañ evel labour engraver-sielloù: SANTELEZH D'AN AOTROÙ. 37 Hag e lakai ennañ ur gordennig limestra; eñ a vo war an diarenn, en tu-raok eus an diarenn. 38 Hag e vo war dal Aaron; hag Aaron a zougo an direizhderioù o devo graet mibien Israel en traoù santel a ginnigint, en holl brofoù santel. Hag e vo war e dal dalc'hmat evit o rentañ dudius dirak an AOTROU . An doneg 39 Ober a ri an doneg gant lin fin. Ober a ri un diarenn gant lin fin. Ober a ri ur gouriz en oberenn broderezh. Gwiskamantoù an aberzhourien 40 Evit mibien Aaron e ri tonegoù, gourizoù ha mintroù, evit o gloar hag o c'haerder. 41 Hag e wiski ganto Aaron da vreur hag e vibien gantañ; hag o olevi, o gouestli, o santelai, evit ma servijint ac'hanon evel aberzhourien. 42 Gra dezho brageier lin evit goleiñ o noazhder; adalek o divgroazell betek o divorzhed e talc'hint. 43 Aaron hag e vibien a vo gwisket ganto pa'z aint e teltenn an engalv, pe pa dostaint ouzh an aoter evit ober servij el lec'h santel, ha ne vint ket kablus ha ne varvint ket. Ur gourc'hemenn peurbadus eo evitañ hag evit e ziskennidi war e lerc'h. |