Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 27 Aoter al loskaberzhoù

1 Ober a ri un aoter e koad kasia, e hirder a vo pemp ilinad hag e ledander pemp ilinad. An aoter a vo karrezek hag e uhelder a vo tri ilinad.

2 Ober a ri ouzh he fevar c'horn kerniel a zeuio er-maez eus an aoter, hag o goloi gant arem.

3 Ober a ri he fodoù evit lemel he ludu, he falioù, hec'h hanafoù, he fourchetezioù, he fodoù-glaou-bev; hag e ri hec'h holl draoù gant arem.

4 Ober a ri dezhi ur gael evel un dreilh, en arem, hag e ri d'an dreilh peder lagadenn arem, ouzh he fevar c'horn.

5 He lakaat a ri dindan bardell an aoter, adalek an traoñ, hag an dreilh a savo betek kreiz an aoter.

6 Ober a ri barrennoù evit an aoter, barrennoù koad kasia hag o goloi gant arem.

7 Hag e vo lakaet ar barrennoù el lagadennoù; ar barrennoù a vo ouzh an daou gostez eus an aoter, pa vo douget.

8 Hec'h ober a ri kleuz, gant plenk. Graet e vo evel ma'z eo bet diskouezet dit war ar menez.


Al leurenn

9 Ober a ri leurenn an tabernakl. Evit kostez ar su, war-zu ar c'hreisteiz, e vo evit al leurenn lienoù e lin fin plañsonet, eus kant ilinad a hirder evit ur c'hostez,

10 hag ugent kolonenn hag o ugent sichenn arem. Tachoù ar c'holonennoù hag o zriklennoù a vo en arc'hant.

11 En hevelep doare evit kostez an norzh, war-zu an hanternoz, e vo lienoù eus kant ilinad a hirder, hag ugent kolonenn hag o ugent sichenn arem, ha tachoù ar c'holonennoù hag o zriklennoù en arc'hant.

12 Evit ledander al leurenn, diouzh kostez ar c'hornôg, war-zu ar c'huzh-heol, e vo lienoù eus hanter-kant ilinad, gant o dek kolonenn hag o dek sichenn.

13 Ledander al leurenn, diouzh kostez ar reter, war-zu ar sav-heol, a vo hanter-kant ilinad:

14 lienoù ur gazel a vo pemzek ilinad, gant o zeir c'holonenn hag o zeir sichenn,

15 lienoù ar gazel all a vo pemzek ilinad, gant o zeir c'holonenn hag o zeir sichenn.

16 Evit dor al leurenn e vo ur rideoz a ugent ilinad limestra, tane ha ruz-mouk, e lin fin plañsonet, un oberenn broderezh, gant o feder c'holonenn hag o feder sichenn.

17 An holl golonennoù en-dro d'al leurenn o devo triklennoù arc'hant, tachoù arc'hant, ha sichennoù arem.

18 Hirder al leurenn a vo kant ilinad, al ledander hanter-kant a bep kostez, an uhelder pemp ilinad. Graet e vo gant lin fin plañsonet, ha sichennoù arem.

19 Holl draoù evit servij an tabernakl, e holl beulioù, hag holl beulioù al leurenn, a vo en arem.


An eoul evit ar c'hantolor

20 Gourc'hemenn a ri da vibien Israel ma tegasint dit eoul glan olivez friket evit ar c'hantolor, abalamour da zerc'hel al lampoù enaouet dalc'hmat.

21 E teltenn an engalv, diavaez ar ouel a zo dirak an Testeni, Aaron hag e vibien a ficho anezhañ adalek an abardaez betek ar beure dirak an AOTROU . Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù, a vo miret gant mibien Israel.

Lean sinn:



Sanasan