Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 26 Ar goloioù e lin fin hag e blev givri

1 Ober a ri an tabernakl gant dek pallenn lin fin plañsonet, limestra, tane ha ruz-mouk, gant cherubined a ri evel un oberenn arzour.

2 Hirder ur pallenn a vo eizh ilinad warn-ugent ha ledander an hevelep pallenn a vo pevar ilinad. An holl ballennoù o devo an hevelep ment.

3 Pemp pallenn a vo staget an eil ouzh egile, hag ar pemp all a vo ivez staget an eil ouzh egile.

4 Ober a ri ivez lasoù limestra war vord ar pallenn kentañ, e penn an dastum, hag e ri an hevelep tra da vord ar pallenn diwezhañ, en eilvet dastum.

5 Ober a ri hanter-kant las d'ar pallenn kentañ, hag e ri hanter-kant las da vord ar pallenn a vo en eilvet dastum. Al lasoù a vo an eil a-dal d'eben.

6 Ober a ri hanter-kant kloched aour, hag ec'h unani an eil pallenn d'egile gant ar c'hlochedoù, evit ma vo an tabernakl en ur pezh hepken.

7 Ober a ri pallennoù blev girvi, evit servijañ da deltenn war an tabernakl. Ober a ri unnek pallenn evel-se.

8 Hirder ur pallenn a vo tregont ilinad ha ledander an hevelep pallenn a vo pevar ilinad. An unnek pallenn o devo an hevelep ment.

9 Hag ec'h unani pemp eus ar pallennoù-se a-du, hag ar c'hwec'h pallenn all a-du. Met doublañ a ri ar c'hwec'hvet pallenn war ziaraog an deltenn.

10 Ober a ri hanter-kant las war vord ar pallenn kentañ, an diwezhañ eus an dastum, hag hanter-kant las war vord ar pallenn eus an eilvet dastum.

11 Ober a ri hanter-kant kloched arem, hag e lakai ar c'hlochedoù da vont el lasoù. Dastum a ri evel-se an deltenn, evit ma raio ur pezh hepken.

12 Hag ar pezh a chomo hag a flojo eus pallennoù an deltenn, da lavarout eo an hanter eus ar pallenn a vano, a flojo war ziadreñv an tabernakl.

13 Hag an ilinad ouzh un tu, hag un ilinad ouzh egile, eus ar pezh a vano war-hed pallennoù an deltenn, a vo o flojañ war gostezioù an tabernakl, evit e c'holeiñ.


Ar goloioù e krec'hin tourzed hag e krec'hin a liv hiasint

14 Ober a ri evit an deltenn ur golo krec'hin tourzed livet e ruz, hag ur golo krec'hin a liv hiasint dreist.


Ar plenk hag o sichennoù

15 Ober a ri evit an tabernakl plenk koad kasia a vo lakaet da zerc'hel en o sav.

16 Hirder ur plankenn a vo dek ilinad ha ledander an hevelep plankenn a vo un ilinad hanter.

17 Bez' e vo daou zalc'h da bep plankenn, da stagañ an eil ouzh egile. Ober a ri en hevelep doare evit holl blenk an tabernakl.

18 Ober a ri eta ar plenk evit an tabernakl: ugent plankenn evit kostez ar su, war-zu ar c'hreisteiz.

19 Dindan an ugent plankenn e ri daou-ugent sichenn arc'hant, evit e zaou zalc'h, ha div sichenn dindan ur plankenn all, evit e zaou zalc'h.

20 Ober a ri ugent plankenn evit kostez all an tabernakl, war-zu an hanternoz,

21 hag o daou-ugent sichenn arc'hant, div sichenn dindan ur plankenn ha div sichenn dindan ur plankenn all.

22 Ober a ri c'hwec'h plankenn evit foñs an tabernakl, war-zu ar c'huzh-heol.

23 Ober a ri daou blankenn, evit kognoù an tabernakl, er foñs;

24 doubl e vint adalek an traoñ, ha doubl e vint, staget mat, ouzh krec'h, betek al lagadenn gentañ. Evel-se e vo evito o-daou, bez' e vint evit an daou gogn.

25 Bez' e vo eta eizh plankenn hag o c'hwezek sichenn arc'hant, div sichenn dindan ur plankenn ha div sichenn dindan ur plankenn all.

26 Ober a ri pemp barrenn koad kasia evit ar plenk eus ur c'hostez d'an tabernakl,

27 ha pemp barrenn evit plenk ar c'hostez all d'an tabernakl, ha pemp barrenn evit kostez an tabernakl a vo er foñs, war-zu ar c'huzh-heol.

28 Barrenn ar c'hreiz a vo e-kreiz ar plenk hag a yelo eus ur penn d'ar penn all.

29 Goleiñ a ri gant aour ar plenk, hag e ri o lagadennoù gant aour evit lakaat ar barrennoù, hag e c'holoi gant aour ar barrennoù.

30 Sevel a ri an tabernakl hervez ar skouer a zo bet diskouezet dit war ar menez.


Ar ouel hag ar rideoz

31 Ober a ri ur ouel limestra, tane ha ruz-mouk, e lin fin plañsonet; graet e vo evel un oberenn arzour gant cherubined.

32 Lakaat a ri anezhi war beder c'holonenn kasia goloet gant aour. O zachoù a vo en aour, hag e vint diazezet war beder sichenn arc'hant.

33 Lakaat a ri ar ouel dindan ar c'hlochedoù. Hag eno, en diabarzh d'ar ouel, e lakai da vont arc'h an Testeni. Ar ouel a zispartio evidoc'h al lec'h santel diouzh sant ar sent.

34 Lakaat a ri al lec'h-a-drugarez war arc'h an Testeni, e-barzh sant ar sent.

35 Lakaat a ri an daol en diavaez d'ar ouel, ar c'hantolor a-dal d'an daol, ouzh kostez an tabernakl a vo war-zu ar c'hreisteiz; hag e lakai an daol ouzh kostez an hanternoz.

36 Evit digor an deltenn, e ri ur rideoz limestra, tane ha ruz-mouk, e lin fin plañsonet; un oberenn broderezh e vo.

37 Ober a ri evit ar rideoz pemp kolonenn kasia a c'holoi gant aour. O zachoù a vo en aour, hag e teuzi dezho pemp sichenn arem.

Lean sinn:



Sanasan