Ermaeziadeg 25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 25 Ar profoù evit an tabernakl 1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 2 Komz da vibien Israel, ra gemerint ur prof evidon. Degemer a reot va frof digant pep den a ginnigo anezhañ a galon vat. 3 Setu amañ ar prof a zegemerot diganto: aour, arc'hant hag arem, 4 limestra, tane, ruz-moug, lin fin, blev givri, 5 krec'hin tourzed livet e ruz ha krec'hin a liv hiasint, koad kasia, 6 eoul evit ar c'hantolor, louzoù-frondus evit eoul an oleviadur hag evit an ezañs a c'hwezh-vat, 7 mein oniks ha mein evit sterniañ an efod hag ar gwisk-bruched. 8 Hag e raint din ur santual, hag e chomin en o zouez. 9 Ober a reot anezhañ hervez skouer an tabernakl hag hervez skouer e holl draoù ez an da ziskouez dit. Arc'h an Testeni 10 Ober a raint un arc'h e koad kasia, hirder an arc'h a vo daou ilinad hanter, he ledander un ilinad hanter, hec'h uhelder un ilinad hanter. 11 He goloi gant aour glan; he goloi en diabarzh hag en diavaez, hag e lakai warni ur gurunenn aour tro-dro. 12 Hag e teuzi peder lagadenn aour a lakai ouzh he fevar c'horn, div lagadenn ouzh ur c'hostez, ha div lagadenn ouzh ar c'hostez all. 13 Ober a ri barrennoù e koad kasia hag o goloi gant aour. 14 Hag e lakai ar barrennoù el lagadennoù e kostezioù an arc'h, evit dougen an arc'h ganto. 15 Ar barrennoù a vo e lagadennoù an arc'h, ha ne vint ket tennet ac'hane. 16 Lakaat a ri en arc'h an Testeni a roin dit. 17 Ober a ri al lec'h-a-drugarez gant aour glan, e hirder a vo daou ilinad hanter hag e ledander un ilinad hanter. 18 Hag e ri daou cherubin aour. O ober a ri gant ar morzhol, e daou benn al lec'h-a-drugarez. 19 Gra eta ur cherubin er penn-mañ hag ur cherubin er penn all. Ober a reot ar cherubined o tont kuit eus al lec'h-a-drugarez en e zaou benn. 20 Ar cherubined a astenno o eskell d'an nec'h, o c'holeiñ gant o eskell al lec'h-a-drugarez, hag o dremmoù a vo an eil etrezek egile. Dremmoù ar cherubined a vo troet etrezek al lec'h-a-drugarez. 21 Hag e lakai al lec'h-a-drugarez d'an nec'h war an arc'h, hag e lakai en arc'h an Testeni a roin dit. 22 Me en em gavo eno ganit; hag e lavarin dit, diwar-c'horre al lec'h-a-drugarez a-douez an daou cherubin a vo war arc'h an Testeni, kement holl a c'hourc'hemennin dit evit mibien Israel. Taol ar baraoù a ginnig 23 Ober a ri un daol e koad kasia, he hirder a vo daou ilinad, he ledander un ilinad, hec'h uhelder un ilinad hanter. 24 He goloi gant aour glan, hag e lakai warni ur gurunenn aour en-dro. 25 Ober a ri en-dro dezhi ur rizenn a bevar biz, hag e ri d'ar rizenn-se ur gurunenn aour en-dro. 26 Ober a ri dezhi peder lagadenn aour, hag e lakai al lagadennoù-se ouzh ar pevar c'horn a vo ouzh he fevar zroad. 27 Al lagadennoù a vo tost d'ar rizenn, da zegemer barrennoù evit dougen an daol. 28 Ober a ri ar barrennoù e koad kasia hag o goloi gant aour, hag e vo douget an daol ganto. 29 Ober a ri he fladoù, he zasoù, he listri hag hec'h hanafoù evit an evajoù-kinnig. O ober a ri gant aour glan. 30 Hag e lakai war an daol ar baraoù a ginnig a vo dalc'hmat dirazon. Ar c'hantolor aour glan 31 Ober a ri ur c'hantolor aour glan. Ar c'hantolor a vo graet gant ar morzhol; e droad, e skourroù, e galiroù, e avaloù hag e vleunioù a vo a-bezh gantañ. 32 C'hwec'h skourr a zeuio eus e gostezioù, tri skourr eus ar c'hantolor eus ur c'hostez, ha tri skourr eus ar c'hantolor eus ar c'hostez all. 33 Bez' e vo tri c'halir e-doare alamandez ouzh ur skourr, gant aval ha bleunienn, ha tri c'halir e-doare alamandez ouzh ar skourr all, gant aval ha bleunienn. Bez' e vo en hevelep doare evit ar c'hwec'h skourr a zeuio er-maez eus ar c'hantolor. 34 Bez' e vo er c'hantolor e-unan pevar c'halir e-doare alamandez, pep hini gant e avaloù hag e vleunioù, 35 un aval dindan daou skourr a zeuio kuit, un aval all dindan daou skourr all, ha c'hoazh un aval dindan an daou skourr all, evit ar c'hwec'h skourr a zeuio er-maez eus ar c'hantolor. 36 An avaloù hag ar bleunioù a vo lamet dioutañ. Bez' e vo holl eus ur pezh hepken, graet gant ar morzhol en aour glan. 37 Ober a ri ivez e seizh lamp, hag e vo enaouet e lampoù en un doare ma roint sklaerder etrezek e ziaraog. 38 E c'hevelioù hag e bodoù-ludu a vo en aour glan. 39 Graet e vo hemañ, gant e holl draoù, eus un talant aour glan. 40 Sell, ha gra hervez ar skouer a zo bet diskouezet dit war ar menez. |