Ermaeziadeg 24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 24 Moizez war ar menez. Ar bobl a gadarna an emglev gant Doue 1 Doue a lavaras da Voizez: Pign etrezek an AOTROU , te hag Aaron, Nadab hag Abihu, ha dek ha tri-ugent eus henaourien Israel, hag e taoulinot a-bell. 2 Moizez a dostaio e-unan ouzh an AOTROU . Int ne dostaint ket, hag ar bobl ne bigno ket gantañ. 3 Moizez a zeuas hag a lavaras d'ar bobl holl gomzoù an AOTROU hag e holl lezennoù. An holl bobl a respontas a vouezh unvan hag a lavaras: Ni a raio kement tra en deus lavaret an AOTROU . 4 Moizez a skrivas holl gomzoù an AOTROU , hag e tihunas beure-mat da sevel un aoter e traoñ ar menez ha daouzek peul evit daouzek meuriad Israel. 5 Kas a reas tud yaouank eus mibien Israel da ginnig loskaberzhoù ha da ginnig aberzhoù a drugarekadennoù d'an AOTROU , gant koleoù. 6 Moizez a gemeras an hanter eus ar gwad a lakaas e kopoù, hag e sparfas an hanter all war an aoter. 7 Kemer a reas levr an emglev hag e lennas anezhañ d'ar bobl. Int a selaouas, hag e lavarjont: Ni a raio kement en deus lavaret an AOTROU , hag e sentimp. 8 Moizez a gemeras eta ar gwad hag a sparfas anezhañ war ar bobl, en ur lavarout: Setu gwad an emglev en deus graet an AOTROU evidoc'h hervez e holl gomzoù. 9 Moizez hag Aaron, Nadab hag Abihu, ha dek ha tri-ugent eus henaourien Israel a bignas, 10 hag e weljont Doue Israel. Dindan e dreid e oa evel un oberenn safir treuzwelus, heñvel ouzh an neñvoù o-unan en o glanded. 11 N'astennas ket e zorn war ar re a oa bet dibabet a-douez mibien Israel. Gwelout a rejont Doue, hag e tebrjont hag ec'h evjont. 12 An AOTROU a lavaras da Voizez: Pign davedon war ar menez ha chom eno, hag e roin dit taolennoù maen, al lezenn hag ar gourc'hemennoù am eus skrivet evit o c'helenn. 13 Moizez a savas gant Jozue a servije anezhañ, ha Moizez a bignas war menez Doue. 14 Lavarout a reas d'an henaourien: Gortozit ac'hanomp amañ betek ma tistroimp d'ho kavout. Setu, Aaron hag Hur a vo ganeoc'h; piv bennak en devo un arguz a yelo daveto. 15 Moizez a bignas war ar menez, hag ar goabrenn a c'holoas ar menez. 16 Gloar an AOTROU a chomas war Venez Sinai hag ar goabrenn en goloas e-pad c'hwec'h devezh. D'ar seizhvet devezh e c'halvas Moizez a-greiz ar goabrenn. 17 Stumm gloar an AOTROU a oa evel un tan loskus war-lein ar menez dirak daoulagad mibien Israel. 18 Moizez a yeas e-kreiz ar goabrenn hag a bignas war ar menez. Moizez a voe war ar menez daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh. |