Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 23 Un emzalc'h dereat

1 Ne hadi ket a vrud faos. Ne bresti ket da zorn d'an den fall evit bezañ falstest.

2 Ne heuilhi ket ar re niverusañ evit ober fall. Pa zougi testeni en ur prosez, n'en em zistroi ket evit mont war-lerc'h an niver brasañ ha terriñ ar reizhder.

3 Ne dui ket d'ar paour en e brosez.

4 Mar kavez ejen da enebour, pe e azen, kollet, ne vanki ket d'e zegas dezhañ.

5 Mar gwelez azen an hini a gasa ac'hanout bec'hiet dindan e samm, e tiwalli d'e zilezel; ret e vo dit e zivec'hiañ gantañ.

6 Ne ri ket gaou da wir ar paour a zo ez kreiz en e brosez.

7 Pellaat a ri eus pep komz gaouiat, ne lakai ket da vervel an den didamall hag an den reizh, rak me ne reishain ket an den fall.

8 Ne zegemeri prof digant den, rak ar prof a ra dall ar re vuiañ sklêrijennet hag a goll gwirioù ar re reizh.

9 Ne vac'hi ket an diavaeziad; anavezout a rit hoc'h-unan kalon an diavaeziad, rak c'hwi a zo bet ivez diavaezidi e bro Ejipt.


Ar sabad hag ar gouelioù bloaz

10 E-pad c'hwec'h vloaz e hadi an douar hag e tastumi ar frouezh anezhañ.

11 Met d'ar seizhvet e lakai anezhañ da ehanañ hag e lezi anezhañ da ziskuizhañ. Peorien da bobl a zebro e frouezh ha loened ar parkeier a zebro ar pezh a vano. Ober a ri an hevelep tra da'z kwinienn ha da'z olivezeg.

12 E-pad c'hwec'h devezh e ri da labour. Met d'ar seizhvet deiz e tiskuizhi, abalamour da'z ejen ha da'z azen da ziskuizhañ, ha ma kemero nerzh mab da vatezh hag an diavaeziad.

13 Lakaat a reot evezh ouzh kement am eus lavaret deoc'h. Ne venegot ket anvioù doueoù estren ha ne vint ket klevet eus ho kenoù.

14 Teir gwech ar bloaz e lidi ur gouel din.

15 Mirout a ri: - Gouel ar bara hep goell; debriñ a ri bara hep goell e-pad seizh devezh evel ma em eus gourc'hemennet dit en amzer miz Abib, rak ennañ ez out aet kuit eus an Ejipt, ha ne zeuior ket en goullo dirak va dremm.

16 - Gouel an eost, frouezh kentañ eus da labour, eus ar pezh az po hadet er parkeier. - Gouel an dastum, da zibenn ar bloaz, pa ez po dastumet eus da barkeier frouezh da labour.

17 Teir gwech ar bloaz da holl baotred en em ziskouezo dirak an AOTROU Doue.

18 Ne ginnigi ket gant bara goet gwad va aberzhoù, ha lard va gouel ne dremeno ket an noz betek ar mintin.

19 Degas a ri frouezh kentañ an douar e ti an AOTROU da Zoue. Ne boazhi ket ar menn-gavr e laezh e vamm.


Ael Doue a gempenn hent aloubadeg bro Ganaan

20 Setu, e kasan un ael dirazout evit da ziwall en hent hag evit da lakaat el lec'h am eus kempennet.

21 Laka evezh ouzhit dirazañ ha selaou e vouezh. Na vez ket disentus outañ rak ne bardono ket ho pec'hed, emañ va anv ennañ.

22 Met mar selaouez gant evezh e vouezh ha mar rez kement a lavarin, me a vo enebour da enebourien ha gwasker da waskerien.

23 Rak va ael a gerzho dirazout hag a lakaio ac'hanout e bro an Amoreaned, an Hitited, ar Ferezianed, ar Gananeiz, an Hevianed hag ar Jebuziz, hag e kasin anezho da get.

24 Ne stoui ket dirak o doueoù ha ne serviji ket anezho, ne heuilhi ket o oberoù, met o distrujañ a ri holl hag e freuzi o delwennoù.

25 Servijañ a reot an AOTROU ho Toue, hag e vennigo da vara ha da zoureier hag e lamin ar c'hleñved eus da greiz.

26 Ne vo ket ez pro gwreg o tiforc'hañ na gaonac’h. Leuniañ a rin niver da zeizioù.

27 Me a gaso ar spouron dirazout hag e tisparfoeltrin pep pobl en em gavi en e di. Lakaat a rin da holl enebourien da dreiñ o c'hein a-raok dit.

28 Me a gaso gwesped dirazout hag e kasint kuit an Hevianed, ar Gananeiz hag an Hitited a-zirak da zremm.

29 N'o c'hasin ket kuit dirazout en ur bloaz gant aon na zeufe ar vro ur gouelec'h ha ma teufe al loened gouez d'en em greskiñ a-enep dit.

30 Me o c'haso tamm-ha-tamm a-raok dit, betek ma kreski en niver ha ma lakain ac'hanout da berc'hennañ ar vro.

31 Hag e lakain da harzoù adalek ar Mor Ruz betek Mor ar Filistined, hag adalek ar gouelec'h betek ar stêr, rak lakaat a rin etre ho taouarn tud ar vro hag o c'hasin kuit dirazout.

32 Ne ri ket a emglev ganto na gant o doueoù.

33 Ne chomint ket ez pro gant aon na lakaint ac'hanout da bec'hiñ a-enep din, rak servijañ a rafes o doueoù ha kement-se a vefe ur stign evidout.

Lean sinn:



Sanasan