Ermaeziadeg 22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 22 Difenn ar berc'hentiezh 1 Mar laer un den un ejen pe un oan ha mar lazh pe mar gwerzh anezhañ, e taskoro pemp ejen evit en ejen ha pevar oan evit an oan. 2 Mard eo kavet al laer o tispenn ha ma'z eo skoet d'ar marv, an hini en devo e skoet ne vo ket kablus a vuntrerezh, 3 mard oa savet an heol warnañ, kablus e vo a vuntrerezh. Al laer a zaskoro eta, ma n'en deus ket a beadra, e vo gwerzhet evit e laeroñsi. 4 Mard eo kavet bev en e zaouarn ar pezh a zo bet laeret, pe ejen, pe azen, pe oan, e taskoro an daougementad. 5 Mar gra unan bennak gwastoù en ur park pe en ur winieg ha ma laosk e loened da beuriñ e parkeier ar re all, e taskoro ar gwellañ tra eus e bark hag eus e winieg. 6 Mard eo lakaet an tan en draen ha ma teu ed en herdin, pe an eost, pe er park, da vezañ kuzumet, an hini en devo lakaet an tan a zaskoro kement holl a zo bet devet. 7 Mar ro un den da ziwall d'e nesañ arc'hant pe draoù ha ma'z int laeret en e di, mard eo al laer dizoloet, e taskoro an daougementad. 8 Ma n'eo ket kavet al laer, perc'henn an ti a vo degaset dirak Doue evit touiñ n'en deus ket lakaet e zorn war mad e nesañ. 9 E pep tra ma'z eo bet laeroñsi, evit un ejen, evit un azen, evit un oan, evit dilhad, evit pep tra kollet, hag a vo lavaret diwar e benn: Hennezh eo! abeg an daou du a zeuio dirak Doue. An hini a vo barnet gant Doue a zaskoro an daougementad d'e nesañ. 10 Mar ro un den da ziwall d'e nesañ un azen, pe un ejen, pe un oan, pe ul loen bennak, ha ma varv, pe ma en em dorr un ezel, pe ma'z eo kaset kuit hep bezañ gwelet gant den, 11 le an AOTROU a zeuio etre an daou, evit anavezout n'en deus ket lakaet e zorn war mad e nesañ. Perc'henn al loen a gemero al le, hag egile ne zaskoro ket. 12 Met mard eo bet laeret digantañ, e taskoro anezhañ d'e berc'henn. 13 Mard eo bet drailhet, e tegaso anezhañ evel prouenn. Ne zaskoro ket ar pezh a zo bet drailhet. 14 Mar amprest un den ul loen digant e nesañ ha ma en em dorr un ezel, pe ma varv, ha n'emañ ket e vestr gantañ, e taskoro an digoll. 15 Mard oa e vestr gantañ, ne zaskoro ket. Mard eo bet feurmet, priz an digoll a zeu eus ar gopr. Alioù a bep seurt 16 Mar luban un den ur werc'hez ha n'eo ket prometet e dimeziñ, ha ma kousk ganti, e paeo an argouroù hag he c'hemero evit e wreg. 17 Ma ne fell ket d'he zad he reiñ dezhañ, e paeo dezhi en arc'hant argouroù ar gwerc'hezed. 18 Ne lezi ket da vevañ ar sorserez. 19 Piv bennak a gousko gant ul loen a vo lakaet d'ar marv. 20 An hini a aberzho da zoueoù all nemet d'an AOTROU hepken a vo lazhet. 21 Ne wallgasi ket an diavaeziad ha n'en mac'hi ket, rak c'hwi a zo bet ivez diavaezidi e bro Ejipt. 22 Ne c'hlac'hari ket an intañvez nag an emzivad. 23 Mar glac'harez anezho ha ma kriont din, a-dra-sur e klevin o c'hriadenn, 24 va fulor en em dano hag ho lazhin dre ar c'hleze, ho kwragez a vo intañvezed hag ho pugale emzivaded. 25 Mar prestez arc'hant da'm fobl, d'ar gwalleürus a zo ganit, ne raio ket gantañ evel ur c'hredour, ne lakai ket warnañ a gampi. 26 Mar kemerez e gouestl dilhad da nesañ, en roi en-dro dezhañ a-raok ma vo kuzhet an heol, 27 rak e ballenn nemetañ eo, e zilhad evit goleiñ e groc'hen. E petra e kousko? Mar erru da grial din, e klevin anezhañ rak trugarezus on. 28 Ne zroukkomzi ket eus Doue ha ne villigi ket priñs da bobl. 29 Ne zalei ket da brofañ ar frouezh kentañ eus ar pezh a leugn da solier nag eus ar pezh a red eus da waskell. Reiñ a ri din ar c’hentañ-ganet eus da vibien. 30 Ober a ri an hevelep tra eus da oc'hen hag eus da zeñved. O c’hentañ-ganet a vi seizh devezh gant o mamm, d'an eizhvet deiz e roi anezhañ din. 31 C'hwi a vo tud santel din. Ne zebrot ket a gig drailhet er parkeier, e deurel a reot d'ar chas. |