Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 21 Lezennoù diwar-benn ar sklaved

1 Setu al lezennoù a ginnigi dezho.

2 Mar prenez ur sklav hebreat, e servijo ac'hanout c'hwec'h vloaz, met d'ar seizhvet ez aio kuit frank hep reiñ netra.

3 Mard eo deuet e-unan-penn, ez aio kuit e-unan-penn. Mar en doa ur wreg, e wreg a yelo kuit gantañ.

4 Mar en deus roet e vestr dezhañ ur wreg ha mar he deus ganet dezhañ mibien ha merc'hed, ar wreg hag ar vugale a vo d'ar mestr, hag eñ a yelo kuit e-unan-penn.

5 Mar lavar ar sklav: Karout a ran va mestr, va gwreg ha va bugale, ne fell ket din mont kuit frank,

6 neuze e tegaso e vestr anezhañ dirak Doue, en lakaio da dostaat ouzh an nor pe ouzh ar post, hag e vestr a doullo e skouarn dezhañ gant ur minaoued. Servijañ a raio anezhañ da viken.

7 Mar gwerzh unan bennak e verc'h evit bezañ sklavez, ned aio ket kuit evel ma'z a ar sklaved.

8 Mar displij d'ar mestr en doa he c'hemeret evitañ, e raio he dasprenañ. N'en devo ket ar galloud d'he gwerzhañ da ziavaezidi goude bezañ bet disleal ganti.

9 Mar tonk anezhi d'e vab, e raio eviti hervez droed ar merc'hed.

10 Mar kemer unan all, ne lamo netra digant an hini gentañ eus ar boued, eus an dilhad, nag eus an droed-pried.

11 Ha ma ne ra ket eviti an tri zra-se, e yelo houmañ kuit evit netra, hep arc'hant.


Muntroù ha goulioù

12 An hini a skoio un den d'ar marv a vo kastizet a varv.

13 Ma n'en deus ket stignet pechoù dezhañ, met en deus e lakaet Doue dindan e zorn, me a lakaio dit ul lec'h evitañ da gavout repu eno.

14 Met mard eo unan bennak en em savet a-enep e nesañ evit e lazhañ dre douellerezh, e tapi anezhañ, diouzh va aoter zoken, evit ma vo lakaet d'ar marv.

15 An hini a skoio e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv.

16 An hini a laero un den hag en gwerzho, hag an hini a vo kavet hemañ etre e zaouarn, a vo lakaet d'ar marv.

17 An hini a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv.

18 Mar tabut tud hag e sko unan war egile gant ur maen pe gant ar meilh-dorn, e doare na varv ket met ma vefe ret dezhañ en em lakaat en e wele,

19 mar sav hag e kerzh er-maez, harpet gant e vazh, an hini en devo skoet gantañ a vo didamall. Koulskoude e paeo e ehan-labour hag e raio e yac'haat holl.

20 Mar sko un den e vevel pe e vatezh gant ur vazh ha ma varv dindan e zorn, ne dremeno ket hep bezañ kastizet.

21 Met mar bev un deiz pe daou goude, ne vo ket kastizet, rak e arc'hant eo.

22 Mar tabut tud hag e stokont ouzh ur wreg dougerez e doare ma wilioud, hep m'en em gavfe gwalleur all, barnet e vint da baeañ an digoll divizet gant pried ar wreg, hag e roio kement-se dirak ar varnerien.

23 Met mar c'hoarvez gwalleur, e roi buhez evit buhez,

24 lagad evit lagad, dant evit dant, dorn evit dorn, troad evit troad,

25 poazhadur evit poazhadur, gouli evit gouli, bloñsadenn evit bloñsadenn.

26 Mar sko un den war lagad e vevel pe war lagad e vatezh ha mar koll anezhañ, o lezo da vont kuit frank evit o lagad.

27 Mar laka da gouezhañ un dant d'e vevel pe d'e vatezh, o lezo da vont kuit frank evit o dant.

28 Mar sko un ejen gant e gerniel ur gwaz pe ur wreg hag e varv a-se, an ejen a vo meinataet, ne vo ket debret e gig ha perc'henn an ejen a vo didamall.

29 Met mar en doa diagent an ejen ar c'hiz da vrochañ gant e gerniel, hag e oa bet kemennet ar perc'henn ha n'en doa ket diwallet outañ, mar lazh ur gwaz pe ur wreg, an ejen a vo meinataet hag e berc'henn a vo ivez lakaet d'ar marv.

30 Ma'z eo lakaet ur priz dezhañ evit en em brenañ, e roio evit dasprenañ e vuhez kement a vo goulennet dioutañ.

31 Mar broch an ejen gant e gerniel ur paotr pe ur plac'h, e vo barnet hervez an hevelep lezenn-se.

32 Mar broch an ejen gant e gerniel ur sklav pe ur sklavez, roet e vo tregont sikl arc'hant d'o mestr hag an ejen a vo meinataet.

33 Mar digor un den ur puñs pe mar kleuz un den ur puñs ha na c'holo ket anezhañ, hag e kouezh ennañ un ejen pe un azen,

34 perc'henn ar puñs a baeo se; reiñ a raio arc'hant d'o ferc'henn, met al loen marv a vo dezhañ.

35 Mar broch ejen un den ejen un den all ha mar marv a-se, e werzhint an ejen bev hag e taouhanterint an arc'hant etrezo, hag e taouhanterint ivez an hini marv.

36 Mard eo anavezet penaos diagent an ejen en doa ar c'hiz da vrochañ gant e gerniel ha n'en doa ket diwallet e vestr outañ, e taskoro ejen evit ejen met an hini marv a vo dezhañ.

Lean sinn:



Sanasan