Ermaeziadeg 20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 20 An dek gourc'hemenn 1 Neuze Doue a zisklêrias an holl gomzoù-mañ o lavarout: 2 Me eo an AOTROU da Zoue, en deus tennet ac'hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh. 3 Ne'z po ket doueoù all dirazon. 4 Ne ri ket dit na skeudenn gizellet, na taolennadur eus an traoù a zo d'an nec'h en neñvoù, a zo d'an traoñ war an douar, hag a zo en doureier dindan an douar; 5 ne stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac'hanon, 6 hag a ra trugarez betek ar milvet rumm d'ar re a gar ac'hanon hag a vir va gourc'hemennoù. 7 Ne gemeri ket anv an AOTROU da Zoue en aner, rak an AOTROU ne zalc'ho ket evit didamall an hini en devo kemeret e anv en aner. 8 Az pez soñj eus deiz ar sabad evit e santelaat; 9 labourat a ri c'hwec'h devezh hag e ri da holl oberoù, 10 met ar seizhvet deiz eo sabad an AOTROU da Zoue; ne ri labour ebet, na te, na da vab, na da verc'h, na da servijer, na da vatezh, na da loened, na da ziavaeziad a zo e-barzh da zorojoù, 11 rak an AOTROU en deus graet e c'hwec'h devezh an neñvoù, an douar, ar mor ha kement a zo enno, hag a ziskuizhas d'ar seizhvet deiz, setu perak en deus benniget an AOTROU deiz ar sabad hag e santelaet. 12 Enor da dad ha da vamm evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue. 13 Ne vuntri ket. 14 Ne ri ket a avoultriezh. 15 Ne laeri ket. 16 Ne lavari ket a falstesteni a-enep da nesañ. 17 Ne c'hoantai ket ti da nesañ, ne c'hoantai ket gwreg da nesañ, nag e servijer, nag e vatezh, nag e ejen, nag e azen, na tra ebet a vefe da'z nesañ. 18 An holl bobl a gleve hag a wele ar c'hurunoù, son ar shofar, al luc'hed, hag ar menez o tivogediñ. Ar bobl, o welout kement-se, a grene hag en em zalc'he pell. 19 Hag e lavarjont da Voizez: Komz ouzhimp te da-unan, ha ni a selaouo, met ra ne gomzo ket Doue ouzhimp gant aon na varvimp. 20 Moizez a lavaras d'ar bobl: N'ho pet ket aon, rak Doue a zo deuet evit amprouiñ ac'hanoc'h hag evit ma vo e zoujañs dirazoc'h, e doare na bec'hot ket. 21 Ar bobl en em zalc'he pell; Moizez a dostaas ouzh ar goabrenn ma oa Doue enni. 22 An AOTROU a lavaras da Voizez: Kement-se a lavari da vibien Israel: Gwelet hoc'h eus em eus komzet ouzhoc’h eus an neñvoù. 23 Ne reot ket em c'hichen doueoù arc'hant, ne reot ket deoc'h doueoù aour. 24 Ober a ri din un aoter douar, hag ec'h aberzhi warni da loskaberzhoù ha da aberzhoù a beoc'h, da zeñved ha da ejened. E pep lec'h ma rin meuliñ va anv, me a zeuio da'z kavout hag a vennigo ac'hanout. 25 Mar rez din un aoter vein, ne impliji ket mein kizellet, rak ma savfes da houarn warno, o disakrfes. 26 Ne bigni ket da'm aoter gant derezioù, evit ma ne vo ket dizoloet da noazhded. |