Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ermaeziadeg 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 2 Ganedigezh Moizez; e dec'h e Madian

1 Un den eus ti Levi a yeas da gemer evit gwreg ur verc'h eus Levi.

2 Ar wreg a goñsevas hag a c'hanas ur mab. O welout penaos e oa kaer, hi a guzhas anezhañ e-pad tri miz.

3 Pa ne c'helle ken e zerc'hel kuzhet pelloc'h, e kemeras ur baner vroen, hag e induas anezhi gant ter-douar ha peg. Goude, e lakaas ar bugel enni hag e kasas anezhi e-mesk an elestr, war ribl ar stêr.

4 E c'hoar en em zalc'has ur pennad ac'hane, evit gwelout petra a c'hoarvezje gantañ.

5 Merc'h Faraon a zeuas d'ar stêr evit en em walc'hiñ. He mitizhien en em bourmenas war vord ar stêr. Gwelout a reas ar baner e-kreiz an elestr, hag e kasas he matezh d'he zapout.

6 Digor a reas anezhi hag e welas ar bugel; setu, e oa ur paotr bihan a ouele. Trugarez he doe outañ hag e lavaras: Unan eo eus bugale an Hebreed.

7 Neuze c'hoar ar bugel a lavaras da verc'h Faraon: Ha mont a rin da gerc'hat dit ur vagerez a-douez gwragez an Hebreed a c'hello magañ ar bugel-se?

8 Merc'h Faraon a respontas: Kae! Hag ar plac'h yaouank a yeas hag a c'halvas mamm ar bugel.

9 Merc'h Faraon a lavaras: Kas ar bugel-se ganit ha mag anezhañ evidon, hag e roin da c'hopr dit. Ar wreg a gemeras ar bugel hag en magas.

10 P'en doe kresket ar bugel, e kasas anezhañ da verc'h Faraon; eviti e voe evel ur mab. Gervel a reas anezhañ Moizez rak, emezi, e dennet em eus eus an doureier.

11 C'hoarvezout a reas en deizioù-se, pa voe deuet Moizez da vezañ bras, ma'z eas etrezek e vreudeur, hag e welas o zrevelloù. Gwelout a reas ivez un Ejipsian a skoas war un Hebread a-douez e vreudeur.

12 Neuze e sellas amañ hag ahont hag, o welout ne oa den, e lazhas an Ejipsian hag e kuzhas anezhañ en draezhenn.

13 Mont a reas er-maez an deiz war-lerc'h, ha setu e oa daou zen hebreat ouzh en em gannañ. Lavarout a reas d'an hini a oa ar gaou gantañ: Perak e skoez war da nesañ?

14 Eñ a respontas: Piv en deus da lakaet da vestr ha da varner warnomp? Ha fellout a ra dit va lazhañ, evel ma ec'h eus lazhet an Ejipsian? Moizez en doe aon hag a lavaras: A-dra-sur an dra a zo anavezet.

15 Faraon, o vezañ klevet an dra-se, a glaskas lazhañ Moizez. Met Moizez a dec'has kuit a-zirak Faraon hag a chomas e bro Vadian, e-lec'h ma azezas e-kichen ur puñs.

16 Aberzhour Madian en doa seizh merc'h; int a zeuas da dennañ dour ha da leuniañ al laouerioù evit dourañ tropell o zad.

17 Met ar vesaerien a zeuas hag o c'hasas kuit. Neuze Moizez a savas hag o sikouras, hag e tourjont o zropell.

18 Pa voent distroet da di Reuel o zad, hemañ a lavaras: Perak ez oc'h distroet ken abred hiziv?

19 Respont a rejont: Un den Ejipsian en deus dieubet ac'hanomp eus dorn ar vesaerien, ha zoken en deus tennet dour deomp ha douret an tropell.

20 Neuze e lavaras d'e verc'hed: Ha pelec'h emañ? Perak hoc'h eus lezet an den-se? Galvit anezhañ ha ra zebro bara.

21 Moizez a fellas dezhañ chom gant an den-se, a roas da Voizez Sefora e verc'h da wreg.

22 Houmañ a c'hanas dezhañ ur mab, a c'halvas Gershom rak, emezañ, emaon o chom en ur vro estren.

23 Hag e c'hoarvezas, pell goude, penaos e varvas roue an Ejipt. Mibien Israel a hirvoude abalamour d'o sklaverezh, hag a grias. O c'hriadennoù a bignas war-zu Doue eus o sklaverezh.

24 Doue a glevas o hirvoudoù, ha Doue en doe soñj eus e emglev gant Abraham, gant Izaak ha gant Jakob.

25 Doue a sellas ouzh mibien Israel, ha Doue a anavezas o stad.

Lean sinn:



Sanasan